[Keleier « Splann ! »] Mod ar gouarnamant gall evit mont hebiou palioù europat war galite an dour
Ivan Logvenoff - 04/29/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Touellus ha diboell eo lojik gouarnamant Bro-Frañs : hervezañ, ma ‘z a kalite an dour war washaat ne dalv ket ez eus un dalc’h bras, prouiñ a ra kentoc’h n’eo ket mat ar merkerioù implijet ! Deuet eo a-benn Splann ! da gaout ul lizher bet kaset d’ar 25 a viz C’hwevrer 2025 d’an holl velestradurezhioù e-karg eus merañ an dour. Dre ar munud e vez displeget kondisionoù ur studiadenn war stad ekologel redoù-dour Bro-Frañs. Ur « studiadenn war-well » a vez graet eus an dra-se el lizher-mañ.
Sinet eo bet gant renerezh al liesseurted e ministrerezh an treuzkemm ekologel hag ennañ e vez resisaet e vo renet an traoù gant Ofis Frañs ar vevliesseurted (OFB). Labouret e vo diwar ditouroù lec’hel kaset gant ajañsoù an dour ha renerezhioù an endro hag an terkañ an departamantoù.
En teuliad-mañ eo skrivet splann gant ar ministrerezh « e seblant bezañ anat » ne vo tizhet ar pal kalite mat evit dour an holl sterioù « gant hini ebet eus Stadoù Unaniezh Europa, Bro-Frañs en o zouez » a-benn daou vloaz. 2027 eo ar bloavezh diwezhañ evit tizhout ar pal-se a gaver er sturiad-stern europat war an dour votet e 2000. Uhel eo ar bazenn, gwir eo, hervez ar bilañsoù diwezhañ a c’haller kavout. E 2021 ne oa nemet 43,8% eus redoù-dour Bro-Frañs hag a oa mat o stad a-fed kimiezh, biologiezh pe c’hoazh morfologiezh.
Dre ma n’eo ket aet war-raok stad kalite an dour er bloavezhioù diwezhañ e fell da Vro-Frañs « diarbenn breudoù dirak ar justis ». E-touez ar riskloù pennañ e c’hellfe ar Stad c’hall bezañ kastizet gant Komision Europa ha bezañ kaset dirak al lezioù-barn gant kevredigezhioù gwareziñ an endro abalamour ma ne dizh ket ar palioù lakaet e-plas.
Goulenn a ra ar ministrerezh digant ar melestradurezhioù kas titouroù evit « kelaouiñ […] war an araokadennoù graet da gentañ penn », eme Célia De Lavergne he deus sinet al lizher-mañ. Renerez al liesseurted e ministrerezh an treuzkemm ekologel ha bet kannadez Ensemble pour la République, strollad Emmanuel Macron, en departamant Drôme eo honnezh. Evit heñchañ ar studiadenn-mañ e vez displeget an traoù e meur a lodenn, o klask diskoulmoù er-maez eus lezennoù Europa da skouer. Nec’het eo an dud omp aet e darempred ganto gant an trede lodenn dreist-holl, dre ma vez kinniget enni « mont hebioù d’ar reolenn one out all out ». « Aesoc’h eo tennañ kuit ur pal peotramant cheñch ur merker evit diskouez disoc’hoù o vont war-wellaat. Koulskoude e talv muioc’h yec’hed ha surentez hor c’hengeodedourien eget an trokelloù-se », eme ar gannadez ekolojist Julie Ozenne, hegaset anezhi. Danevellerez ur gefridi war ar redoù-dour eo honnezh er mare-mañ evit ar Vodadeg Vroadel.
E-kreiz politikerezh Europa war an dour emañ ar reolenn « one out all out ». Diazezet eo bet gant sikour ar gumuniezh skiantel pa ‘z eo bet skrivet ar sturiad-stern. Evit dont a-benn da dizhout ar statud « mat ar stad ekologel » hervez ar sturiad-stern eo dav d’ar red-dour diskouez dielfennadurioù pozitivel evit pezh a sell ouzh ar fizik-kimiezh (feur a vaguzennoù, saotradur ebet, stumm ar ribloù) hag evit pezh a sell ouzh ar biologiezh ivez (bezañs a besked, plantoù ha divellkeineged-dour) war un dro. E pep lodenn eo dav d’ar merkerioù bezañ bet leuniet dre ar munud. Ma ‘z eus ur mank bennak war ur merker e vez diglaset kalite ar stêr-dour e « kalite etre » peotramant « fall ».
