📬 Hon dibab enklaskoù foran a c’hellit kaout bep miz dre bostel, o vezañ koumanantet d’hol lizher-kelaouiñ. Digoust eo, hag embannet e galleg hag e brezhoneg.
Kêr-aozañ
An Oriant (56). Ur raktres a zo d’ober labourioù war linnenadoù gwez ar stad Yves Allainmat hag ar park sport kêr Ar Moustoer. Betek an 3 a viz Ebrel e vo ur guzuliadenn.
Plouzane (29). Betek an 3 a viz Ebrel e vo un enklask publik diwar-benn raktres kêraozañ karter an Drinded.
Sant-Armael (56). Adwelet steuñv lec’hel kêraozañ kumun Sant-Armael en he fezh a zo raktreset. Betek an 23 a viz Ebrel e pado ar guzuliadenn-mañ.
Noyal-Châtillon-sur-Seiche (Noal-Kastellan) (35). Betek an 30 a viz Ebrel e vo ur guzuliadenn digor d’an holl diwar-benn ur raktres labourioù e meur a lec’h eus Kreiz-kêr.
Landivizio (29). Ur raktres kêraozan a zo e park obererezhioù ar gumuniez-kumunioù war un dachenn a 10 hektar (20 devezh-arat). Betek ar 4 a viz Mae e vo ur guzuliadenn digor.
Kêraozañ

Labour-douar
Mor-Bihan. Un dirojañs a c’houlenn kambr labour-douar ar Mor-Bihan evit bezañ aotreet da lazhañ mil bran tour dre drapañ ha dre arm-tan war holl gumunioù an departamant. Betek an 13 a viz Ebrel e pado ar guzuliadenn-mañ, digor d’an holl.
Monteneuf (Monteneg) (56). Fellout a ra da SCEA de la Haute Boissière enrollañ un atant sevel-chatal a 2.805 benn-moc’h. A-hed miz Ebrel e pado ar guzuliadenn-mañ.
Carentoir (Karantoer) (56). Enrollañ un atant sevel-saout a 240 buoc’h-laezh a c’houlenner. Betek an 30 a viz Ebrel eo digor ar guzuliadenn-mañ.
Boulvriag (22). SCEA L’Oeuf du Vallon d’Or a fell dezhi kreskiñ eus 22.000 penn-yar da 40.000. Betek an 30 a viz Ebrel e pado ar guzuliadenn-mañ.
Duaod (22). An EARL L’Orée du Bois a c’houlenn kreskiñ an niver a yer e Guernoquin evit tremen eus 30.000 da 40.000 penn-yar. Betek ar 27 a viz Ebrel e pado ar guzuliadenn-mañ.
Energiezhioù
Radenac (Radeneg) (56). Raktres sevel daou bark fotovoltaek e Radenac hag ur post tredan HTB e Pleugriffet (Ploueg-Grifed) gant an embregerezhioù CPV La Sablière du Moulin ha CPV SUN 70. Betek ar 25 a viz Ebrel e vo digor an enklask publik-mañ.
Lanrigan (35). Raktres sevel ha korvoiñ ur park teir rod-avel ha daou bost pourvezañ ennañ, kinniget gant an embregerezh Lanrigan dans l’vent. Betek ar 24 a viz Even e vo digor ar guzuliadenn-mañ.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: [Kelou « Splann ! »] Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù
- Article suivant: E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra