Stad melldroad Brest : gwelloc’h adnevesaat evit sevel unan nevez ?
Yann-Malo Kerbrat and Kristen Falc'hon - 12/24/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Ur savadur war 40 devezh-arat, 15.000 plas en tribunoù, 4.200 anezho evit an dud « VIP », stalioù a bep seurt… Ur raktres bras eo hini Arkea Park e Gwipavaz, bet lañset gant ar vreudeur Le Saint, pennoù bras un embregerezh agro-boued lec’hel, Denis, unan anezho, o vezañ prezidant ar c’hlub. Ar pal eo erlec’hiañ ar stad melldroad a-vremañ, Francis-Le-Blé, aet war goshaat, ha lec’hiet e kêr Vrest (29). D’an 21 a viz Du 2024 eo bet roet hec’h ali gant Aotrouniezh rannvroel an endro (MRAE) war ar raktres-se.
Hervez an MRAE ez eus meur a berzh mat gant an Arkea Park. Da skouer eo bet dibabet mat al lec’h, anvet Froutven, rak gant an tramgarr e c’heller mont di. A dra sur n’eo ket dreist e vefe savet war dachennoù labour-douar, kleuzioù ha spesadoù gouez gwarezet warno, met takadoù kenwerzh ha hentoù-bras a zo tro-dro d’an douaroù-se dija forzh penaos.
N’eo ket re fall kennebeut ar muzulioù kompezañ a vo lakaet e plas evit ober war-dro ar vevliesseurted, eme an MRAE. Daoust ma chom douetañs war ar fed e vije dour a-walc’h o silat betek ar gwernioù tro dro, hag e vije aes d’al loened gouez tremen da vont betek eno.
Koulskoude n’eo ket trawalc’h hervez Aotrouniezh an endro : « Dibabet eo bet mat al lec’h da geñver ar c’hêriekaat met, daoust ma z’eo bet klasket chom hep lakaat betoñs war re a zouaroù, n’eo ket poellek krouiñ ur savadur nevez ken bras pa c’hallfe bezañ adnevesaet ar stad melldroad a-vremañ », emezi.
Perzhioù fall all a zo gant ar raktres : « N’eo ket bet prederiet tamm ebet pe dost diwar-benn kudennoù an hin, an energiezh ha war ar fed vije pouezus gwareziñ an danvezioù naturel. » Ha setu an danevell o resisaat : « Ne vez kinniget studiadenn ebet diwar-benn ar c’hementad a energiezh ha danvez a vo lonket gant ar raktres, na war ar c’hementad a gazoù efed ti-gwer a vo dilaosket. »
Meur a arguzenn hag a adlaka ar mennozh da adnevesaat stad Francis-Le-Blé e « Brest-mem » war an daol.
Un tabut bet klevet er c’huzul-kêr, d’an 10 a viz Kerzu, pa oa poent asantiñ d’an disklêriadur a laz hollek. An darn vrasañ eus ar guzulierien a zo savet a-du gant ar raktres Arkea Park. Ar gomunourien a zo chomet neptu hag an ekologourien o deus votet a-enep rak n’eo ket a-du an daou strollad-se evit ma y’afe ur savadur publik da brevez. Gwelet vez ez eo un afer ekonomikel ha sokial ivez, en tu all da vezañ ur gudenn endro.
Dindan an anv « Sauvons Francis » zo bet savet ur strollad harperien a-enep d’ar raktres. C’hoant o deus e vefe adnevesaet ar stad Francis-Le-Blé evit ma chomfe « ar melldroad un dra poblek ha digor d’an holl ». Hervezo eo arabat disoñjal e oa bet goulennet ur studiadenn gant kêr Vrest ha n’eo ket bet embannet honnezh en un doare foran. Enni e c’haller lenn e vefe moaien adnevesaat stad Francis-Le Blé gant 50 pe 60 milion a euroioù.
Evit respont d’an arguzennoù-se ez eus bet kaset ur pennad d’ar gazetennerien d’an 17 a viz Kerzu gant a re a zoug ar raktres. Lâret e vez ganto eo ar rakres-se a laz hollek, hag intio lakaat war wel penaos eo aet war-raok ar c’hlub er bloavezhioù diwezhañ en ur vezañ arc’hantaouet « gant arc’hant prevez dreist-holl ».
Etre 25 ha 30 milion a euroioù arc’hant publik a vefe lakaet er stad nevez (yalc’hadoù bet prometet gant Rannvro Breizh, departamant Penn-ar-Bed ha Brest Meurgêr). E miz Even 2023 en doa lâret Denis Le Saint, prezidant ar Stade Brestois 29, e paouezfe e embregerezh da blantañ arc’hant er c’hluboù sport lec’hel ma ne vefe ket harpet gant ar strollegezhioù lec’hel. Ret eo gouzout emañ Gérard Le Saint, breur Denis, e penn ar Brest Bretagne Handball, ur strollad mell-zorn a-vicher evit ar merc’hed. Dilennidi ar re c’hlas o deus embannet « ne oa ket tu gouzañv seurt gwask ».
N’eo ket savet ar stad melldroad nevez c’hoazh eta, met takloù zo dija.