Gopridi en arvar e labouradegoù erru re gozh ti Yara ha Total

05/16/2024
Samy Archimède
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 15 mn lenn
Beradurioù, tredan sachet, dale gant ar c’hempenn : nag a reuz e labouradeg temz industriel Yara hag e purerezh TotalEnergies, div lec’hienn dindan sturiad Seveso a gaver e-tal Sant-Nazer. Un endro gwall arvarus evit kantadoù a vicherourien a c’hell bezañ lakaet war var d’an amoniak, d’an nitrat amoniom, d’ar benzen ha d’an hidrokarbidennoù aromatek lies-kelc’hiek.

Marvet ez eus un den war e lec’h labour d’ar Meurzh 24 a viz Here 2023 goude merenn, war lec’hienn ar saver temz industriel Yara, e Mouster-al-Loc’h (44), nepell eus Sant-Nazer. Divuhez eo bet kavet gant e geneiled, el «lec’h buhez », un dachenn miret evit implijidi an embregerezhioù eil-kevratour. M. Zeidouni, hanter-kant vloaz, a oa o labourat a-frapadoù evel chafodour evit Siemo, pourchaser Yara. Tapet fall e vefe bet e-doug ar mintinvezh labour, en em lakaet da zislonkañ. Ha liammet e vefe e varv gant an doareoù ma oa lakaet da labourat ? Hag analet en defe aezhennoù pistrius ?

E 2022, E Ambès (er Jirond), war ul lec’hienn produiñ all er Frañs eus an embregerezh Yara, e oa bet pistriet pevarzk implijad, gwall-glañv daou anezho, goude bezañ analet aezhennoù amoniak da heul ur beradur. Ha gant an hevelep gaz e vefe bet tapet fall M. Zeidouni p’eo marvet war lec’hienn Moustouer-al-Loc’h ? « Tamm ebet », a respont da Splann ! bez prokulorez lez-varn justis Sant-Nazer d’ar 26 a viz Genver diwezhañ. « Gant pezh a ouzomp e vezer lakaet da soñjal eo degouezhet e varv gant un abeg naturel, dre ma oa erru fall yec’hed ar reuziad un tamm mat en a-raok, pezh zo bet diskoachet gant ar skej-korf, ha netra na c’hell lakaat da soñjal e vefe bet e-liamm gant ar fed analiñ danvezioù kimiek. »


Douetus e chom Thierry Noguet, maer Mouster-al-Loc’h, gant seurt klozadurioù. En em gannañ a ra abaoe pevar bloaz ouzh al labouradeg erru kozh-mat, ha deuet da vezañ un dañjer evit an implijidi koulz hag evit annezidi ar c’harter. An embregerezh Yara zo hini kentañ ar bed evit ar werzh temz-ludu sintetek, implijout a ra kementadoù bras e broduioù dañjerus, pistrius zoken : amoniak, azot, fosfor, kaliom, trenkenn sulfurek. Met ivez nitrat amoniom, a oa bet pennkaoz tarzhadennoù labouradeg AZF e Tolosa (2001) hag hini porzh Bayrut (2020). Ur « process » a ro lec’h da riskloù evit an implijidi, pa vez diskarget uloc’h amonitrat. Hervez Aozadur etrevroadel al labour, an uloc’h-se a c’hell bezañ pennkaoz da danijenn spontus an daoulagad, ar c’hroc’hen ha d’ar reizhiad analiñ, ha kas d’ar red-korf, dislonkadennoù hag « efedoù grevus war ar gwad ». [Lennit hon enklask war saotradur an aer gant an amoniak].

« Amañ ez eo arvarus pep hini eus hon micherioù »

En un atalier anvet «NPK» e vez fardet temz kemplezh. Tieri* en deus bet labouret war al lec’h-se etre 2001 ha 2019, pa oa prestatour chafodour. Anavezout a ra mat an atalier-se, ha poanius eo evitañ kas ar mare-se d’e soñj en-dro. « Tremenet ‘meus sizhunvezhioù ha mizioù du-se, ne oa ket gwashañ lec’h da labourat ! Spontus e oa kement a uloc’h a veze bepred, ha tamm gwenterezh ebet biskoazh. Ur gwiskad uloc’h goueledennet e pep lec’h, un tamm evel an erc’h, hag a droe da fank abalamour ma tivere an dour el lestr. Gwashañ lec’h biskoazh ! Den ne lakae ur maskl, na gwech ebet n’on bet rediet lakaat unan.»

