E Corcouë zo ur metanizer bras divent war an hent da vezañ savet
Sylvain Ernault - 08/31/2023
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Komision an enklask foran en deus roet un ali mat evit ma vefe savet ur metanizer bras abominapl e Corcouë (Kerc’haoueg, 35), e Su al Liger-Atlantel. Kaset e vez ar raktres mañ gant ur strollad labourerien-douar hag an embregerezh dour-tan Shell. Ouzhpenn 16 devezh-arat a vo lonket evit sevel ar metanizer-mañ hag a c’hello bezañ maget gant 500.000 tonenn hañvouez bep bloaz, mesket gant plantennoù hadet evit produiñ energiezh. Morse n’eus ket bet gwelet ur raktres ken bras e Bro Frañs.
Bodet ez eus bet ur bern tud disheñvel a-enep d’ar raktres-se : kuzulerien departamant al Liger-Atlantel (PS) hag ar Vande (LR), 12 eus ar 15 kuzulier-kêr o deus votet, hini Corcouë en o zouez, ha daou senedour. Mont a ra a-enep ali an holl dud-se Kuzul rannvro Broioù al Liger en ur zifenn ar raktres. Tost da 1.300 den o deus kemer perzh en enklask foran, ha 70% eus an alioù a zo fall. «Goulennoù a sav ar raktres-mañ evit ur bern tud, memes evit tud ha n’emaint ket o chom er vro», eme an dud e-karg eus an enklask.
«N’eo ket aes an dibab», emezo. Met choazet eo bet tu ar gounez-boued industriel en ur reiñ un ali mat d’ar metanizer. En ur skrivañ memes tra ez eus nav zra da adwelet a-raok sevel an traoù. «Netra pouezus na vefe diaes da cheñch», eme Guillaume Loir eus Nature Energy France, ezel eus Shell, da Ouest-France.
Trankil eo ar re a glask lakaat ar metanaat da greskiñ. Gant ar gouarnamant e oa bet embannet meur a destenn d’an 13 a viz Mezheven a lavar o deus droed al labourerien-douar cheñch sifroù ar pezh int kap da broduiñ bep bloaz. Evit poent e oa posubl ober-se bep daou vloaz hepken. Riskloù zo e vefe implijet muioc’h a vaiz c’hoazh evit magañ ar metanezerioù. Paeet e vo keroc’h ivez an energiezh produet.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.