Ober al liamm etre pestisidoù zo hag ar fed ma vefe klañv bugale zo gant leusemioù zo un tem kizidig. Penaos emaoc’h o vont da labourat ?
Emaon o sevel ur raktres evit studiañ efedoù ar produioù pistrius war deroù ar c’hleñved. Ober a ran ar prouadoù-se war besked zebr. Ret eo gouzout e teu leusemioù ar vugale diwar ar c’hemmoù a c’hoarvez e-pad ar prantad dougen. Neuze e klaskan sellet war va fesked penaos e cheñch molekulennoù ar grouell er vi pa vez eus produioù pistrius. Da c’houde e c’hallan studiañpenaos emañ ar jeu gant ar pesked a-hed o buhez. Gouzout a ran e c’hall bezañ iskis kaozeal eus pesked, met implijet e vez kalz al loened-mañ evit studiañ al leusemioù.
Pa vez meur a familh bugale klañv enno e lec’hioù zo, e c’heller soñjal int bet taget gant produioù pistrius bet alanet gant o mamm pa oant dougerez en trowardroioù, produioù hag o deus un efed war liesadenn kelligoù ar gwad, evel ma c’hoarvez gant ar pesked pa reomp prouadoù warno.
Da gentañ emaon o vont d’ober prouadoù gant molekulennoù a oaromp dija int kaoz eus leusemioù, ha da c’houde e c’hallin klask gant ar molekulennoù a c’hell bezañ kavet er c’hlusterioù.
Daoust hag-eñ e c’hell servij disoc’hoù hoc’h enklask evit prouiñ efedoù war an dud en tu-hont d’an efedoù war al loened ? Ha posubl eo prouiñ al liamm etre pestisidoù ha leusemi ur bugel ?
Tost dibosubl eo prouiñ al liamm-se gant tud rak rankout a rafemp lakaat tud da vezañ klañv a-ratozh-kaer ha se ne c’hallomp ket ober evel-just. Met daoust ma n’eus ket eus prouennoù sur da vat e rankfe bezañ eus ur bennaenn diwall, o c’houzout ne c’hellomp ket prouiñ muioc’h.
Gant an enklask nevez emaon oc’h ober e vez titouroù skiantel nevez hag a vo kemeret e kont spi em eus gant ar galloudoù publik. An holl ditouroù hon eus a y’a war ar memes tu. N’eo ket ur brouenn e vo memes efedoù war an holl vugale o vevañ e-kichen gwini tretet gant pestisid-mañ-pestisid. Pismigañ a c’heller ober atav war ar fed eo disoc’hoù war besked ha n’eo ket war an dud. Met memes tra e produomp titouroù skiantel gwirion, peadra da gompren peseurt produioù a zo risklus evit yec’hed an dud. Emichañs e vo klevet kement-se gant an ensavadurioù a gemer an divizoù.
E fin 2023 eo bet krouet e CHU Amiens ur guzuliadenn « pestisidoù ha kleñvedoù bugale ». D’ho soñj e vez ezhomm krouiñ un dra a-seurt-se e Breizh ?
D’am soñj e vefe ur bern familhoù laouen gant seurt benveg, ya. O-unan emaint gant bugale klañv hep kompren perak. N’eus ket kalz a ostilhoù ganto. Ne vezont ket klevet. Gant medisined zo ne vez ket kemeret e kont riskloù an endro tamm ebet. D’am soñj ne vez ket kemeret mat e-karg seurt traoù. Neuze, ma c’hallfe bezañ d’an nebeutañ tud o selaou ar familhoù e c’hallfe bezañ ur sikour psikologel a-bouez.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Saotradur an aer gant amoniak : kit da welet penaos eo ar jeu en ho kumun
- Article suivant: Bezhin glas : n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù nevez kemeret gant ar Stad hervez Dour ha stêrioù Breizh






