Breizh : c'hwezh an amoniak er maez

Caroline Trouillet, Yann-Malo Kerbrat - 06/13/2021

Pennadoù an enklask Livret

Digoradur

Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù da zisevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannigoù-munud en aer… hag a lazh dekvedoù a viliadoù a dud bep bloaz. Ankenius eo evit yec’hed an dud, ha hent-all e weler sklaer dija pegen mantrus e c’hell bezañ evit an endro.

Met n’eo ket evit-se emañ Breizh o toujañ eus sturiadoù Europa da geñver an amoniak : war washaat e c’hello mont saotradur an amoniak en aer d’ar bloavezhioù da zont er vro. Abalamour d’ar re a fell dezhe gounit arc’hant kousto pe gousto… Ha zoken ma vez aet a-enep al lezhenn gant lod a industriourien evit en-ober.

Breizh, ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs

Breizh eo ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs. Pep kelc’h a ziskouezh ar c’hementad dilaosket a zo bet disklêriet e 2019 gant an embregerezhioù labour-douar hag an uzinoù (ar re a zo renablet e sturiad IED). El labour-douar, n’eus nemet ar magerezhioù moc’h gant ouzhpenn 2000 loen, hag ar c’hludier gant ouzhpenn 40 000 a blasoù. Da lâret eo ‘zo un diouer a ditouroù memes tra, ne weler ket ar c’hementad a vez dilaosket en holl : an antantoù bihanoc’h hag ar re zindan 10 tonenn a amoniak ne vezont ket kemeret e kont amañ. Ha lod a uzinoù n’int ket evit doujañ diouzh ar reolennoù, o chom hep disklêriañ pep tra, e-giz ar pezh a lenner en hon enklask.

An embregerzh kimik Yara e Mouster al Loc’h n’emañ ket war ar gartenn ivez. Mann ebet, setu ar pezh a zo bet disklêriet ganti e 2019. Koulskoude eo 161,8 a donennoù hag a oa bet dilaosket ganti (keitad) bep bloaz etre 2003 ha 2018… da lâret eo kalz muioc’h eget pep kelc’h a zo war ar gartenn.

Gwelet e vez ivez ar pezh a vez dilaosket dre gumuniezh kumunioù, hervez ar renabl labour-douar. Eus an tems, an dourc’hanvouez hag an teil e teu an amoniak-se dreistholl. Mod-all, gant an titouroù Copernicus e vez diskouezhet ar c’hementad a amoniak en aer er prantad 15 a viz Meurzh-15 a viz Even 2020, pa oa bet tizet ur saotradur uhel a rannigoù-munud… e pad mare ar c’henfinañ.

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Caroline Trouillet
Yann-Malo Kerbrat
skoazellet gant :
Juliette Cabaço Roger
Sylvain Ernault
Faustine Sternberg
Mersi bras da :

Gant Pierre Corbin eo bet graet ar gartenn, ha gant Tugdual Karluer an troiñ en divyezh evit ar pennadoù.

Hor c'hevelerien