📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Atantoù desevel loened
Enan (22). C’hoant he deus an SCEA du Plessix brasaat e atant desevel moc’h eus 3.137 loen da 3.744 loen. An enklask foran a zo digor etre an 2 hag an 30 a viz Genver.
Bouajergaod (35). C’hoant he deus an SAS La Friche Margot lakaat div wech muioc’h a broduioù en e vetanizer bet savet e Le Bignon. Gall a rit reiñ hoc’h ali eus an 30 a viz Kerzu betek an 30 a viz Genver.
Gregam (56). C’hoant he deus an EARL Amoros kaout muioc’h a loened hag ur steuñv skuilhadur nevez evit e atant desevel yer el lec’h Bréguelo. Plas a vo evit 36.000 loen. An enklask foran a zo digor betek ar 17 a viz Genver.
Kêriekaat
Amanli (35). Ur raktres a zo gant an embregerezh Transports Bertin evit implijout savenn lec’haveiñ Amanli. Ar savadur a vo 9 667 m². Posubl eo deoc’h reiñ hoc’h ali eus an 20 a viz Kerzu betek an 20 a viz Genver 2025.
Roazhon (35). Ur raktres a zo gant Roazhon Meurgêr evit kaout muioc’h a zouaroù el lec’h Loges-Logettes, war gumun Chantepie, evit e steuñv aozañ ar vro « Porte du Bois de Soeuvres ». An enklask foran a zo digor betek an 20 a viz Kerzu.
Tourioù-avel
Plounevez-Moedeg (22). Raktreset eo gant embregerezh Yawa staliañ un unvez pourchas rodoù-avel evit al lec’h da gargañ buan-tre ar c’hirri-tan tredan. An enklask foran a zo digor e-tre ar 16 a viz Kerzu hag an 18 a viz Genver.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Dastumet evidoc'h, miz Kerzu 2024 : Ouest-France war ar chadenn tele nevez François Pinault ?
- Article suivant: [Enklask nevez] 4.000 hektar a zouaroù bet distrujet dindan dek vloaz : ar betoñs a zo o tebriñ an arvor e Breizh






