« Dizoloet hon eus e oa eus ur raktres brasaat un atant moc’h en ur lenn “Splann !” »
La Rédaction - 12/23/2024
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Bep miz, el lizher-kelaouiñ a vez kaset gant Splann !, e c’haller lenn ul listennad eus an holl raktresoù evit aozañ ar vro a zo o vezañ savet. Setu penaos eo bet titouret, 90 annezad eus bro an Aberioù anezho, e norzh Penn-ar-Bed : « Atantoù XXL. Plougerne (29). C’hoant en deus un atant sevel moc’h mont war greskiñ evit kaout 1.046 loen. An enklask foran a zo digor betek an 21 a viz Du. »
Goude bezañ bet lennet an titouroù-se en hol lizher-kelaouiñ o deus kroget an dud da zasparzhañ anezho. Ha setu ur stourm o tiwanañ, hag un emgav boutin aozet, a gont deomp un annezad. Ar raktres a zo kaset da benn gant Evel up, ur gevelouri kig moc’h bras e Penn-ar-Bed a zo bet meneget dija gant Splann ! en e enklask diwar-benn Landunvez. Setu krouet ar strollad « Non à l’extension de la porcherie de Plouguerneau ». Un emgav e vo gant ar maer e miz Genver.
A-wechoù eo dav deomp bezañ primoc’h, ha neuze hon eus krouet ur stumm pennad bet añvet « war evezh ». Un doare da gas da benn enklaskoù berroc’h.
Ha bep miz e tegemerit hol lizher-kelaouiñ e-lec’h ma vez kavet keleier fresk diwar-benn Breizh, traoù zo bet c’hoarvezet adalek m’eo bet embannet hon enklaskoù, hag ul listennad eus an enklaskoù foran ha raktresoù industriel a zo er vro.
🎤 Splann ! a ginnig deoc’h selaou ouzh hon enklaskoù. Ha n’eo ket echu ! Abadennoù nevez a zo o vezañ prientet o kenlabourat gant meur a radioioù. O labourat emaomp er mare-mañ gant Radio Parleur evit sevel ur c’houlzad nevez eus ar podkast « Goliath – petra a vez kuzhet gant an embregerezhioù bras ? » evit lakaat ar gaoz diwar-benn hon enklaskoù. Gant Radio Boa ha Radio Breizh e vez graet ur gronikenn bep miz en div yezh hag emañ reportajoù nevez o tont… Selaouit ouzh hon fodkastoù war ho arload a-gustum.
🎥 Plijout a ra deoc’h selaou ouzh Splann ! ? Sur a-walc’h e plijfe deoc’h sellet ouzimp ivez. Setu perak e vez klasket gant hon skipailh kenlabourat gant mediaoù nevez a ra videoioù. Ma n’ho peus ket gwellet anezhi c’hoazh e c’haller sellet ouzh ar video graet gant Blast diwar-benn hon enklask « Sant-Nazer, klañv gant e industriezhoù ». Teulfilmoù all a zo da zont !
📖 Klasket hon eus e miz Du evit ar wech kentañ gwerzhañ hol levrigoù enklask war baper dre internet. Hag ez eus bet kalzig a dud o prenañ anezho. Neuze hon eus c’hoant kenderc’hel da voullañ hon enklaskoù ha lakaat anezho er muiañ a lec’hioù posubl : el levraouegoù Breizh hag er standoù dalc’het ganeomp pa pedit ac’hanomp.
🎪 Klask a reomp respont d’an holl pedadennoù da festivalioù ha taolennoù-grenn. Mont en darempred ganeoc’h a zo pouezus-kaer evidomp. C’hoant hon eus mont d’ar muiañ a zarvoudoù posubl evit eskemm ganeoc’h.
💃 Rak niverusoc’h-niverusañ e vezoc’h o souten ac’hanomp, ha rak festet e vo pemp bloaz Splann ! ar bloaz da zont e plijfe deomp aozañ ur fest-noz bras !
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.