Ken strizh eo ar mod da notenniñ ma ne vo ket tizhet « stad vat ar redoù-dour » gant an darn vrasañ eus stadoù all Unaniezh Europa a-benn 2027 kenneubeut. Anzavet e vez an traoù gant Komision Europa dija rak da vare bilañs yec’hed ar sturiad-stern e oa bet skrivet e 2019 en teuliad labour : ma ‘z eo « mil pouezus ar reolenn ‘’one out all out’’ evit gwareziñ an ekosistemoù, e vez diaes diskouez araokadennoù ur red-dour pa zoujer dezhi ». A-du emañ Sergiy Moroz, e-karg eus politikerezhioù an dour hag ar vevliesseurted er gevredigezh Burev Europa evit an endro (EEB). « Dav eo deomp klask ur mod da ziskouez strivoù stadoù Unaniezh Europa rak talañ ouzh difioù bras-divent e rankont ober. N’emaomp ket a-enep ouzhpennañ merkerioù gant ma ne vint ket lakaet e-plas evit breskaat palioù rekiz ar sturiad-stern war an dour. »
Se zo kaoz, emezañ, ma c’heller bezañ prederiet gant ar studiadenn kaset gant ar ministrerezh e Bro-C’hall : da gentañ n’eo ket Bro-Frañs unan eus ar broioù hag a zo aet ar pellañ war-zu stad vat ar redoù-dour hag ouzhpenn, o welet he savboentoù diwezhañ war an afer-mañ, e c’heller bezañ nec’het evit pezh a sell ouzh he youl da vont war-raok e Brusel. « Gant Bro-C’hall oa bet lañset an traoù evit diazezañ ar sturiad-stern war an dour, padal ne vez na klevet na gwelet ken abaoe mizioù. Ar c’hontrol eo memes : lakaat a ra nerzh evit goulenn dirojañsoù war ar Green deal », eme Sergiy Moroz, ankeniet anezhañ. Aon gantañ ez afe Pariz da glub ar re hag a ra an nebeutañ posubl.
Er mare-mañ ez eus divizoù etre ar Gomision, Parlamant Europa ha Kuzul Europa evit adwelet ar sturiad-stern just a-walc’h, ha Bro-Frañs a c’hellfe pouezañ evit cheñch penn d’ar vazh. En tabutoù hag a zo bet er C’huzul eo bet lavaret dija gant an Izel-Vroioù, Bro-Beljia ha Bro-Alamagn emaint a-enep mirout ar reolenn « one out all out ». « Mil a-bouez eo ar reolenn-mañ er sturiad-stern. Gwarantet e vez ganti un hentenn gempoell, uhel hag hollek evit pezh a sell ouzh gwareziñ an dour e Unaniezh Europa. N’eo ket bet kinniget gant Parlamant Europa cheñch ar reolenn-mañ hag he difenn a reomp a-nerzh kalon er c’hendivizoù », eme Javier Lopez, kannad europat sokialour eus Bro-Spagn, daneveller war an destenn-mañ evit Strasbourg.
Kerkent ha 2019 eo bet diskuliet savboentoù an aozadurioù pennañ er jeu-se da vare bilañs yec’hed ar sturiad-stern. Da geñver ar c’huzuliadennoù kaset d’ar poent-se e laka war-wel Komision Europa e vez kendalc’het gant kevredigezhioù gwareziñ an endro da zifenn reolenn an « one out all out ». Eus an tu all e vez skrivet gant Brusel, « o deus dileuridi an industriezh hag al labour-douar ar memes nec’hamant, dre m’eo start, abalamour d’ar reolenn-se, hervezo, diskouez an araokadennoù lakaet e-plas ».
Eus tu an industriezh eo an embregerezhioù mengleuziañ a vez ar startañ a-enep d’ar reolenn one out all out. Eus tu al labour-douar e vez displeget en un notenn kaset da Vrusel gant al lobi Irrigants d’Europe, ar FNSEA o vezañ e-touez e izili, eo « digalonekus » ar prinsip-se. Kinniget e vez gant al labourerien-douar ur mod « souploc’h da briziañ an traoù, anavezet ha garedonet gantañ an araokadennoù graet tamm-ha-tamm ». Da lavaret eo, ur mod heñvel ouzh an hini kinniget el lizher kaset gant ar ministrerezh d’e velestradurezhioù e-karg eus an dour.
War labourerien-douar Europa emañ lagad an holl o parañ abalamour da dermen ar sturiad-stern o tostaat hag en gouzout a reont mat. Hervez ar Gomision emañ o mod da labourat e penn kudennoù ar redoù-dour e Bro-Frañs. D’ar 4 a viz C’hwevrer 2025, da lâret eo teir sizhun a-raok lizher ar ministrerezh gall, ez eus bet kaset erbedoù da c’houarnamant Bro-Frañs gant Brusel war ar mod da lakaat e-plas ar sturiad-stern. E lizher Unvaniezh Europa e vez « diskleriet al labour-douar evel unan eus ar gwaskoù pennañ war galite an dour e diazadoù Bro C’hall, dreist-holl abalamour d’ar saotradurioù war-strew, gant ar pestisidoù da gentañ-toud, gant an azot hag ar fosfor da c’houde. » E-touez ar skouerioù meneget : ar bezhin glas e Breizh. Padal ne vez graet anv eus ar saotradurioù liammet gant al labour-douar gwech ebet e lizher ar ministrerezh.
Anzav a ra ar skiantourien hag ar c’hevredigezhioù aterset gant Splann ! ez eo uhel ar palioù lakaet gant Europa met a-du emaint war an evezhioù graet gant ar Gomision : mallus eo digreskiñ da vat gwaskoù al labour-douar war ar redoù-dour e Bro-Frañs. « Micher Ofis Frañs ar vevliesseurted (OFB) n’eo ket trafikañ an disoc’hoù evit ma vefe mat stad ar redoù-dour. Ezhomm hon eus da labourat war ar gwask lakaet e pep diazad-dour kentoc’h eget cheñch ar sitom », a gadarn un den eus an OFB hag a labour e-barzh un departamant ma vez stank al labour-douar ennañ. « Aze emañ an dalc’h : ne vez ket soursiet ouzh kalite an dour en ur mod hollek eus an eien d’ar mor, dre skuilhañ nebeutoc’h a azot ha digreskiñ ar pestisidoù da vat », eme ur skiantour eus an OFB.
E lizher ar ministrerezh diskuliet ganeomp e vez displeget gant Célia De Lavergne d’an dud a gustum labourat war-dro kalite an dour e c’hello an disoc’hoù pozitivel diskouezet er studiadenn goulennet ganti mirout ouzh bro C’hall da vezañ kastizet, met ivez « sikour da zerc’hel d’an nebeutañ ar memes live a yalc’hadoù roet deomp evit politikerezh an dour an deiz a hiriv ». Ur gwask ouzhpenn lakaet war Ajañsoù an Dour hag an OFB, lakaet diaes er mare-mañ pa vez lakaet ar biz dezho gant an holl re a nac’h ar reolennoù. Koulskoude e c’hellfe bezañ bet lañset ar studiadenn-mañ abalamour da abegoù all : klotañ a ra gant an divizoù bet kemeret gant gouarnamant Gabriel Attal e 2024. « Memestra zo c’hoarvezet gant ar pestisidoù : divizet eo bet gant ar gouarnamant kemer ur merker izeloc’h e bal evit masklañ c’hwitadennoù ar politikerezhioù digreskiñ war ar produioù fito hag ar raktresoù Ecophyto », a zispleg ar gannadez Julie Ozenne.
Abaoe Miz Mae 2024 eo bet cheñchet merker pennañ ar raktres Ecophyto, bet krouet gant ar pal digreskiñ implij ar produioù pistrius, evit lakaat ur merker aesoc’h da dizhout, a-enep da savboentoù ar skiantourien kement ha da reoù ar c’hevredigezhioù. Gant ar merker a oa betek-hen, an Nodu, e veze diskouezet e oa ingal implij ar produioù etre 2010 ha 2020, padal e weler un digresk a 30 % gant ar merker nevez, kalket anezhañ war sturiadurioù Europa (anvet HRI). Lakaat a ra hennezh strivoù al labourerien-douar war-wel, met en ur guzhat an diaesterioù a daler outo dalc’hmat pa feller cheñch ar patrom labour-douar, ar vevliesseurt o vont da get hag ar redoù-dour o vont war washaat. « Diskoulmoù a zo, dav eo bezañ kalonek a-walc’h ha lakaat anezho e-pleustr : adheñchañ kerkent ha bremañ ar politikerezhioù hag an arc’hant publik a gustum distrujañ hor redoù-dour ha kregiñ da vat da reneveziñ hor sterioù penn da benn », a zifenn Julie Ozenne.