- Dispak ar wienn dre an aer dreist-holl a zegas freuz bras er c’hleuzioù.
- N’eus redi ebet da ziskleriañ an distrujoù-se, er c’hontrol eus ar reolennoù a dalvez e bed al labour-douar.
- Gwechoù zo n’eus ken-emglev ebet gant ar strollegezhioù, ha ne vez ket empentet a-walc’h ar chanterioù en a-raok.
Dav eo bezañ war evezh pa vezer o pourmen war an hentoù war ar maez evit gwelet peseurt girzhier zo bet gwallgaset gant an diskoultrerezioù. Hini ebet na ya e-biou da selloù Jean- François de Ramecourt, prezidant rann Liger-Atlantel Fransylva, Kevread fo- restourien prevez Frañs koulskoude. Hag en ur sellet ouzh tud o tiskargañ peulioù da vezañ implijet evit stagañ ar wienn diwar ur c’hamion ken ledan hag hanter an hent, e oa o tiskouez deomp gwez diskoultret diouzh un tu hepken, evel stouet ha prest da gouezhañ : « Sellit aze, krennet eo bet lein ar gwez derv a-viziez eus tu an hent, goude-se eus tu ar park, e stumm ur biramidenn. Hag e c’hellit bezañ sur e vint dibennet ar wech a zeu, da lâret eo e vo tennet o fenndogenn diganto, peadra da lakaat buhez ar gwez- se en arvar. » Perc’henn eo war un ne- beud parkeier gwez tro-dro dezho, ha tae- riñ a ra pe wel ur seurt « lazhadeg » war an abeg ma ranker diorren ar wienn.
« Distruj a weler a bep tu », a ouzhpenn e vignon Yann, kenberc’henn war ur c’hoad meur a gant devezh arat, ennañ ur steudad gwez heverk e vefe sañ- set da vezañ diskoultret abalamour ma rankfe tremen ar wienn eno. Met nac’het eo bet gantañ. « N’o deus ket kredet troc’hañ ar gwez kant vloaz zo war vord an hent, met lakaat a raint da ziben- nañ ar gwez bihanoc’h, evel el lodenn-se eus an dachenn lec’h m’o deus kroget gant an dispak, hag a-benn ar fin e viro ouzh ar gwez da greskiñ er steudad-se », emezañ, keuz en e vouezh. « Reishañ tra a vefe bet douarañ ar wienn », a respont Jean- François de Ramecourt.
« En tu all da 50 % eus ar rouedad kas uhel-kenañ ar wienn optikel zo bet douaret, eme diouzh e du Departamant al Liger-Atlantel, bet goulennetaet gant Splann !. Un tamm mat keroc’h eo douarañ ar wienn eget dispakañ anezhi en aer, pezh a ya kalz buanoc’h war-zu hollad annezioù al Liger- Atlantel (a vo goloet 100 % tro 2025). »
Ur faktorenn bras evit Breizh
Reuz ha freuz ivez e departamantoù Rannvro Breizh gant dispak ar c’has uhel-kenañ : « Meur a c’harzh zo bet distrujet, gant aon ma vefent direnkus », a zispleg Aline Dangin, teknikourez e Pondi, ha prezidantez kevredigezh teknisianed diazadoù doureier Breizh (ATBVB). « Pa vez dispaket ar wienn en aer e c’heller bezañ kazi sur e vo troc’het berr ar c’harzh en he c’hichen », a soñj diouzh e du Thibaut Preux, doua- roniour.
An dilennidi bet goulennataet gant Splann ! a lak ar pouez war goust ar rouedad ma vefe bet douaret penn-da-benn : « Gwell eo bet kavet gant ar Rannvro staliañ an tiriadoù par ma c’hell, kentoc’h eget douarañ ar wienn, re ger e vefe bet en holl d’an holl », a zispleg deomp Carole Le Béchec, dilen- net er C’huzul Rannvro ha prezidantez bodad an hin, treuzkemm ha bev-lies- seurted. « En tu all d’ur miliard a euroioù e vefe erru ar fakturenn » evel ma fell lâret da Vincent Alleno, aotrou maer Pleneventer ha bez-prezidant Mégalis, ar sindikad kemmesk e-karg eus ar « Distruj a weler a bep tu. » 37 raktres « Breizh Kas Uhel-kenañ ».
Daoust ha meneget e oa bet, er galv da ginnigoù kaset d’an em- bregerezhioù evit dispakañ an 50.000 kilometrad funioù, e oa ret dezho soursial eus ar girzhier ? Evit respont ouzh goulenn savet gant Splann !, Vincent Alleno a ranke an- zav ne ouie ket. Hag evit pezh a sell ar c’haier kargoù dalvez da steuñv evit an dispakañ, kaer hon eus bet goulenn anezhañ meur a wech di- gant Mégalis, tro wenn !
