Dastumet evidoc’h, miz Kerzu 2024 : Ouest-France war ar chadenn tele nevez François Pinault ?
Ar skipailh embann - 12/24/2024
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

👨🎓 Doare an FNSEA. Er pennad « Ifocap, la petite école du lobbyisme agricole » (Libération, da baeañ) displeget e vez gant Ivan Logvenoff penaos e vez stummet izili ar sindikad meur evit « merañ raktresoù, kehentiñ hag ober lobbying » er Skol stummadur pennoù bras ar beizanted (Ifocap e galleg). Setu perak eo ken barrek ar sindikad-se evit tabutal gant ar gouarnamant.
💧 Dour da evañ saotret. Gant Contexteeo bet embannet un danevell bet skrivet gant ensellerezhioù hollek ministrerezh al Labour-douar, ar Yec’hed hag an Treuzkemm ekologel. Sachet e vez evezh diwar-benn saotradur an dour da evañ gant pestisidoù hag o metabolitoù. Gant an danevell e vez kinniget « implijout kalz nebeutoc’h a broduioù kimiek, pe chom az a da implijout anezhe zoken, war lec’hioù kizidig ma ne vez ket tizhet palioù kalite an dour ». N’eo ket bet kemeret e kont an danevell-mañ gant Barnier. Marteze e kavo ur plas e burev François Bayrou ?
📰 Altruisme. Gant La Lettre e vez diskoachet eo aet en darempred ar strollad Ouest-France gant François Pinault (da baeañ), hag a zo perc’henn eus kelaouenn Le Point, evit ma vefe plantet arc’hant en OFTV, ar chadenn tele nevez. Er memes koulz eo bet kemennet gant pennoù bras ar gazetenn e vefe skarzet c’hwec’h embann paper en ur lakaat asambles broioù zo. Ne vo ket erlec’hiet un den war daou az aio war e leve. En e niverenn diwezhañ La Lettre à Lulu a skriv eo an dra -se ur skouerenn mat eus penaos « mont eus ur gapitalourez familh d’ur gapitalourez meret gant tud ar finañs ha barrek war an niverel »(da baeañ).
🏃 Kement ha kig moc’h hag ho pouez. Setu ar pezh a vo roet d’an dud a c’hounezo ar Pig & Run, ur redadeg aozet d’an 18 a viz Mae e gwazh an Intel (56). Er c’hehentiñ graet gant Komite rannvroel ar moc’h tro-dro d’an darvoud e vez gwelet dremmwelioù kartenn post. Un dra drol a-walc’h pa ouier ne vez ket laket ur pav er maez gant 95 % eus moc’h Breizh. Savet ez eus bet ur petision a-enep d’ar redadeg-mañ bet sinet gant tost 22.000 den.
🩺 Kaier ar c’hlemmoù. Gant strollad Initiative Urgence Armor Santé Yec’hed e vez dastumet testenioù eus tout ar pezh a zo fall gant sistem yec’hed Treger-Goelo hag e Kerne-Uhel. 500 testenioù a zo bet dastumet dija hag ur vanifestadeg evit souten ospital Gwengamp a vo d’an 1 a viz C’hwevrer 2025. Gant an ospital just a-walc’h eo bet goulennet d’ar justis nullañ ouzhpenn 50 diferadoù-kêr a c’houlenne gant ar Strad lakaat e plas « ur steuñv difrae evit servijo yec’hed ar vro ». Ar re ziwezhañ a oa bet graet e miz Du.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.