[Titouroù Splann !] Reuz da gaout en diabarzh d’an embregerezh voc’h Cooperl
Kristen Falc'hon - 06/13/2024
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…



E Lambal(22) eo staliet sez ar C’hooperl. Lazhet ez eus bet ganti 4,6 milion a voc’h e 2022 : ar gevelouri voc’h vrasañ e Frañs an hini eo. En enklask bet embannet ganeomp diwar he fenn e miz Du 2023 hon eus kontet deoc’h ar reuz a zo savet e-touez an izili. Ouzhpenn 2.200 desaver moc’h a zo ezel eus ar C’hooperl ha lod anezho a gav abeg en dibaboù graet ganti, da skouer en he doare da zispign an arc’hant.
D’an 21 a viz Even e vo dalc‘het emvod-meur ar gevelouri e Lambal. Ha sur a-walc’h e vo cheu. Hervez ar pezh omp deuet a benn da c’houzout, e vije ur strollad desaverien-voc’h o klask boutañ maez ar c’huzul merañ. Gant sikour ur c’habined alvokaded e vo klasket ganto adnevesaat ar c’huzul merañ en e bezh ha n’eo ket dre un drederenn hepken evel boaz.
Petra eo an dalc’h neuze? Rebechet e vez dibaboù an embregerezh gant izili zo. C’hoant o deus an desaverien gallout gwerzhañ o c’hig d’ur priz uheloc’h. Padal e vez gwerzhet kig moc’h produerien ar C’hooperl dindan hini marc’had Breizh, da lavaret eo dindan ar priz-dave, ha se dibaoe un nebeut mizioù. Seurt arguzennoù a c’haller lenn hiroc’h diwar o fenn en hon enklask.
Ouzhpenn-se e c’houlenn an izili bezañ dieub eus o choazoù. Pa vezer ezel eus ar C’hooperl ho peus ur gevrat da sinañ gant ur bern redioù ha dibleg e vez ar gevelouri war ar poent-se. Rebechet e vez ivez d’an embregerezh bezañ bet plantet arc’hant e broioù estren pe c’hoazh da chom amsklaer diwar-benn gounidoù an iskevredadoù.
« Un dazont evit ar C’hooperl » (pdf), setu titl un destenn bet skrivet gant lod eus an desaverien voc’h. Enni e c’haller lenn : « Ma kouezh ar gevelouri e kouezhimp holl ganti ». Hervez an destenn-se emañ ar renerien re bell eus gwirionez ar vicher ha ne selaouont ket al labourerien-douar.
Gant Bernard Rouxel, prezidant ar C’hooperl, ez eus bet kaset ur postel d’an 30 a viz Ebrel evit tagañ ar re a vez o klask cheñch penn d’ar vazh. Goulennet e vez gantañ d’an izili dont niverus d’an emvod-meur.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.