Estreget en atalier NPK e vez lakaet yec’hed ar vicherourien en arvar war lec’hienn Yara. « Amañ ez eo arvarus pep hini eus hor micherioù, en un uzin Seveso live uhel eo » evel ma tegas da soñj Philippe Nicolas, dileuriad CGT ha sekretour ar bodad yec’hed, surentez ha doareoù labourat (CSSCT) al lec’hienn . « Pal ar jeu a zo mestroniañ anezho ar gwellañ ma c’heller». Penaos ‘ta ? A-drugarez da « sistemoù diboultrennañ, d’ar maskloù FFP3 a warez diouzh partikulennoù moan, pe gant tokarnioù klok aer gwentet silet enno a gaver en atalieroù lec’h ma c’heller kavout uloc’h. Kalz a draoù a c’heller lâret diwar-benn Yara, eme Philippe Nicolas da echuiñ, met a-bouez-bras eo amañ ar surentez ».


N’eo ket tre ar santimant en deus bet Tieri pa veze o labourat en atalieroù NPK, ha meur a wech e oa bet eno betek 2019. Rebechiñ a ra d’an embregerezh bezañ chomet hep staliañ « ez-tennerioù aer », ha da vezañ chomet gant kemennadennoù dizarbenn a seurt-se : « ret eo gwiskañ ur maskl » skritellet ouzh dor ar savadur. Piv da grediñ eta, dileuriad ar sindikad pe an hini a oa micherour prestatour ?

Delphine Guey, e penn ar c’hehentiñ e ti Yara Frañs, a embann diouzh he zu « e vez aveet implijidi Yara Frañs en ur zoujañ ouzh ar reolennadur, hag eus an holl normoù surentez lakaet da redi gant ar vicher ». Evelti ma kadarna Philippe Nicolas : « kizidik-tre omp war zanvez ar c’hleñvedoù micherel, ha gwech ebet n’eo bet diskoachet hini ebet ganeomp en uzin ar Voustoer », ha pa vefe e-touez ar vicherourien war o leve, emezañ c’hoazh. War ul linenn dreut e vale sindikad pennañ Yara, pa glask war an dro difenn ar vicherourien hag un ostilh labour erruet un tamm mat re gozh.

Ul labouradeg dindan wask mur a c’hourc’hemenn

D’an 30 a viz Here 2023 e oa bet embannet gant Yara Frañs e oa difredet diouzh o labour 139 implijad diwar an 171 outo, hag e oa lakaet termen d’ar produiñ temz war al lec’h-se e rumm «Seveso live uhel», da lâret eo unan a zo riskloù bras gwallzarvoudoù pennañ en e-ser. Pezh zo, ne oa ket bet kaset ar c’heloù e oa marvet un implijad 6 devezh a-raok. Gant ar steuñv difredañ-se e oa disoc’h gant hanter-kant vloaz eus istor un industriezh.

Kozh-mat e oa erru al labouradeg bet digoret e 1972, hag adprenet e 2004 gant Yara. Sklaer ha splann eo Philippe Nicolas pa ziskuilh an dibaboù bet graet gant ar renerezh he doa « paouezet da bostañ arc’hant un nebeut bloavezhioù zo dija » evit modernaat o staliadurioù, pezh en deus lakaet anezho da gaout en tu all da 700 000 euro a gastizoù dindan daou vloaz, abalamour da redioù ar Prefeti ha ne oant ket bet heuliet. Ha dibabet e vefe bet gant an embregerezh norvegian etrevroadel laosker an traoù da «vreinañ», kuit da zispign ar 35 da 45 milion a euroioù ret, hervez istimadur ar Prefeti nevez zo, evit lakaat an embregerezh diouzh ar reolennoù en-dro ?

Abaoe ur pemzek vloaz zo bennak emañ servijoù ar Stad o rediañ uzin Yara ar Voustoer da zoujañ diouzh ar reoliadurioù a-fed surentez hag endro. Re a bartikulennoù munut distaolet en aer, distaolioù azot ha fosfor er stêr Liger aet en-tu all d’ar pezh zo aotreet, doareoù berniañ an temz hag an amoniak er-maez lezenn… En 2023 e oa lec’hienn produiñ Yara e-touez ar pemp lec’h industriel bet lakaet dindan evezh kreñvaet gant ministrerezh an treuzkemm ekologel. Ur stignad bet staliet nevez zo hag a dalvez da « wellaat dizarbenn ar gwallzarvoudoù industriel ha kreñvaat gwarez ar boblañs ».

