Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc'h ramzel

Ivan Logvenoff, Kristen Falc'hon - 11/21/2023

Digoradur

Pell-mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol, pa ne oa da gentañ penn ken met ur strolladig 25 saver moc’h. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel, ur gevelouri a gaver enni 83 kevredad, en o fezh pe evit darn outo, un dek bennak diouto en estrenvro.

Abaoe m’eo bet savet ar gevelouri eo kresket he levezon war holl dachennoù ar sevel moc’h, eus an tiez lazhañ moc’h d’ar savadurioù, hep disoñjal ar fardañ boued evit al loened pe ar salezonoù.

Ha nevez zo eo aet betek postañ hec’h arc’hant war dachennoù un tamm mat pelloc’h eget ar sevel moch, pezh n’eus lakaet saverien-moc’h zo, izili ar C’hooperl, da sevel bec’h enno. Ha seul vuiañ a-se p’emañ ar gevelouri o treuziñ mareoù gwallamzer ekonomikel, gant divigadoù ( pe koll arc’hant) uhel a-walc’h diouzh un tu, hag adframmañ e greizenn salezonoù diouzh un tun all. Ha neuze, evit kempouezañ ar c’holl e c’houlenn ar C’hooperl skoazell ar saverien moc’h, en ur izelaat priz prenañ ar moc’h, ur priz kinniget a chom dindan hini ar marc’had, met ivez en ur astenn an termenoù paeañ, pe dre rediañ ar saverien moc’h da fiziañ ul lodenn eus gopr o gwerzh war gontoù ar gevelouri.

En tu all d’ar redioù-se war ar prizioù ez eus bet lakaet un toullad mat a redioù all evit ar saverien izili ar C’hooperl : pe a-fed savadurioù, boued, prederioù ar medisined-loened, merañ an distaolioù, kazi pep tra a vez didan e evezh, ha mat evit gounidoù ar C’hoop.

Evit meur a saver loened, pe a-fed etik, pe a-fed o gwenneien, ne gavont ket o c’hont ken. Padal, kuitaat ur gevelouri n’eo ket un dra aes d’ober… Nebeutoc’h c’hoazh pa gomzer eus ar C’hooperl.

Tremenet tro-spered an enframmañ en tu all d’ar roudenn gant un doare nevez : deuet eo ar gevelouri perc’henn war seizh atant, dreist-holl evit diorren an enklaskoù genetek gant e gevredad « Nucleus ».

Boest du

E-doug an enklask-mañ hon eus bet tro da gas un tregont bennak a bennadoù-kaoz, ur pemzek bennak diouto gant desaverien moc’h, pe gant tud bet oc’h

Ober ar vicher, izili ar C’hooperl evit lod outo. Etre miz Ebrel ha miz Du 2023 eo bet kaset ar pennadoù-kaoz-se da benn, pe dre bellgomz, pe en atantoù. Meur a wech eo aet aozerien ar pennad-mañ da Lambaol hag en trowardroioù evit gellet kas ar pennadoù-kaoz en-dro.

Diwar an 20 desaver moc’h bet tizhet eo bet asantet gant 14 outo respont deomp, met dindan guzh bepred, war-bouez ur saver moc’h hag ur merour eus ar C’hooperl.

Gellet hon eus bet kaozeal ivez gant pemp den, micherourien pe bet micherourien e labouradeg Lambaol hag e lec’hioù all perc’hennet gant ar C’hooperl. M’eo bet asantet gant lod eus ar sindikalourien toullañ kaozganeomp ez eo gant ma c’hellent chom dindan guzh, re all o doa nac’het diganeomp gellet komz diwar-benn an doareoù labour en o labouradeg. Un diouer a sklaerder a ziskouez splann pelec’h eo erru an divizoù sokial e diabarzh an embregerezh..

Evit gellet kaout resisadurioù diwar-benn an elfennoù bet diskoachet ganeomp e-doug hon enklask hon eus bet goulennet kaout tro da gomz gant meur a hini, merourien ar C’hooperl, prezidant kozh ar gevelouri, hag ar renerezh. N’eus ket fellet da rener ar gevelouri, Emmanuel Commault, eskemm ganeomp dre bellgomz. P’eo bet pedet dre vail renerezh ar c’hehentiñ he deus kaset ac’hanomp war-zu he danevell vloaziek RSE, hep reiñ tamm resisadur war hon goulennoù difer.

Dont a ra sifroù disoc’hoù ar c’hevredadoù diwar meur a gont sokial ha diwar gontoù startaet ar gevelouri hon oa bet dindan stumm ur Pdf evit ar bloavezhioù 2020 da 2023. Kartenn an is-gevredadoù zo bet renablet diwar an elfennoù bet daspugnet e diabarzh ar c’hontoù-se, ha dre-se n’heller ket lakaat war-wel ar prenadennoù zo bet kaset da benn nevez zo. Ez-ofisiel ec’h embann ar gevelouri e vefe 83 is-gevredad en holl.

Diazezet eo bet sifroù l’EBE ar broduerien moc’h diwar diaz roadennoù ar Memento a vez embannet bep bloaz gant Ministrerezh al Labour-douar, diwar gontoù al labourerien-douar o-unan.

Deuet eo an holl roadennoù diwar-benn ar prenañ atantoù zo bet tennet diwar un dielfennadur eus ar c’hontoù-se, ha diwar an teuliadoù melestradurel a c’heller kaout diwar-benn an atantoù-se…

  • Pellgargit amañ ar goulennoù bet kaset d'ar C'hooperl

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Kristen Falc'hon
Ivan Logvenoff
skoazellet gant :
Faustine Sternberg
Sylvain Ernault
Mersi bras da :

Sten Charbonneaux evit bezañ bet troet an enklask e brezhoneg ha da Virginie Marquet, alvokadez, evit bezañ adlennet an enklask.

Hor c'hevelerien