Digor an dachenn d’an diskar kleuzioù

02/28/2024
Yann-Malo Kerbrat, Nolwenn Weiler
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 10 mn lenn
Sañset e tlefe ar c’hleuzioù bezañ gwarezet. En gwirionez, n’eus ket kalz a dra a vir outo bezañ diskaret. Dister ha gwan ar c’hastizoù, pa ne vez ket an archerien evit o sammañ ar galloud, ha diefedus muzulioù an digoll.
  • N’eus tra ebet evit ma vefe gwarantet ma chomo bev ar girzhier «kempouezañ», dre ma ne vezont ket heuliet na kontrollet
  • N’eo ket gant an nebeud a gastizoù a vez gant ar PBLD (PAC) e vez miret da freuziñ kleuzioù
  • N’eo ket renablet na gwarezet an holl gleuzioù, na gant ar PBLD (PAC) na gant ar SLK (PLU)
  • Distrujoù zo ha n’int ket diskleriet, graet e vezont tamm-ha-tamm evit tremen e-bioù d’ar c’hontrolloù

War-lerc’h un hir a veaj a-dreuz runioù ha torgennoù an Argoad, eur ar c’hoadoù d’ar mor, setu ma erru ar Stêr Aon e morlenn Brest (29). Kaer-eston an dremmvro gouez. Padal, tost da 150 km en argrec’h, e kumun vihan Lohueg, lec’h ma kaver eienenn ar Stêr, aze eo kollet braventez ar c’harzhaoueg. Distrujet unan-hag-unan ar girzhier bet plantet gwechall war ar c’hleuzioù, en ur reiñ d’ar vro un ardremez, ha dindan un nebeud bloavezhioù nemetken, evel ma tiskouez ar renabl bet graet gant Splann !.

Lakit ar ront gwen da fiñval evit gwelet an difoc’h.

Met penaos ta ? Gwarezet eo ar girzhier gant ar reolennoù labour-douar koulskoude ! Met netra na seblant kreñv a-walc’h evit talañ ouzh an distruj.

Distruj diouzh un tu, plantañ fall en tu all

Evit ma c’hellfent pakañ skoazelloù european ar PBLD (Politikerezh Boutin al Labour-Douar) e rank labourerezed ha labourerien-douar ar vro doujañ ouzh « Doareoù Dereat al Labour-Douar hag an Endro » (BCAE 8) a zo sañset gwareziñ ar girzhier. Rak renablet eo girzhier ha kleuzioù war ur gartenn a vez implijet gant Ajañs Servij ha Paeamant (ASP), ur servij eus ar Stad, karget gant ar RDTM (DDTM, Direction départementale des territoires et de la mer) da lakaat da dalvezout ar PBLD. Kudenn gentañ : meur a c’harzh ha meur a gleuz ne vezont ket renablet warno, pe n’int ket enrollet evit pezh int [lennit ar pennad 2]. Gellet a ra n’eus forzh piv distruj anezho hep tamm diskleriadenn hag hep kempouezañ anezho.

Pa fell d’ul labourer-douar distruj ur c’harzh renablet e rank «kempouezañ» anezhi en ur blantañ un hirder kevatal, lec’h all war e zouaroù. Ma fell dezhañ distruj en tu all da 2 % eus hirder hollad ar c’hleuzioù zo war e atant, e rank sevel un teul, gant sikour un teknikour grataet, Gwenaëlle* da skouer : « Mont a ran war an dachenn, ha sevel a ran an teul, setu tout. Ne zeuan en-dro gwech ebet. D’al labourer-douar eo da fiziañ e deul, ha dre m’eo hervez e ziskleriadenn hepken, e vez respontet «Ya, ya, reizh eo ho teul» gant an DDTM. Pik echu. Ne ya den morse da welet war al lec’h m’eo bet plantet ar c’harzh en-dro.» Ne oar ket an teknikour zoken m’eo graet mat a-walc’h war he zro evit ma chomfe bev ar gwez enni, na zoken evit gwiriañ m’eo gwir e oant bet plantet. « Den na c’houlenn gwelet an disoc’h ». N’he deus ket respontet an DDTM d’hon c’houlennoù.


Bremañ ma fell d’al labourer-douar diskar nebeutoc’h eget de 2 % eus hirder hollek ar c’hleuzioù diwar e atant, neuze eo simploc’h an difraeoù : n’eo ket ret dezhañ diskleriañ na bezañ ambrouget gant ur c’huzulier war ar girzhier evit ma rafe war-dro ar c’hempouezañ evel m’eo ret. Ha bep bloaz e c’hell ober memestra en-dro ma fell dezhañ. Dindan un nebeud bloavezhioù e vo disteraet ar c’hleuzioù hep na vefe posupl gouzout m’eo bet graet hervez ar reolennoù.

Distruj tamm-ha-tamm evit chom hep bezañ tapet

N’eo ket diaes mont e-biou d’an « Doareoù Dereat al Labour-Douar hag an Endro » (BCAE 8)  : trawalc’h eo krignat ar c’hleuzioù tamm-ha-tamm : un dornadig gwez diskaret ar bloaz kentañ, re all ar bloaz war-lerc’h, he kement zo… « War zisteraat e ya niver ar gwez, hag a-benn ar fin n’ez eus ket eus ur c’harzh ken », a zispleg Katell*, teknikourez er Mor-Bihan.

Evit mont war an tu-se ivez e c’heller c’hoari gant ar gerioù : ur « steudad gwez » n’heller ket lavaret ez eo ur c’harzh, ha neuze n’eo ket gwarezet gant ar BCAE 8.

« Ar bloavezh kentañ e troc’hez an holl gwez kelvez a vez e-kreiz, ha gant an diskoultrerez en em renkez evit na kreskefent ket en-dro ken. War-lerc’h e chom ganit ur steudad gwez, met n’eo ket ar c’harzh ken. Neuze ne vez ket kontet gant an DDTM. Ur bern a c’heller gwelet zo bet graet evel-se e-doug an diskaramzer. »

— Benoit Alain, desaver saout e Ploubêr (22) ,

Hag ar pennadoù-kaoz bet kaset en-dro gant Splann ! a ziskouez sklaer ez eo kustum an doare ober-se. Un teknik all : gant tud zo e vez benet (tailhañ tost ouzh an douar) ar gwez er c’harzh, pe zoken distrouezhet, pezh a zo aotreet gant ar BCAE8, met pezh a vir ouzh ar gwez da greskiñ en-dro ar bloavezhioù war-lerc’h. Benañ ar gwez a zo un teknik kozh-Noe, troc’h a reer ar gwez izel-tre, tost d’an douar, evit ma kreskfent en-dro en ur bod, met aze e vez implijet evit diskar ar c’harzh penn-da-benn ha da viken.


« Lemel kleuzioù tamm-ha-tamm, aze n’eus reolennadur resis ebet war an dachenn-se, evel ma tispleg deomp Katell*. Dre vras n’eo ket arbennigourien war ar girzhier kontrollerien an ASP [Ajañs Servij ha Paeamant]. Gouest int da welet ez eus bet diskaret ur c’hleuz, met n’hellont ket gwelet ur c’harzh bet digresket tamm-ha-tamm. » Evit Katell*, teknikourez, ne dlefe ket an distrujoù-se tremen e-bioù da servijoù ar Stad : « ma vefe eus kontrolloù dre geñveriañ gant ar bloaz referañs, da lâret eo 2015, aze vefe gwelet sklaer, hag e rankfe bezañ kastizet. Met hervezomp ne vez ket graet al labour-se gant an DDTM ». Ma ne vez ket gwelet, ‘vi ket tapet, hervez mod ! Ha war-lerc’h tri bloaz, e vez digastiz diwar hirzale (prescription). « Lezober eo da vat ! »

Aesoc’h paeañ ur c’hastiz eget ad-plantañ

Niver dister ar c’hontrolloù (1 %da 2 % eus an atantoù dindan an norm BCAE a vez kontrollet war o zachenn bep bloaz) evel m’eo bet diskouezet gant titouroù un dezenn kaset da benn etre 2014 ha 2019 gant Léo Magnin, ha gant danevell Kuzul jeneral ar Boued, al Labour-douar hag ar Maez (CGAAER) e miz Ebrel 2023. Diwar pezh hon eus gellet gwelet e vefe stankoc’h ar c’hontrolloù abaoe 2023. An displegadenn a zeufe diwar implij an aouegezh artifisiel a vez lakaet da sellet pizh bep bloaz ouzh ar parkeier war fotoioù dre loarell. Gant ar meziant e vez resisaet a glot gant pezh zo bet diskleriet pe get, ha ma vez douetañs e vo un enseller o teurel ur sell. Ur goulenn displegadennoù a c’hello neuze bezañ kaset d’al labourerien-douar. N’eo ket ken aes ha ma oa gwechall diskar un tamm mad a girzhier ha kleuzioù.