Thierry Noguet a zo maer Mouster-al-Loc'h. Taget eo bet gant gourdrouzoù meur a wech evit bezañ sachet evezh diwar-benn saotradurioù Yara.

Abaoe miz Du diwezhañ ne vez ket produet a demz ken gant al labouradeg met n’eo ket evit-se n’eus ket a riskl ken. « Chom a ra un tamm mat a evezhiañ d’ober dre m’emañ c’hoazh stokoù danvezioù e-leizh : amoniak, nitrat amoniom tomm, beolioù trenkenn, ha kement zo », a zispleg Philippe Nicolas. « Ret eo mirout ur skipailh emellerezh kenkaz e vefe un tan-gwall pe ur riskl teknologel bennak, hag ur skipailh kempenn ». Ha n’heller ket tremen hep bezañs tud war al lec’h, evel m’eo bet gwelet da geñver an troc’h tredan hollek bet c’hoarvezet d’an 29 a viz Meurzh. Div eurvezh zo bet ezhomm a-raok ma vefe bet gellet loc’hañ ar c’haner tredan, hag alese e oa an amoniak dindan wask, gant ur riskl a darzhadenn.

38 devezh goude ma vefe bet rediet gant ar Prefeti da blediñ gant kudennoù tredan an uzin just a-walc’h, e oa bet kemenn reuziad el labouradeg. Ha sirius a-walc’h e oa bet kavet gant ar prefed evit ma vefe galvet rener Yara Frañs da zont da vodad heuliañ al lec’hienn (CCS) evit un emvod dreistordinal, asambles gant rener Yara Europa ar Su, dileuridi ar sindikadoù, dilennidi ar vro ha kevredigezhioù annezidi ar c’harter. E 2018 e oa bet ar prefeti o rediañ Yara da gemer e karg surentez an implijidi c’hoazh, « ha pa vez distaolet danvezioù pistrius peurgetket ».

D’an 7 a viz Mae 2024 eo bet embannet gant ar gouarnamant un diell (a oa echu abaoe miz Even 2023) a lak war wel ar riskloù zo pa vez stoket amonitrat. Hervez an dokumant e rankfe bezañ difennet implijout amonitrat dozadur uhel e Frañs. Daou embregerezh a vefe taget dre vras e Breizh : Yara e Mouster-al-Loc’h hag an Timac Agro e Sant-Maloù. Kaoz e oa eus outi en hon enklask kentañ.

Evit pezh a sell ouzh ar redioù-se digant ar prefeti, diwar-benn al labouradeg o serriñ, diwar-benn ar saotradurioù o doa roet tro da Yara bezañ kastizet, ar renerien n’o deus ket asantet da gas deomp respontoù ouzh hor goulennoù.

« Yara, gwashoc’h n’eus ket »

7.000 tonenn amoniak a zo berniet war lec’hienn ar Voustoer hiriv an deiz. Peadra da vezañ ankeniet pa vezer o tremen bemdez dirak ar beolioù-se. Prefeti al Liger-Atlantel he deus lakaet ar gaoz war-eeun war ar gudenn-se koulskoude en e ziferad deiziet eus an 20 a viz Genver : « n’eo ket dereat mirout war al lec’hienn, hag evit keit-all, ur c’hementad a zanvezioù a c’hell kas da zañjerioù ken grevus kenkaz ma vefe ur gwastadur pe ur gwallzarvoud bennak ».

Hiviziken ec’h embann renerezh Yara Frañs e fell dezho digreskiñ kementad al labour war al lec’hienn ha treiñ al labouradeg da « termenva enporzhiañ hag unvez meskañ hag intrañ temz diwar c’houlenn ». Ha diframmet ha disaotret e vo neuze unvezioù produiñ al labouradeg evit ma vefe kaset da benn an treuzfurmadur-se ? Ma teufe da wir, Laorañs*, un tredaner eil-kevratour a ra labourioù disac’hañ evit meur a embregerezh, Yara en o zouez, a vefe en gortoz distreiñ di. Dreist-holl abaoe m’eo bet trec’h d’ar c’hrign-bev ar skevent a-drugarez d’un oberatadenn warlene. « Yara, gwashoc’h n’eus ket », emezañ taer e vouezh.

Laorañs, hanter-kant vloaz, zo eil-kevratour evit purerezh TotalEnergies dreist-holl, trede embregerezh ar vro evit pezh a sell barregezh puraat tireoul. Ul lec’hienn rumm Seveso live uhel, evel m’emañ al labouradeg Yara. En em ledañ a ra war 700 devezh arat (350 ha), war gumun Donez (e-tal ar Voustoer), lec’h ma oa bet staliet ar re gentañ eus ar mirlec’hioù tireoul en tu all da gant vloaz zo. « Pa sellan outi e seblant din ez eo gant an tuellennoù ez eo dalc’het ar mogerioù betoñs en o sav. E plasoù zo ez eo ken kozh ma weler houarnaj-frammañ ar betoñs dindan an amzer. Ne ro ket fiziañs da welet», emezañ en ur varnadenn.

Purerezh Total, un embregerezh war goshaat hag a lak ar vicherourien en arvar

Pa oa deuet Renerezh rannvroel an endro, an aveadur hag al lojeiz (Dreal) war al lec’hienn, d’an 13 a viz Here warlene, e oa bet merzhet ganto an dale a oa gant TotalEnergies war programm an enselladennoù hervez reolenn : 58% eus an tuellennoù a rankfe bezañ bet lakaet diouzh ar reolennoù a-raok an 31 a viz Kerzu 2022, met bloaz war-lerc’h ne oant ket. Gwir eo ez eus en tu all da 32 000 km a gorzennoù en holl war al lec’hienn… Diskoachet eo bet ivez gant servijoù ar Stad e oa « koshaet pontoù an tuellennoù, pezh a c’hell kas d’an danvezioù saotrus da ziverañ». Ouzhpenn da-se ez eo dek beol a zo bet « dalc’het e stad da vezañ implijet » hep na vefent bet ensellet a-raok, hervez danevell Dreal Broioù al Liger.


Dilerc’hioù zo bet da heul an dale bet tapet gant an embregerezh evit pezh a sell an obererezhioù kempenn : kresk niver an darvoudoù teknikel a c’hellfe lakaat en arvar implijidi zo. D’ar 21 a viz Kerzu 2022 ez eus bet galvet trumm ur skipailh eus Clemessy, merk Eiffage Energie Systèmes hag eil-kevratour TotalEnergies evit klask stankañ deveradennoù diwar ur veol 30 000 m3 hidrokarbidennoù enni. Mont a ra kuit an aezhennoù pistrius diwar an trelosk abalamour ma oa aet da fall ur «veskerez dre viñs» bet staliet war an tu fall da geñver ur beurfichadenn. Ar gudenn zo, hervez David Arnould, dileuriad sindikad CGT ar burerezh : n’eus ket a aveadurioù gwareziñ dereat gant an implijidi zo war al lec’h. « Erruet int gant maskloù gwenterezh harpet (gant kartouchennoù). Pezh zo, gant ar feur benzen ha COV a oa war an dachenn ez int bet peurleugnet buan-tre, ha lakaet eo bet ar vicherourien war var d’ur feur benzen uhel», pa ouzer ez eo un danvez lakaet e rumm krankeiat da vat gant ar CIRC.

Fellout a rae da Splann ! kaout keloù digant ar vicherourien bet lakaet war var eus an danvezioù pistrius, padal eo bet dibosupl kavout roud ebet outo, ha se abalamour ma c’hell a implijidi bezañ kaset war gefridi all e-barzh embregerezhioù all goude ma vefent bet tapet en un darvoud pe ur gwallzarvoud bennak. « N’heller ket gouzout da beseurt kementad a zanvez pistrius int bet lakaet war var, rak re ziwezhat int bet kelaouet eus an heulierezh biometrologiezh a o vefe bet ret staliañ», eme gant keuz Adrien Vaugrenard, dileuriad CFDT al lec’hienn ha daneveller ar bodad yec’hed ha doareoù labour (CSSCT). «Ha m’emaint skoet klañv warc’hoazh ne c’hellint ket diskleriañ ur c’hleñved micherel abalamour ma ne vo prouenn ebet ez int bet war var eus danvezioù pistrius zo. Mantrus eo !» An hevelep tregas zo gant David Arnould, paotr ar CGT.

Un diouer spontus a bostadurioù evit ar c’hempenn

Niverusoc’h-niverusañ an deveradurioù war an tuellennoù a zeu rak-eeun diouzh « an diouer a bostadur arc’hant en ostilhoù labour», hervez preder Adrien Vaugrenard. « Daoust ma klasker adtapout an dale er mare-mañ, gant 10 milion a euroioù postet bep bloaz evit kempenn ha kontroliñ an tuellennoù ha korzennoù treuzdougen, emaer o paeañ an diouer a bostadurioù en ugent vloaz diwezhañ ». Ur rebech all a ra an dileuriad sindikad da renerezh an embregerezh eo bezañ bet tennet daou bost-labour diwar 650 etre 2020 ha 2023 :« breskoc’h eo aozadur al labour abaoe m’eo bet adframmet evel-se, ha dreist-holl evit pezh a sell derc’hel al lec’h a-ratre ». E-keit ma poagn TotalEnergies da beurbaeañ an arc’hant ret evit derc’hel ar burerezh kozh e stad vat, eo loc’het diouzh un tu all gant ur chanter divent all : sevel un unvez disulfurañ a c’hellfe sañset produiñ trelosk a gasfe en aer 10% nebeutoc’h a zioksidenn sulfur eget ar re a vez bremañ.

Met hervez ar sindikalour ne ya ket en-dro ar chanter dindan doareoù surentez dereat evit an 300 da 400 micherour eil-kevratour (hag estrañjourien e-leizh en o zouez) a labour eno. « Meur a wallzarvoud grevus zo bet renablet abaoe penn-kentañ al labourioù, en o zouez 4 a c’hellfe bezañ bet spontus», a zispleg Adrien Vaugrenard. «Nec’het omp ivez evit al labourerien ha n’int ket gwarezet a-walc’h e-doug ar souderezh, pa vezont lakaet war var d’ar c’hrom 6 », ur c’hompozad e rumm kankreiat da vat [Lennit hor pennad Koust Denel al listri dudi e Sant-Nazer].


Dibosupl eo labourat en ur burerezh hep analiñ danvezioù kankreiat, mutagenek pe pistrius evit ar gouennañ (CMR) : kompozadoù organek aezhidik (benzen, trikloroetilen, stiren, , toluen, etilbenzen…), hidrokarbidennoù aromatek lies-kelc’hiek (krizen, piren, naftalen… ), ha kement zo. Dre ziv wech omp aet e darempred gant TotalEnergies evit gouzout penaos e oa gwarezet an implijidi diouzh an danvezioù pistrius-se, met daoust da-se n’eus ket fellet da rener ar c’hehentiñ war savenn Donez respont ouzh hini ebet eus ar goulennoù savet er pennad-mañ.

Ret eo d’an holl lec’hiennoù petro-kimiek er Frañs doujañ diouzh an talvoudoù bevenn rediañ an ardizh war ar vicher (VLEP), evit pezh a sell ar benzen peurgetket. Met evit David Arnould, a zo ivez kasour ar c’henstroll yec’hed-labour e kevread broadel CGT an industriezhioù kimiek, un touell eo ar VLEP-se rak n’int ket diazezet war redioù medisinerezh. Displegañ a ra c’hoazh : «Dont a  ra an talvoudoù-se diwar un treuzvarc’had sokial ». Ur skouer: d’ar 5 a viz Ebrel diwezhañ eo lakaet da dalvezout ur VLEP nevez strishoc’h evit pezh a sell ar benzen. Padal e chom dek gwech uheloc’h eget pezh a zo erbedet gant Bodad european ar priziañ riskloù. Hag ouzhpenn-se ez eus bet roet daou vloaz d’an industriezhioù evit plegañ diouzh ar reolenn, eme c’hoazh ar sindikalour.

E-kreiz an daolenn skrijus a-walc’h, ul lutig a spi o tiwanañ abaoe daou vloaz pe dri : ar CGT o tostaat ouzh kevredigezhioù annezidi ar c’harter. Rak an hevelep stourm eo an hini evit yec’hed an implijidi pe evit annezidi Donez, neketa ? « Bewech ma c’hellomp dougen an hevelep goulennoù e vo graet, anat eo. Ret eo chom war evezh ouzh kudennoù yec’hed ha surentez annezidi ar c’harter evel ouzh hini ar vicherourien », eme c’hoazh David Arnould en ur venegiñ komzoù unan eus e gamaladed kozh er CGT, Marcel Croquefer, evit reiñ ton d’e gomzoù : « Ni eo ar vicherourien a vez levierien yec’hed ha surentez annezidi ar c’harter ».

*Kemmet eo bet an anv-bihan diwar c’houlenn an den evit ma vefe miret dizanv.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →