Temz hag amoniak masklet e Sant-Maloù

06/13/2021
Caroline Trouillet
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 16 mn lenn

Iskevredad eo an Timac eus ar stroll roullier, ur pezh embregerezh gwerzhañ temz. Didrouz eo bet diorreet e labour aozañ temz diwar azot e Sant-Maloù. Pemzek vloavezh ur produiñ risklus-kaer, hep bezañ gwelet. N’eo diwallet nemet abaoe 2017, goude bezañ dilesket ur gaz saotrus, an amoniak, betek pemzek gwezh muioc’h evit an norm aotreet. Sed amañ ur sell war un hir a vankadenn a-berzh ar galloudoù foran.

  • E-pad 15 vloaz da neubeutañ e bet kuzhet an tems nitrogenek produet gant an Timac.
  • Dilaosket eo bet muioc’h a amoniak gant an Timac eget ar pep brashañ a zo aotret gant al lezhenn, gwechoù ‘zo etre 2017 ha 2020.
  • Ankeniet eo kevredigezhoù ha medisined lec’hel ‘zo abalamour da saotradur an amoniak.

E-kreiz porzh kenwerzh Sant-Maloù emañ an uzin Timac abaoe tri-ugent vloaz. A-hed 500 m ha 250 m led zo hangarioù o fenestroù faos, siloioù ha siminalioù warne. Ha liv zo roet d’ar skeudenn industriel-mañ gant mogedasennoù tev ha teñval o vont da-gaout ar c’houmoul, ha miliadoù a seier temz, glas ha gwenn. Pemp kant metrad pelloc’h a-denn-askell emañ ar mogerennoù hag an aod (diell 1 kartenn ar porzh). Kentañ lec’h touristel e Breizh eo Sant-Maloù, e-lec’h e vez ur milion a dud o tont bep bloaz. hag dre lec’h e tremen 416 210 tonenn a demz ha produioù kimiek ivez (diell 2 bilañs obererezhioù ar porzh). Ha gwir emañ an hanter eus al labour kenwerzh war ar porzh gant un aozer temz, roullier, dre uzinoù e iskevredad Timac.

210616 - Splann ! Plan des sites Timac Agro à Saint-Malo
Cliquez sur la carte pour l'agrandir

Abaoe ma oa bet savet e 1959 gant Daniel roullier eo kresket ar stroll hag an Timac en ur frikañ merl, bezhin kouralus a vez graet gante evit temziñ douar-labour trenk. Un tri-ugent vloaz diwezhatoc’h e vez gwerzhet 4,6 milion a donennoù temz dre ar bed gant an implijer kentañ e Sant-Maloù. ha tost da 340 000 anezhe aozet e Sant-Maloù en div uzin war ar porzh, unan all war un dachenn industriel. Koulskoude eo reolennet an uzin war ar porzh, tost da vezañ klaset Seveso, abaoe 2006 evit frikañ danvez maenel, met n’eo ket evit fardañ temz diwar azot… ac’h a d’ober 45 % eus ar produiñ. Dre se n’eus ket bet diwallet ouzh saotradur an aer e Sant-Maloù gant an amoniak e-pad 15 vloaz.

Mont a ra an Timac pell en tu all d’al liveoù aotreet evit a sell ar saotrañ gant amoniak

« Bremañ n’oc’h ket evit en em rentañ kont, met pa vezer kustum e vez santet raktal, ur c’hwezh patatez brein. Diwar se e vez heget an nen, en e c’hlaourgennoù, e c’hoûg, e fri, e zaoulagad, evel bezañ allergek », eme ur plac’h eus ar vro, Pascale Nowicki, en ur fronañ an aer adalek ul leurenn en ti-gar, e-tal kichen ar porzh kenwerzh. Tost d’an dachenn industriel e-lec’h m’emañ o chom e tegas Caroline Ruffaut ouzhpenn : « Kement a c’hwezh a vez ken na vez ket tu da vont el liorzh a-wezhioù. Goloet e vez hor c’hirri-tan, ar gwer, gant ur wiskad saotradur. » N’emaint ket o-unan o vezañ ankeniet evel-se. Galvet eo bet an Timac dirak ar barner e Mae 2020 gant daouzek den hag ar gevredigezh sitoaianed Osons ! evit “trubuihoù direizh en amezegezh”. Daou vizvezh diwezhatoc’h e oa lez-varn Sant-Maloù o tigeriñ ur prizacherezh da-gaout obererezh an embregerezh. A-benn miz Du 2021 eo gortozet an danevell.

Da-heul torradennoù lezenn stank gant an embregerezh emañ an diviz. Etre 2017 ha 2020 zo aet amoniak e-maez e siminaloù pell en tu all d’al live aotreet, lakaet da 50 mg/m³ dre arete gant ar ministr. Hervez un danevell (diell 3) gant renerezh rannvro an en-dro, ar c’hempenn, hag al lojiri ( Dreal) embannet d’an 28 a viz Genver 2020 e oa bet tapet barroù saotrañ e 2019, gant c’hwezek devezh e-maez lezenn e miz Here ha pevar devezh warn-ugent e miz Du. d’ar 26, 30, 30 a viz Here, ha d’ar c’hentañ hag eil a viz Du e oa bet tapet daouzek gwezh an norm lakaet.

Hogen en danevell-mañ end-eeun e vez desket penaos « e-kerzh un emvod d’an 11 a viz Kerzu 2019 en devoa embannet ar c’horvoer e oa emskiant eus ar riskl bras a zilaoskadennoù aezhennoù diwar ar produioù savet gantañ. Dre ma oa unan eus produioù pennañ ar stal en deus dalc’het gant ar produiñ memes tra ».

Pemzek vloavezh a broduiñ azot hep disklêriañ

An temz azotek, diwar sulfat amoniakek, eo ar produ pennañ-mañ. A-hed daou-ugent vloaz eo kresket ar goulenn anezhañ e Frañs eus un drederenn. « Ma ne vije ket staget Roullier da labourat gant an azot er bloavezhioù 2000 ne vije ket eus an uzin e Sant-Maloù ken, zo displeget gant unan eus pennoù bras an Timac. Met n’eo ket bet meret mat ar mod aozañ. »

« Si dans les années 2000, Roullier ne s’était pas mis à l’azote, il n’y aurait plus d’usines à Saint-Malo, explique un ancien cadre de la Timac. Mais il y a eu une mauvaise gestion des procédés de fabrication. » - Photo Jean- Philippe Corre - Splann !
« Si dans les années 2000, Roullier ne s’était pas mis à l’azote, il n’y aurait plus d’usines à Saint-Malo, explique un ancien cadre de la Timac. Mais il y a eu une mauvaise gestion des procédés de fabrication. » – Photo Jean- Philippe Corre – Splann !

N’eo ket met e penn kentañ 2015 e oa krog an Dreal da soursial. Galvet gant tud diwar-dro, ar c’hevredigezhioù Dour ha Stêrioù Breizh hag Osons !, he devoa goûlet gant an Timac studial pizh ar pezh a gase en aer. Deskrivet eo ar rezultajoù en ul lizher d’ar prefed gant rener an Dreal, Sébastien Molet e miz Gouere 2018 (diell 4) : « An dilaoskadennoù renablet gant an embreger […], etre 5 ha 10 gwezh uheloc’h evit al live aotreet […], a rafe dezhañ bezañ an hini kentañ er rannvro hag an dekvet hini e Frañs. Ar muzulioù a ra ma vo ranket lakaat an uzin dindan evezh dibaouez evit a sell an amoniak en he dilaoskajoù. N’eus doujet da hini ebet eus an erskrivadurioù-se. » N’eus ket respontet an Timac da c’houlennoù Splann !.

Ar stern ma vez lakaet ar vistri industri a-benn diwall o skog war an en-dro a vez hervez ar produioù a lâront ober gante, hag o-unan e vezont da brizañ an dañjerioù anezhe. « N’eus ket en doser an Timac eus produiñ temz kimiek, pezh a ra evit gwir. Kentoc’h eo reoliet evit ar frikañ danvez maenel. Ar pezh zo ledan ken ec’h eo, ha na c’houlenn ket e vefe dilaosket amoniak. » hervez Sébastien Molet. Ha gwir n’eus ket embannet an embreger bezañ cheñchet doare-ober pemzek vloaz abretoc’h en ur vont da-gaout ar produiñ gant azot. Anzavet en deus an Timac kement-mañ d’an Dreal e-kerzh un emvod d’an 28 a vi Mae 2018, evel zo testeniekaet en ul lizher a-berzh ar prefed kaset d’an embregerezh, d’an 13 a viz Even 2018 (diell 5). N’eo ket dister ar vankadenn. tapet hon eus kavout un diell eus an Timac o stadañ ar produiñ e 2017. 74 000 a donennoù a broduioù, oc’h ober 45 % eus kementadoù an uzin war ar porzh, a oa diwar azot, hag a veze skarzhet amoniak diwarne. En ur vont war an uzinoù all e vez tapet 226 139 a donennoù, da lâras 66 %. En ur c’hoût « emañ [an amoniak] en orin elfennoù moan n’eus ket da ziskouez pegen noazus int ken », eme ar prefed e-unan el lizher-mañ eus an 13 a viz Even.

Poultrenn diwar amoniak hag aksidantoù al labour : liamm ebet etreze, eme an Timac

E 2004 dija e oa bet paket ur c’hobradez gant se : « War ar c’hae diabarzh e oa hor burevioù, e-tal kichen al lec’h produiñ, kazi e-barzh. E fin ur goañvezh em boa klevet c’hwezhioù euzhus er burev, savet diwar goumoul poultrennek. Alies e veze devezhioù a-seurt-se. Dalc’het em boa da labourat, betek ma oan kouezhet war an douar. Digevassav alaniñ, stokad berranal, biskoazh n’em boa bet kement all », e kont Jessica. Anavezet eo bet an aksidant labour gant ar surentez sokial, met sevel a ra an Timac a-enep d’an diviz, betek mont dirak lez-varn aferioù ar surentez sokial (Tass), goude bezañ skarzhet anezhi abalamour d’an dic’houest ma oa da labourat. « Ar gwashañ walleur din-me eo bezañ anvet ar c’hwezh, an amoniak, rak o deus ar pennoù bras nac’het e raent gantañ », evel e teu da soñj da Jessica, kimiourez dre he micher ha stummadur. E-touesk an daou zen e karg bet renet hec’h emgav skarzhañ e oa Jean-Luc Favre, sekretour meur an Timac. Tri bloavezh war-lerc’h e teu da vezañ prezidant ar Yec’hed war al labour e bro Sant-Maloù (STSM), ur post m’emañ e karg e 2021 bepred.

E-keit ma oa Jessica gant he bloavezh diwezhañ er stal, ha hi gant louzeier kreñv, e oa bet roet un ali kontrol gant an Ddass da c’houlenn korvoiñ an Timac (diell 6) d’ar 24 a viz Du 2005. Ha da embann ne dalveze « evit netra, hag e oa dreistmuzul ha diazezet diwar netra » ar pezh a lâre an embregerezh penaos « na oa bet lakaet skog ebet war-wel war yec’hed an dud diwar-dro ». Da-heul ar respontoù degaset gant an embregerezh e talc’he an Ddass gant he zu : « Ret eo ma vo engouestloù kreñv. » Daoust d’an ali-mañ e oa bet roet un ali en tu mat gant ar c’homiser enklasker hag ensellerezh ar staliadurioù klasket ha roet e aotre gant ar prefed e 2006.

Ur studi re verr war ar riskloù evit ar yec’hed

« Raktal war-lerc’h ma oa lakaet an torr-lezenn war-wel e oa bet fellet deomp respont d’ar goulenn-mañ : peseurt skogoù war yec’hed an dud ? », hervez Vincent Lagoguey, isprefed Sant-Maloù abaoe miz Gouere 2018. Deut e oa ur respont gant ur burev studi, ar GES, en un danevell e miz Genver 2020 : « En ur gontañ e vefe ingal an dud ouzh stok an danvez saotrus e vefe izel ar riskl evit o yec’hed. »

L'usine Timac Agro jouxte une zone résidentielle, à Saint-Malo. Les riverains se plaignent des odeurs et certains affirment souffrir de douleurs physiques. Jean-Philippe Corre - Splann !
L'usine Timac Agro jouxte une zone résidentielle, à Saint-Malo. Les riverains se plaignent des odeurs et certains affirment souffrir de douleurs physiques. Jean-Philippe Corre – Splann !