« Er c’he- nemglev dileuriañ ar servij publik gant an dileuradour Fibre44 e-karg eus an dispakañ gwienn ez eo mene- get sklaer engouestladur an embregerezh a-fed gwarez an endro », a respont diouzh e du Departamant al Liger-Atlantel en doa silet dre un addiviz e 2022 un di- feradenn evit strishaat marevezh an diskoultrañ etre ar 15 a viz Meurzh hag an 31 a viz Eost. Vincent Alleno, aotrou maer Pleneventer ha bez-prezidant Mégalis, ar sindikad kemmesk e-karg eus ar raktres « Breizh Kas Uhel-kenañ » a zispleg: « Moarvat eo bet teuk lec’hioù zo ar redi da ziskoultrañ, pezh ‘neus brou- det emzalc’hioù aet re bell ganti. »
« Lizhiri zo bet kaset gant an tiez-kêr1 “trugarez deoc’h da droc’hañ ho kirzhier evit ma vefe gellet lakaat ar wienn da dre- men”, ha gant tud zo eo bet soñjet e oa ret troc’hañ pep tra, padal ne veze goulen- net nemet un taol kempenn », a zispleg Aline Dangin, teknikourez ha prezidan- tez an l’ATBVB. « Resevet hon eus lizhiri gourdrouzus a venege e oamp rediet da ziskoultrañ dindan ar wienn, ha mene- get ouzhpenn e vefe kastizoù arc’hant ha lezennel kenkaz ne sentfemp ket, a ga- darna Jean-François de Ramecourt. Meur a berc’henn zo deredet da droc’hañ o girzhier d’ur metrad hanter diouzh al leur, pe tapet gant ar spont, pe entanet gant ar soñj ober. » Ar re o doa nac’het, pe ar re zievezh o deus tapet lizhiri rediañ, pe fakturenn an diskoultrañ kaset dezho gant an embregerezh2, pe gant an ti-kêr. Alain Cupcic, zo aotrou maer Kergrist- Moelo (22)3 ha bez-prezidant kumu- niezh kumunioù ar C’hreiz-Breizh (CCKB).
Ouzhpennañ a ra : « ur wech peus bet diskoultret hag eo bet staliet arwienn, ma tremenez an diskoultrerez ha m’eo troc’het ar wienn ganit, e vo dit-te da baeañ. Hag e kousto dit meur a vil euro evit dresañ ur wienn, hervez an hirder da gem- penn. Neuze ez eus bet kalz a dud o soñjal : ‘fell ket din poaniañ bep bloaz da droc’hañ ar c’harzh-se, neuze ez eus bet diskaret gwez e-leizh. Kement ma ‘eo bet ret d’an ti- kêr dont da lakaat e fri en afer ! »
Aline Dangin, teknikourez ha prezidan- tez an l’ATBVB. « Resevet hon eus lizhiri gourdrouzus a venege e oamp rediet da ziskoultrañ dindan ar wienn, ha mene- get ouzhpenn e vefe kastizoù arc’hant ha lezennel kenkaz ne sentfemp ket, a ga- darna Jean-François de Ramecourt. Meur a berc’henn zo deredet da droc’hañ o girzhier d’ur metrad hanter diouzh al leur, pe tapet gant ar spont, pe entanet gant ar soñj ober. » Ar re o doa nac’het, pe ar re zievezh o deus tapet lizhiri rediañ, pe fakturenn an diskoultrañ kaset dezho gant an embregerezh2, pe gant an ti-kêr. Alain Cupcic, zo aotrou maer Kergrist- Moelo (22)3 ha bez-prezidant kumu- niezh kumunioù ar C’hreiz-Breizh (CCKB).
Ne vez ket diskleriet pezh a vez troc’het pe diskaret.
Ouzhpennañ a ra : « ur wech peus bet diskoultret hag eo bet staliet ar wienn, ma tremenez an diskoultrerez ha m’eo troc’het ar wienn ganit, e vo dit-te da baeañ. Hag e kousto dit meur a vil euro evit dresañ ur wienn, hervez an hirder da gem- penn. Neuze ez eus bet kalz a dud o soñjal : ‘fell ket din poaniañ bep bloaz da droc’hañ ar c’harzh-se, neuze ez eus bet diskaret gwez e-leizh. Kement ma ‘eo bet ret d’an ti- kêr dont da lakaat e fri en afer ! »
El Liger-Atlantel eo bet ret d’an depar- tamant gourdrouz goude ma vefe bet troc’het re verr ar girzhier : « C’hoarvezet eo d’an annezidi pe da dud Ofis Frañs ar Vev-liesseurted (OFB) dont da c’hervel evit menegiñ e oa bet diskoultret en doare ne glote ket gant hon erbedadennoù. M’eo da vat labourioù kaset da benn war gont ar strollegezh e kasomp keloù d’an embrege- rezhioù evit degas da soñj d’ar skipailhoù a labour war an dachenn eus ar reolennoù e pleustr. » Ur gudenn all a sav : an diskoul- trañ-se, a zeu da ziskar gwez a-wechoù, n’int ket suj da ziskleriadenn ebet. Un doare tremen e-biou d’al lezenn bet roet da stalierien ar wienn, evel m’eo lakaet da c’houzout, ha gant keuz, e danevell miz Ebrel 2023 Kuzul jeneral ar boued, al labour-douar hag an tachennoù war ar maez (CGAAER)4, bet gouest- let d’ar girzhier.
