Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e Kreiz-Breizh. Ha war vrasaat e ya c’hoazh : nevez zo he deus bet un aotre evit digeriñ ur poull ouzhpenn, un toull bras-divent a 80 metrad donder evit gellet tennañ an andalouzit, un danvez a zalc’h ouzh temperadurioù uhel-kenañ, hag implijet evit sevel fornioù industriel, e-touez traoù all.
N’eo ket souezh m’eo bet roet asant ar pennadurezhioù, dre ma klot gant reneveziñ ar mengleuziañ evel ma fell d’ar gouarnamant. Heuliet eo a-dost an teuliad-se, koulz gant Imerys ha gant hec’h enebourien, rak talvoudus eo evit tud pell-mat diouzh Breizh.
Diouzh he zu emañ an embregerezh etrevroadel o kuzhat efedoù gwirion ar mengleuziañ, oc’h implijout geriennoù daou-duek, en ur venegiñ stad biologel a-zoare lec’h ma kaver saotradur kimiek. Betek lavaret n’he deus efed ebet. Evit mont betek penn ar wirionez he deus fellet da Splann ! ober dielfennadurioù hon-unan ha prouet eo bet ar c’hontrol. E naoz ar stêr ez eo tolpet ar metaloù pounner, ha betek 60 gwech al live dave.
Annezidi zo o deus bet klasket stourm, met strizh eo dezho o frankiz, dre m’eo stag da vat kumun Groñvel diouzh Imerys. N’hell den eno ober hepto, implijerez eo an embregerezh, hag arc’hantaouiñ a ra ar c’hevredigezhioù sport, re an endro, ha reiñ a ra ur vro d’an tiriad.
Meur a ard a vez dispaket gant Imerys evit reiñ diouti skeudenn un embregerezh familh, e penn a-raok ar mengleuziañ « made in France ». Padal n’eo e gwirionez nemet un impalaeriezh finañs perc’hennet gant kevranneien e penn ur fortun vat a vilionoù euroioù.
War greskiñ e ya an enebiezh ha gwelusoc’h-gwelusañ eo. Ur vanifestadeg a-enep digoradur pevare poull mengleuz Groñvel zo bet dalc’het d’an 23 a viz Du 2024. Heuliet eo a-dost seurt darvoud gant Imerys.
Ur stourm aet da bennvad a c’hellfe kaout efedoù war ar raktres mengleuz bras-meurbed mengleuziañ litiom e departamant an Allier douget gant Imerys. Met ivez war hollad adlañs ar mengleuziañ er Frañs a-bezh. E Breizh peurgetket, p’eo lakaet da terra incognita gant posterien arc’hant zo er broioù estren koulskoude.
Tri goulenn aotre ergerzhout war 42 kumun eus Breizh zo bet fiziet gant Breizh Ressources a glask metaloù rouez ha prizius. Un difrae boulc’het didrouz-kaer gant un embregerezh start-up a-orin eus ar C’hanada, ha renet gant ur gwir klasker aour.