Daoust da se ne seblant ket e vefe serr an doser. Luzietoc’h evit se eo afer an amoniak evit ar yec’hed, mont a ra pelloc’h evit klozadur ar GES, arc’hantet gant an Timac ha renet gant un ijinour a vez tabut warnañ, Christian Buson. Kustum eo eus sort consulting evit mistri industri ar gonezvouederezh, hemañ prezidant ensavadur teknikel ha skiantel an en-dro, krouet e-mesk reoù all gant Lactalis, d’Aucy ha Doux e 1996. Sekretour meur kevredigezh c’hall ar re na gredont ket e cheñchamant an hin (AFCO) eo ivez. E 2012 en devoa skrivet : « War dachenn ar yec’hed, n’eus tamm skog ebet gant dilaoskadennoù amoniak en aer. » D’ar c’houlz-se e oa anavezet an NH3 da vezañ danvez saotrus a oa kaoz da elfennoù moan en aer (Erisman and Schaap, 2004).

Bepred, evit sevel e jedadennoù diwar-benn dilaoskadennoù an Timac, en devoa graet ar GES gant al live diwall lakaet e 2018 gant an Anses : 0,5 mg amoniak dre m³. Pelloc’h evit se e vez paket fall an alaniñ. « Brav ‘walc’h eo c’hoazh ma ne vez ket tapet al live-mañ e Sant-Maloù rak e tiskouez efedoù war ar yec’hed diouzhtu », eme c’hGaël Lefeuvre, rener Air Breizh, ar gevredigezh a ziwall kalite an aer e Breizh (AASQA). N’emañ ket ali an holl skiantourien war al live diwall lakaet. Liveoù pemp gwezh izeloc’h zo lakaet gant stadoù amerikan zo : 0,1 mg/ m³ en aer. « Keñveriañ a ra ar GES liveoù gant un efed war yec’hed an dud kazi diouzhtu e stalioù industriel, ouzh liveoù en aer. N’int ket memes skeulioù. Ret e vije sellet ouzh al live amoniak a-hed ur bloavezh, pe meur a hini zo kaeroc’h a-benn kompren da-vat peseurt live o deus an dud da daliñ outañ », hervez Gaël Lefeuvre.

Dre ma n’eo ket an amoniak e Frañs ur produ saotrus reolennet en aer (s.o. Pennnad 1), n’a ket studi ebet ken pell se e Sant-Maloù. Memes ta e oa bet priziet an dilaoskadennoù e 2016 gant Air Breizh : 36 tonenn amoniak evit ar gêr, 403 tonenn evit an tolpad kêrioù. Hep derc’hel kont eus dilaostajoù industriel an Timac, dre ma na vezent ket disklêriet a-raok 2017. En ur c’hoût en do skarzhet e-unan 43 ha 46 tonenn an daou vloavezh war-lerc’h, hervez al lec’hienn géorisques, a laka anezhañ e penn ar renkadur e Breizh ( sellet ouzh hor c’hartenn).

Un dra c’hoazh n’eus ket bet sellet gant ar GES ouzh un danvez saotrus all a ra kalz an amoniak evitañ : an elfennoù moan-tre. PM 2,5 a vez graet anezhe, diwarne e vez kleñvedoù ar galon hag ar gwazhied, alaniñ, ha krign-bev, pennkaoz da 67 000 marv re abred e Frañs, hervez un danevell gant an ensavadur alamant Max Planck (s.o. Pennad 1). Lañset en deus Air Breizh ur c’houlzad muzuliañ e Sant-Maloù abaoe miz Gouere 2020. Gortozet zo ur bilañs evit an hañv. E 2018 ha 2019 e oa bet diskouezet gant ar gevredigezh dija penaos ar geidenn PM 10 a oa etre 10 % ha 30 % uheloc’h evit e Roazon pe Sant Brieg. Met n’eus nemet ar PM 2,5, moanoc’h, hag a dremen dre ar skevent ha dre se o deus or skog war ar yec’hed.