« Gellet a reomp kenlabourat evit ma ne drofe ket an diskoultrañ da zrailherezh, eme David Rolland, implijad e kevread chaseourien Aodoù-an-Arvor. Ingal e c’hoarvez din kemer ar gaoz evit reiñ alioù d’ar berc’henned, diwar c’houlenn an tiez-kêr da skouer. Ha lod eus an deknisianed garzhaoueg a ra memes tra. »
El Liger-Atlantel eo bet skoulmet darempredoù etre dileurader Fibre44 hag an Afac – agro-foresterezh (kevre- digezh broadel « a labour evit ar gwez hag ar girzhier ») evit stummañ eil-ke- vratourien gouestlet d’an diskoultrañ. « Bewech ma oa posupl omp aet e darem- pred gant ar re a oa karget da staliañ ar wienn, evit ma vefe bet graet a-zoare, a resisa Julie Le Pollès. Met alies-kaer ne veze ken-emglev ebet gant an eil-kevra- tourien. » Meur a hini bet goulennataet gant Splann ! zo bet o venegiñ kudenn an eil-kevratourien, hag evito e oa ur skoilh diaes da zirouestlañ.
Gant strollegezhioù zo ez eus bet kavet gwell kemer al labourioù diskoultrañ e karg, hep gervel eil-kevratourien. War gumun Plouared, da skouer. « Rag- empentet eo bet an traoù ganeomp, dibla- set hon eus hor chanterioù diskoultrañ evit ma vefe graet ganeomp lec’h ma oa ar wienn da vezañ staliet, kuit d’an dud d’ober o-unan », a zispleg deomp Annie Bras-Denis, maerez ar ger-mañ eus aodoù Bro-Dreger.
Ha stummet eo bet ar gargidi lakaet da aozañ al labourioù, kuit na vefe bloñset ar gwez. « Ne impli- jont ket an diskoultrerezioù, pa vez drastet ar gwez ganto peurvuiañ », emezi c’hoazh. Dispakañ ar wienn « a vefe bet tremenet seizh mil gwech gwelloc’h ma vefe bet empentet en a-raok, aozet ha divizet etre an oberourien », eme Julie Le Pollès evit klozañ ganti. Siwazh, « diouzh pezh zo bet lâret deomp gant kalzig a dud eo bet labezet ar girzhier ».
Douaroù gant panelloù-heol
Estreget ar wienn a gaver da ven- veg « modernizaat » hon doareoù bevañ hag a zistruj ar girzhier hag ar c’hleuzioù. C’hoarvez a ra e vefe troc’het gwez zo, pe en arvar da ve- zañ emaint, war zigarez « treuzkemm energiezh » zoken. E-tal Roazhon, e Saozon-Sevigneg, e komzer eus diskar 3.000 gwezenn evit staliañ panelloù foto-voltaek en o flas. « Pemp kilometr a girzhier bet plantet 7 pe 8 vloaz zo evit kempouezañ al linenn tren LTB, pa oa bet meur a zistruj evit sevel anezhi », evel ma tispleg deomp Edgar Blot, fulor ennañ.
Prezidant kevredigezh gwareziñ endro bevañ kêrioù traoñ Saozon eo. Aze, etre, an hent-houarn hag an hent-de- partamant e krog ar c’harzh da vezañ fonnus a-walc’h. Enni e kaver-e-touez re all- gwez derv, mesper, onn, kignez ha pabu pe hili-ho …kement seurt hag a zegemer ur vev-liested ledan a-walc’h.
« Pa soñjan emaint o vont da ziskar pep tra… N’eus ket tu ! », emezañ c’hoazh gant dipit. Moarvat e pado meur a vloaz an afer, peadra da reiñ amzer d’al laboused da neizhiañ didrabas. Padal n’eo ket bet ken laouen al laboused veze staliet a-hed hent-houarn Ar Mañs – Añje. Etre miz Ebrel ha miz Gouere 2019, pa oant gant o neizhiadur, eo tost da 3.000 gwezenn hir o fustoù bet drailhet gant rouedad an SNCF, an iskevredad e-karg eus empenn al linennoù hent- houarn. Degadoù a c’hegied du, a bennduiged hag a laouenaned a zo marvet ar bloaz-se moarvat. Tapet an embregerezh gant he daouarn er sac’h a-drugarez da implijidi Ofis Frañs ar vev-lies- seurted (OFB), ha kondaonet eo bet e miz Eost 2022 da baeañ 450.000 euro kastiz.
« Kompren a reer ar sammad kas- tiz ken uhel pa weler pegen grevus eo bet an drouk graet d’an endro, eme Benjamin Hogommat, gwiraer ar gevredigezh Frañs Natur Endro a oa kevrenn geode- del en afer, e-tal an LPO, Kevre Gwarez al Laboused. Emichañs, da heul ar var- nadenn-se, e vo aketusoc’h ar verourien embregerezhioù a bled gant al linennoù tredan ha gaz, pe an hentoù. »
Skeudennoù gant Yann Le Sacher
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






