Breizh : c’hwezh an amoniak er maez

Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù da zisevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannigoù-munud en aer… hag a lazh dekvedoù a viliadoù a dud bep bloaz. Ankenius eo evit yec’hed an dud, ha hent-all e weler sklaer dija pegen mantrus e c’hell bezañ evit an endro. Met n’eo ket evit-se emañ Breizh o toujañ eus sturiadoù Europa da geñver an amoniak : war washaat e c’hello mont saotradur an amoniak en aer d’ar bloavezhioù da zont er vro. Abalamour d’ar re a fell dezhe gounit arc’hant kousto pe gousto… Ha zoken ma vez aet a-enep al lezhenn gant lod a industriourien evit en-ober.

Lodenn 1 : E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz

Lodenn 2 – Industrielerien ha strollegezhioù o c’hoari da-vat evit an amoniak

Lodenn 3 – Temz hag amoniak masklet e Sant-Maloù

Breizh, ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs

Breizh eo ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs. Pep kelc’h a ziskouezh ar c’hementad dilaosket a zo bet disklêriet e 2019 gant an embregerezhioù labour-douar hag an uzinoù (ar re a zo renablet e sturiad IED). El labour-douar, n’eus nemet ar magerezhioù moc’h gant ouzhpenn 2000 loen, hag ar c’hludier gant ouzhpenn 40 000 a blasoù. Da lâret eo ‘zo un diouer a ditouroù memes tra, ne weler ket ar c’hementad a vez dilaosket en holl : an antantoù bihanoc’h hag ar re zindan 10 tonenn a amoniak ne vezont ket kemeret e kont amañ. Ha lod a uzinoù n’int ket evit doujañ diouzh ar reolennoù, o chom hep disklêriañ pep tra, e-giz ar pezh a lenner en hon enklask.

An embregerzh kimik Yara e Mouster al Loc’h n’emañ ket war ar gartenn ivez. Mann ebet, setu ar pezh a zo bet disklêriet ganti e 2019. Koulskoude eo 161,8 a donennoù hag a oa bet dilaosket ganti (keitad) bep bloaz etre 2003 ha 2018… da lâret eo kalz muioc’h eget pep kelc’h a zo war ar gartenn.
Gwelet e vez ivez ar pezh a vez dilaosket dre gumuniezh kumunioù, hervez ar renabl labour-douar. Eus an tems, an dourc’hanvouez hag an teil e teu an amoniak-se dreistholl. Mod-all, gant an titouroù Copernicus e vez diskouezhet ar c’hementad a amoniak en aer er prantad 15 a viz Meurzh-15 a viz Even 2020, pa oa bet tizet ur saotradur uhel a rannigoù-munud… e pad mare ar c’henfinañ.

Pellgargit ar skritelloù (pdf)

Pellgargañ levrig an enklask (pdf)

« Breizh. C’hwezh an Amoniak er-maez », an enklask kentañ embannet gant Splann !

Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù da zisevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannigoù-munud en aer… hag a lazh dekvedoù a viliadoù a dud bep bloaz. Ankenius eo evit yec’hed an dud, ha hent-all e weler sklaer dija pegen mantrus e c’hell bezañ evit an endro. Met n’eo ket evit-se emañ Breizh o toujañ eus sturiadoù Europa da geñver an amoniak : war washaat e c’hello mont saotradur an amoniak en aer d’ar bloavezhioù da zont er vro. Abalamour d’ar re a fell dezhe gounit arc’hant kousto pe gousto… Ha zoken ma vez aet a-enep al lezhenn gant lod a industriourien evit en-ober.

Gant ar gazetennerez Karoline Trouillet eo bet skrivet ar pennad kentañ hag an trede hini, gant ar c’hazetenner Yann-Malo Kerbrat skrivet an heil hini, gant Pierre Corbin ar gartenn, ha gant Tugdual Karluer an troiñ en divyezh evit ar pennadoù. Gant ar c’huzul embannet eo bet kaset ul labour heñchañ hag adlenn dibaoe ar penn-kentañ. Hag ur skoazell a-bouez ‘zo bet roet gant tud bet lakaet oc’h anvioù er c’huzul merañ, da gentañ tout evit ‘pezh a sell eus an traoù melestradurel.

Tout al labour a zo bet arc’hantet gant profoù an dud : 92 % gant hiniennoù, 8 % gant kevredigezhoù (Les Amis de la Terre, da gentañ, gant 3.000 €, ha BDZH gant 1.700€, ha reoù all). Da lâret eo ouzhpenn 71 000 euro betegen (d’an 14 a viz Even). A-drugarez da se e c’hellomp lañsañ enklaskoù all er vro.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Koumanantit d'hon c'heleier

Chomit kelaouet eus 'pezh 'ra Splann !.