- Article précédent: Ensteudoù Essure : n’a ket war-raok an afer gant ar pennadurezhioù yec’hedel
- Article suivant: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc'h e miz Here
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Meur a raktres tourioù-avel a zo e Breizh war tachennoù naturel pe koadoù, ha tost a-walc’h d’an tiez alies mat. Peadra da ober aon d’ar c’hevredigezhioù ekologel ha d’an dud o chom en tro-war-droioù. Dreist-holl war takennoù a oa gwarezet eus seurt raktresoù betek-hen. Sellomp spisoc’h ouzh ar pezh a c’hoarvez e-kreiz Aodoù-an-Arvor.
Ur gêriadenn vihan eo an Dresnae e Logivi-Plougras (22). Brav eo ar vro tro-dro : kleuzioù miret, tachennoù gleb hag un trepas ekologel bet kadarnaet gant ar brastres evit ar genstagded ekologel (schéma régional de cohérence écologique e galleg). Mont a ra an trepas-se eus koad Markiz betek Koad an Noz. Tro-dro d’ar vilajenn-se hag e-kreiz an trepas ez eus tri raktres sevel tourioù-avel.
E miz Eost 2020 e oa bet roet un ali diwar-benn unan eus ar raktresoù-se, hini Parc Ar Hoat, gant an MRAE (aotrouniezh rannvroel an endro). Eno e c’haller lenn « al lec’h dibabet a zo kizidik kenañ. Ma chom ar memes hini e vo dav d’an embregerezh labourat muioc’h war an doare da zoujañ ouzh an endro ». C’hoazh e vez lâret gant an MRAE n’eo ket « a-walc’h ar pezh a vo lakaet e plas evit gwareziñ al laboused. N’eo ket bet kemeret mat e kont ar fed eo un trepas ekologel al lec’h ». Ar memes tra e vez lâret diwar-benn al logod-dall.
Ankeniet eo Strollad bronnegourien Breizh (SBB) pa welont an niver a raktresoù war takennoù naturel o kreskiñ. Dreist-holl abalamour ma ‘z eo lec’hioù e lec’h m’emañ al loened-se o chom. Sañset en devez da vezañ gwarezet. Hervez Thomas Dubos, gopret gant an SBB 22, e varv kalz re a logod-dall. « A-enep ar raktres tourioù-avel e koad Lanouée (Lannoez, 56) e oamp. Ha siwazh, c’hwec’h miz goude ma oa kroget an askeloù da dreiñ e vez gwelet kalz re a loened lazhet. » Hervez Thomas Dubos ez eo an Dresnae ul lec’h risklus-tre.
Goude ma oa bet embannet ali an MRAE eo bet lañset studiadennoù ouzhpenn gant an embregerezh Engie Green, sevel ur renabl eus al laboused da skouer. E miz Gwengolo 2023 eo bet goulennet un aotre nevez.
Louis Picault en deus prenet e di en Dresnae e 2021. Spontet e oa bet p’en doa dizoloet ar raktres tourioù-avel da vezañ savet 800 metrad pelloc’h. Setu eñ ha kemer perzh e krouidigezh ar gevredigezh Treger avel ar menez (TAAM) e 2022 evit stourm a-enep d’an tri raktres zo er gumun. Ur vanifestadeg gentañ a oa bet d’an 12 a viz C’hwevrer 2023. Tammoù paper kelaouiñ a oa bet roet d’an holl amezeien hag un emgav gant ar maer a oa bet aozet. Meur a annezad a lak panelloù dirak o norioù skrivet warno « STOP tourioù avel ».
Tenn eo ar jeu er gumun, evel e lec’hioù all, etre ar berc’heien o deus asantet feurmiñ o douaroù d’an embregerezhioù tourioù-avel hag ar re a zo a-enep d’ar raktresoù. Lâret a ra Louis Picault e vez taget gant tud-all abaoe miz Genver 2023. Torret eo bet e voest-lizhiri, ur razh marv a oa bet lakaet dirak e di, torret e nor, ur penn lapin bet lakaet en e liorzh, rodoù ar c’harr-tan tarzhet… Douget en doa klemm d’an 10 a viz Eost 2023. « N’eus ket tu din bevañ e-giz-se ken, emezañ. N’en em santan ket e surentez ken. »
N’eus ket 4 km alese, e Plounevez-Moedeg, emañ ivez ur peizant o stourm a-enep d’ur raktres tourioù-avel gant an embregerezh Kallista. Un tour-avel 180 metrad uhel a vo lakaet evit kargañ kirri-tan tredan, 500 metrad eus e di-feurm. Nec’het eo an desaver evit e loened. Sañset eo kizidik ar saout da fromoù tredan.
Gant tud-all en deus krouet ar gevredigezh « Le Cresnet au naturel ». Staliet ivez gantañ ur banell e bord an hent a-enep d’ar raktres. « Torret eo bet, ha ma sklotur ganti ivez », emezañ. Douget eo bet klemm gantañ.
Kendalc’het e vo da stourm gant ar strolladoù a-enep d’an tourioù-avel. Daouzek kevredigezh eus Treger ha Kreiz-Breizh zo en em vodet dindan an anv « Soulèvements de l’air ». Un devezh stourm a oa bet e miz Gwengolo 2023 e Larruen. A-benn nebeut e vo unan-all gant an tem « Penaos ober mod-all ? »
Setu an niver a dourioù-avel a zo e 2020 hervez Arsellva an endro e Breizh (AEB). Kavet e vezont dreist-holl e Aodoù-ar-Arvor hag e Mor-Bihan.
« Pal nemetañ an embregerezhioù-se a zo ober arc’hant. Ganto ne vez ket hini o vevañ war al lec’h. Kaoz e vez eus moneiz, met morse eus penaos kempenn an tiriad pe an endro. »