Goulennoù zo gant ar re a dud o vervel gant ar c’hrign-bev

A-hed daou vloavezh e-maez lezenn eo bet rediet an Timac d’ober evit ma vo cheñchet penn d’ar vazh gant ar prefed ha div dell-gastiz en deus bet, 5 000 € ha 1 500 € (dielloù 7 hag 8). da lâras a-boan ma tap 0,004 % eus e sifr a aferioù diwezhañ anavezet, e 2006. Embannet en deus an Timac bezañ kaset e labour produiñ saotrusañ gant an amoniak da-gaout uzinoù all, ha bezañ postet 3 milion a euroioù evit mont diouzh an normoù.

Rozenn Perrot, représentante d'Eau et rivières de Bretagne à la commission de suivi des sites de la Timac à Saint-Malo - Photo Jean-Philippe Corre - Splann !
Rozenn Perrot participe aux réunions organisées en sous-préfecture de Saint-Malo, pour Eau et rivières de Bretagne. La mobilisation citoyenne a entraîné l'instauration de mesures de surveillance des émissions d'ammoniac et de métaux lourds par l'industriel. Photo : Jean-Philippe Corre, « Splann ! »

Bepred e miz 2021 en deus graet an Dreal evit adtapout pemzek vloavezh a-dreuz en ur enskrivañ redioù an Timac en un arete gant ar prefed. Hiviziken e rank ar stal diwall e zilaoskadennoù amoniak a-hed an amzer. Rankout a ra ivez analizañ ar metaloù ponner er mogedennoù, ha na oa ket bet graet betek hen. Kement-mañ a oa goulenn Dour ha Stêrioù Breizh, emañ Rozenn Perrot en hec’h anv e Sant-Maloù. Gwir eo zo d’en em c’houlenn. E 2016 ha 2017 e oa bet lakaet war-wel gant Dreal Charente-Maritime penaos e oa aet an Timac en tu all d’al liveoù aotreet e plom ha metaloù ponner all, en hec’h uzin e Tonnay Charente.

Gortozet mat eo an enklask-mañ rakkar emañ dourioù porzh Sant-Maloù da vezañ diwallet dija. En danevell diwezhañ gant rouedad diwall ar porzhioù ( REPOM), embannet e 2012, ha dielfennadennoù an DDTM e 2018, zo diskouezet penaos eo Sant-Maloù ar porzh saotret ar muiañ gant plom, merkur, kouevr ha zink e Breizh. Hag an hini nemetañ ma vez diskouezet Kadmium e ruz. N’eus bet kaset enklask ebet evit goût hag-eñ eo ar charren temz kaoz ma zo eus ar metaloù amañ, met da ziwall zo sur gant ar c’hadmium : diwarnañ e vez krign-bev a-sur, hervez an OMS. War al labour eo dre alaniñ e vez tapet ar muiañ. Pezh eo emañ ar c’hadmium en un danvez krai, ar fosfat, a vez enporzhiet gant an Timac, eus bro Aljeria ha Maroko, evit aozañ temz. Diskarget e vez war ar porzh, kaset dre gernioù, en ur laoskel poultrennoù moan da nijal kuit, ha friket en uzin. Daoust hag-eñ e vefe fallaet an aer e Sant-Maloù gant ar fosfat ivez ?

N’eo ket traoù dister an enklaskoù-mañ e Sant-Maloù, pa seller ouzh bilañs lec’hel ar yec’hed (diell 9). E miz Gwengolo 2019 e tiskoueze e oa ur re a dud a 11% o vervel gant ar c’hrign-bev en tolpad kêrioù. Gant Arsellva Rannvro ar Yec’hed e oa bet diskouezet etre 2000 ha 2006 dija penaos e oa 45 % a baotred ouzhpenn evit ar geidenn vroadel o vervel gant krign-bev an treizher hag ar gorzailhenn.

