Peseurt efedoù o deus bet hon enklakoù ?
Splann ! - 27/12/2022
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol, pa ne oa de gentañ penn ken met ur…
C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit…
Tost an hanter eus ar pemoc’h disavet ezdouar e Bro-Frañs zo e Penn-ar-Bed. Bet eo bet da enklaskiñ « Splann ! » diwar-benn rouaned an…
Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure.
Peseurt efedoù o deus bet hon enklaskoù ? Sellomp ouzh un nebeud skwerioù.
29 den ‘zo a-stroll. Produiñ ha skignañ enklaskoù a-galite ha divyezhek eo al labour ‘vez kaset a-benn ganeomp.
Hon fal deomp eo ober enklaskoù kap da cheñch al lezennoù. Kemer a reomp war hor chouk roll ar c’hourzh galloud. Servij a ra hon enklaskoù d’ar geodedourien bezañ prest da lâr o soñj d’an dud kiriek ha prederiañ war an diskoulmoù d’ar c’hudennoù ‘zo bet lakaet war-wel. Tizhout an heklevioù brasañ posupl d’hol labour dizalc’h e klaskomp asambles hag a-drugarez d’ar mediaoù kevelerien.
« Breizh : C’hwezh an amoniak er maez » – Hon enklask war an amoniak ‘zo bet implijet dirak al lezioù-barn gant tud o tifenn an endro evel ma ‘z eo bet graet e afer kludegoù ramz Lanwelan (ar raktres zo bet harzhet evit poent). Pouezus-tre eo an enklask-mañ evit lakaat ar gaoz war saotradur an aer gant an amoniak.
« Demokratelezh an endro : moc’h fall » – Hon labour ‘neus lakaet war wel ne oa ket reizh bep taol aotre ar prefed evit tiez-feurmoù zo, evel hini Avel Vor e Penn-ar-Bed. Moulet eo bet hon enklask gant ur gevredigezh lec’hel ha skignet da voestoù lizhiri annezidi ar gumun. Da c’houde ez eus bet aozet ur vanifestadeg gant ar c’hevredigezhioù a oa a-enep ar fed ma vefe brasaet tiegezh moc’h Avel Vor gant ar prefeti. Ne oa ket bet lakaet kalz ar gaoz war an afer-se gant ar c’hazetennoù lec’hel a-raok met abaoe eo lakaet war-wel gant ar mediaoù rannvroel ha broadel (Mediapart, ur media keveler, an TF1 ha BFM TV). Reuz ‘zo ha labouret e vo ganeomp c’hoazh war ar sujed-mañ !
« Metan : bec’h d’an atant » – Kemer a ra perzh enklaskerien Splann ! en emvodoù foran e-lec’h vez kalz a riblerien, labourerien-douar pe ajañsoù o reiñ o soñj…
« Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed » – Skignet eo bet kalz an titouroù diskuliet ganeomp diwar-benn an « dokumant tasmant » a oa gant ajañs al louzoù (ANSM). Displegañ a ra an teul-mañ e anaveze an ANSM ar riskloù a oa gant an ensteudoù Essure, emplantoù lakaet d’ar merc’hed kuit dezho da gaout bugale. Aet eo war-raok an droukskouer yec’hedel hag implijet e vo hon enklask gant ur vaouez zacherezh evezh e-barzh he frosez.
Splann ! ‘zo ur gevredigezh lezenn 1901 bet krouet gant kazetennerien. A-drugarez d’ar pezh ‘vez roet ganeoc’h e c’hallomp kas a-benn enklaskoù dizalc’h, hep bruderezh, nag arc’hant embregerezhioù bras.
Tennañ ar pezh ‘vez roet eus an talioù. Ma ‘vez paeet talioù ganeoc’h e c’haller tennañ 66 % eus ar pezh ‘zo bet roet da Splann ! Da skouer, ma vez roet 100 € e ‘vo paeet 33 € hepken.
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge