📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Panneloù heol war lec'hioù naturel
- Bain (Baen-Veur) (35). Valeco a faota dezhi staliañ panelloù-heol war 6,5 devezh-arat (3,25 ha) a goadeier. Koulskoude, al lec’h, ur vein-gleuz dilaosket, zo bremañ « e-touez an hentadoù ekologel pennañ e Breizh dor al Liger Kumuniezh », hervez Aotrouniezh an endro (MRAE). An teuliad zo da lenn amañ.
- Bro ar Briver, Trigna (Trinieg) (44). Ur raktres staliañ panelloù-heol ‘zo en Trigna war 3,7 ha. Ul lodenn eus al lec’h ‘zo a-bouez evit al laboused. Setu ali an MRAE.
- Felger (Foûjere) (35). 8 devezh-arat (4ha) a fraost a vo implijet da staliañ 7.000 panell-heol, e-kichen Felger. Setu an teuliad ha peurrest an titouroù. Padout a raio an enklask foran betek an 24 a viz Du.
Milinoù-avel
Meingleuz
- Brasaet ‘vo mengleuz Imerys ‘ba Groñvel (22). Kizidig-tre eo ar raktres, peogwir e c’hell saotrañ an dour e penn an diazad doureier (bassin versant), ober trouz a zirenko an amezeien hag al loened, lakaat diwar-wel ur waz… Ali an MRAE ‘zo da lenn amañ, hag an teuliad a-bezh, gant respontoù Imerys ivez. Un enklask foran a bado betek an 1 a viz Kerzu.
Lastez
- Retiers (Rester) (35). Savet ‘vo ul labouradeg braz da zeviñ lastez en Retiers, gant Séché Environnement, a-benn produiñ tommder a vo implijet gant uzinoù la Société Laitière de Retiers (perc’hennet gant Lactalis). Muioc’h a ditouroù war lec’hienn internet ar raktres. Krog a raio an enklask foran d’an 2 a viz Du.
- Lokmaria-Plouzane (29). Fell a ra da SAS Lanvenec Energie kreskiñ ar c’hementad a lastez a bourvezo e vetanizer. An enklask foran a vo betek an 30 a viz Here. Diflipet e vo ar restachoù koc’haj en Brest, Plouzane, Plonger, ha Lokmaria-Plouzane.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Tourioù avel e-kreiz un trepas ekologel
- Article suivant: Enklask nevez war un embregerezh pemoc'h ramzel : ar C'hooperl