D’ar 26 a viz Ebrel 2016 e oa bet skrivet d’ar c’huzul-kêr gant Philippe Thévenet, medisin-koazhadour en ospital Sant-Maloù : « Emañ an holl dud o labourat hag ar re glañv amañ da daliñ ouzh c’hwezhioù euzhus. Splann eo zo kaoz eus aer saotret, an orin anezhañ war ar porzh. Pa vez flaeriusoc’h e klemm ar goskored e vez start dezhe alaniñ, treizhañ boued, hag eus poanioù neurologek. » Dre ma ne oa respont ebet d’e lizher, en devoa adc’halvet d’ar 24 a viz C’hwevrer 2020, ur mizvezh war-lerc’h ma oa bet embannet e zanevell gant ar GES en ur resisaat e oa « servij yec’hed ar vugale ar gwashañ paket gant ar saotradur-mañ ».

Ne ra ket trouz ar galloudoù foran gant an afer

Ar c’hevredigezhioù Dour ha Stêrioù Breizh ha Breizh Vev eo o deus kelaouet ar sitoaianed hag an dilennidi rannvro. « Kaset eo bet keloù ar redioù da gêr Sant-Maloù ha da Roullier gant servijoù ar prefeti met n’int ket bet kaset d’ar rannvro. Amañ zo ur vankadenn a gelaouiñ. Ne vezer ket kelaouet eus tuioù fall mod ober an industriel gant ar Stad. Roet hon eus dezhi da c’hoût », a lâr ur c’huzulier rannvro kozh deomp, hemañ gwelloc’h gantañ chom hep reiñ e anv. Claude Renoult e penn anezhañ betek miz Even 2020, n’eus ket graet ar c’huzul-kêr muioc’h a drouz war-dro d’an afer, hag-eñ e oa ankeniet an dud. « Abaoe 20 vloaz n’eus bet maer ebet o tivizout ober war-dro da skog an industrierezh da vat. Diouer a gouraj, emgontrollerezh, mignonaj, soñjet e vez int galloudus, gant se n’eomp ket da glask laou dezhe », eme an dilennad kozh c’hoazh.

Ret eo lâret penaos eo soutenet ar stroll Roullier gant an dilennidi, dre m’en deus postet kalz a arc’hant war ar porzh. Da skouer gant Kreizenn Vroadel an Nevezadur (CMI) ur savadur nevez-flamm, o tegemer 200 ijinour war ar magañ loened ha plant, arc’hantet gant un amprestadenn tost da 50 million a euroioù digant Bank Europat ar Postadurioù (BEI). D’ar 7 a viz Ebrel 2014 e oa bet igoret ar maen kentañ, gant Jean-Yves An Drian e-unan, e-kichen Claude Renoult, maer nevez-dilennet. « Roullier n’heller ket tremen heptañ gant an implijoù a zegas e Dinarzh ha Sant-Maloù, eme ur plac’h eus ar gêr, lakaet hec’h anv ganti war ul listennad en tu-enep en dilennadegoù-kêr diwezhañ. Kreñv-mat eo e zalc’h war ar porzh. »

Ur rouedad levezon war gêr ar gourserien betek Europa

A-orin Kleub an Tregont e oa Daniel Roullier, ul lobby o vodañ an industrielerien e Breizh ar muiañ a levezon gante. Diazezet en devoa anezhañ e Sant-Maloù, er gambr kenwerzh hag industrierezh (CCI), a oa prezidant anezhi e 1988. War an dachenn vroadel emañ ar stroll Roullier gant besprezidantelezh Unvaniezh Vroadel Industrierezh an Temzañ (Unifa).

Ouzhpenn-se eo holding ar stroll ezel eus pemp stroll levezoniñ liammet gant an temzoù. E 2019 he devoa bet ur yalc’had 758 440 € digant bodad Europa, peurgetket en anv ur programm anvet « difioù ar gevredigezh : cheñchamant an hin ha barregezhioù ».

Abaoe an hañv 2020 eo Fabrice Rigoulet-Roze penn meur burev ministr al labour-douar, Julien Denormandie. Fabrice Rigoulet-Roze, bet rener ar strategiezh er stroll Roullier etre 2008 ha 2011. « Graet e vez lobbying gant strolloù eveldomp. Ezhomm hon eus da gaout enarked », a respont unan eus pennoù bras kozh an Timac, hep bezañ souezhet.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →