E miz Here 2022 e oa bet diskoachet ganeomp un diell diabarzh gant ar pennadurezhioù yec’hed bet skrivet e 2017 hag a lâre pegen dañjerus e oa an ensteudoù Essure (implants e galleg). Daou damm houarn a zo bet lakaet e-barzh korzennoù Fallope ouzhpenn 200.000 maouez e Bro-Frañs, kuit dezhe da gaout bugale ken. Met kalz re a efedoù a-eil zo bet gant an ensteudoù-se. Bloaz zo dija eo bet embannet hon enklask. Ha prometiñ a ra c’hoazh ar gouarnamant e vo eus ur studiadenn vras diwar an afer…. Hep ma n’afe war-raok an traoù da vat.
« Ur studiadenn vras diwar-benn ar merc’hed o deus bet an ensteudoù Essure ha tennet anezhe da c’houde a vo lañset e penn kentañ 2024. » Setu ar pezh zo bet lâret gant ministrez dileuriet evit gopridi labour ar yec’hed d’ar Meurzh 10 a viz Here. Kinniget e oa bet an ensteudoù Essure d’ar merc’hed o doa c’hoant da chom hep kaout bugale ken, etre 2002 ha 2017. Gwerzhet e oa bet Essure gant Conceptus ha gant an embregerezh alaman Bayer da c’houde.
Sañset e oa kalz aesoc’h ober gant an ensteudoù-se evit ar merc’hed eget teknikoù-all. Setu perak a oant bet implijet gant ouzhpenn 200.000 maouez e Bro Frañs. Muioc’h eget 15 % anezho zo bet tonket da dennañ o uterus pe o c’horzennoù Fallope evit dont a-benn da lemel kuit an ensteudoù. Efedoù a-eil spontus a oa ganto.
Bloaz zo, pa oa bet embannet hon enklask diwar-benn an doare hilastaliñ-se, e oa kaoz dija eus ur studiadenn vras gant ministrerezh ar Yec’hed. E gwirionez e vez komzet eus-se abaoe 2019. Sañset e oa da gregiñ e penn kentañ 2023 ha padout 15 vloaz. Ne oa ket an holl gevredigezhioù merc’hed a-du gant ar pezh a vefe klasket er studiadenn-se. Hiziv an deiz emaint o c’hortoz keloù c’hoazh – an darn vrasañ anezho zo ouzhpenn 50 vloaz – evit ma vefe anavezet en un doare publik pegen dañjerus e oa an ensteudoù.
Studiadennoù zo dija hag a ziskouez petra zo a-dreuz
Abaoe 10 vloaz eo bet lañset ur bern enklaskoù diwar-benn an ensteudoù Essure gant labourvaoù disheñvel e Bro-Frañs hag en estren vro. N’eus ket douetañs ken diwar-benn dañjerusted an ensteud. Setu ar pezh a ziskoueze an diell bet diskoachet ganeomp a-hed hon enklask. Koumanantet e oa bet gant Ajañs ar yec’hed e 2017 hag enno e c’haller lenn eo dañjerus-tre an hernaj a zo e-barzh an ensteudoù. Padal he deus soñjet an Ajañs ne oa ket talvoudus embann an diell-se d’un doare foran…
Studiadennoù-all a ziskouez ar memes tra. E Lyon da skouer, en deus labouret al labourva Minapath resisoc’h war ar staen. N’eo ket toksik-tre ar metal-mañ pa vez lonket ganeomp, met dont a ra da vezañ « staen-organek » pa vez mesket en hon c’horf gant traoù all. Ha dont a ra da vezañ toksik kenañ. Kavet eo bet an dañvez-se e korf meur a vaouez o doa lakaet ensteudoù Essure. « Pouezus-kenañ eo arc’hantaouiñ studiadennoù-all diwar-benn ar “staen-organek” evit bezañ sur eo pennabeg ar c’hudennoù », eme Michel Vincent, rener Minapath. E miz Mae 2022 e oa bet lâret gant un enklaskerez-all, Ana Maria Trunfio Sfarhiu, da gazetennerien Medcape : « war ar semblant o deus aon ar pennadurezhioù eus disoc’hoù hon enklask ». Ha gwir eo. N’eo ket entanet-kenañ ar gouarnamant da genderc’hel gant ar studiadennoù bet kroget gant skiantourien-all. Gwelloc’h eo dezhañ kehentiñ diwar-benn « ur studiadenn vras broadel da zont » hag a vo gortozet e-pad pell c’hoazh…
Lennit hon enklask war Essure
Lennit hon enklask war Essure