Pezh zo, n’eo ket ar c’hastizoù a vez kinniget gant ar PBLD, e-keñver arc’hant nemetken, a viro ouzh ar re a o mennet da zistruj ar c’hleuzioù. « Ur wech stadet m’eo bet diskaret ur c’hleuz, ha p’eo bet kontrollet war al lec’h, n’eo ket un diavañs kement-se (etre 1 ha 5 % eus ar sikourioù hervez gorread m’eo bet distrujet dindan 20 % eus hirder ar girzhier pe kleuzioù), marc’hadmatoc’h a-wechoù eget an adplantañ», hervez danevell ar CGAAER. «An dud a oar dre amañ ne baki nemet un digresk war sikourioù ar PBLD eus 3% d’ar miuañ tout, a zispleg c’hoazh Benoit Alain, desaver loened. Ur c’hastiz eus 400€, n’eo ket chalet tud zo gant ken nebeut, ne reont foutre kaer, un tenn ar c’hleuz !».

Maered o vont en-enep d’o zeulioù kêraozouriezh

Evit ma vefe gwarezet ar c’harzhaoueg, gwelloc’h ober gant Kod ar gêraozouriezh. Pe sañset eo, bepred. Ma kaver gizhier ha kleuzioù war SLK (Steuñv Lec’hael ar C’hêraozañ, PLU) ur gumun, ne c’hellont ket bout distrujet hep doujañ ouzh un henten melestradurel strizh. An hevelep reolenn a dalvez evit an holl, pe e vefer labourer-douar pe get. Met evel-just ne dalvez nemet evit ar c’humunioù a vez dindan un SLK (PLU), ha n’int ket holl anezho, ha ret eo ivez e vefe bet renablet hag evezhiet mat an holl hirderioù girzhier ha kleuzioù.

War reolennadur ar c’humunioù ez eo resisaet dre ar munud an doareoù ma c’heller diskar ha kempouezañ (adplantañ) girzhier pe kleuzioù (pa vezont renablet war an SLK). Ouzhpenn-se ez int diaes-mat da lakaat e pleustr, ha ne vezont ket kontrollet a-walc’h, a anzav Alain Cupcic, maer e Kergrist-Moeloù, bez-prezidant Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh (22) : « Sañset, pezh a vez diskaret a vez kempouezet, met gwechoù zo e ranker stourm [ouzh al labourerien-douar]. »

Petra a c’hoarvez neuze pa vez distrujet er-maez lezenn ur c’hleuz war renabl an SLK ? Ret eo d’ar maered mont da stadañ ez eo bet torret al lezenn. Met dav eo dezho bezañ prest gwiskañ ar chupenn-se, hag a c’hell lakaat en imor ruz lod eus sitoaianed o c’humun.

« N’eo ket gwall entanet ar maered pa rankont mont da stadañ un diskar kleuz maez al lezenn, aon ganto pakañ an dorzh d’ar gêr. Ha gwechoù zo e kaver dilennidi prest da asantiñ ouzh un emglev a ya en-enep o zeulioù kêraozouriezh. »

— Katell*, teknikourez e Mor-Bihan. ,

« Sañset e vefe ar maered plaset ar gwellañ evit renkañ an traoù, met labourerien-douar eo an darn vras anezho, pa n’emaint ket o tiskar kleuzioù o-unan … », a gont deomp Maïwenn*, teknikourez labour-douar war ar maez e Aodoù-an-Arvor. Un den barek war ar c’harzhaoueg o doa c’hoant chom dizanv en deus lâret deomp : « c’hoarvez a ra da zilennidi zo ma c’houlennfent digant o zeknikourien chom hep komz re eus ar gwe a vez graet d’ar reolennoù SKL, ha da chom hep hegasiñ re al labourerien-douar. Tevel eo ar gwellañ mevel pa rankfer komz eus kleuzioù…». Hervezañ eo ken diaes kaozeal eus ar girzhier hag ar sujedoù all diwar-benn al labour-douar.

Al lusk sokial labourerien-douar a zo bet e-pad ar goañv 2023 en deus lakaet ar jeu da vezañ tennoc’h-tennañ war an dachenn. Lod eus an dud o deus komzet en enklask-mañ e penn kentañ o deus bet c’hoant chom dizanv da c’houde, kuit da gaout kudennoù.

and
Skeudennoù gant Yann Le Sacher

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →