Ganet eo Splann !, ar media enklask dizalc’h nevez e Breizh a ro lañs d’ur prantad da sevel arc’hant.
Kas da benn enklaskoù kazetenniñ er Vro
Splann ! Ar gazetennerien-enklaskerien o deus ezhomm bezañ harpet ganeoc’h !
Ganet eo Splann ! Ar media enklask dizalc’h nevez e Breizh a ro lañs d’ur prantad da sevel arc’hant evit gellout mont en dro .
Gantañ e vo kaset da benn :
– Enklaskoù kazetenniñ : dre se e ranker reiñ amzer awalc’h d’hon c’hazetennerien da c’hellout mont pell e-barzh dañvez o sujedoù … ha mont betek penn o enklaskoù.
– Displegañ sujedoù hag a zo pouezus evit an holl er gevredigezh. Gant kazetennerien digabestr, evel just!
– Pennadoù-skrid pizh embannet e galleg hag e brezhoneg.
Splann ! eo ar media kentañ gouestlet penn-da-benn d’an enklaskerezh e Breizh. Renet eo gant ur spered dizalc’h ha nann-genwerzhel. Se a zo kaoz en deus ezhomm Splann ! bezañ skoazellet ganeoc’h-c’hwi kuit bezañ lakaet dindan gwask ar galloudoù ekonomikel ha politikel.
Gant Disclose e vezomp soutenet
Gant Disclose ez eus roet skoaz ouzh Splann ! . Brudet eo ar media se evit bezañ lakaet war-wel meur a afer: saotradurioù graet gant Lactalis, da skouer; peotramant hini an armoù gall implijet gant lu Yemen evit lazhañ poblañs e vro; pe c’hoazh evit bout bet galvet e gazetennerien da respont d’an DGSE.
Gant ar memes doare ha Disclose ez aio Splann ! . Da lâret eo : goprañ mat ar gazetennerien, dezho da gaout peadra da vont betek penn o enklaskoù.
Roet ‘vo an enklaskoù-se d’ar mediaoù a genlabouro, evit mann. Digoust e vo tu deoc’h lenn anezho ivez war hol lec’hienn internet splann.org.
Evel Disclose ez aio Splann ! war gement tachenn a vo ezhomm ren enklaskoù. Ar pal a zo reiñ da c’houzout d’an holl ar pezh a zo o c’hoarvezout en o bro e kuzh dezho.
Un diouer a ditouroù er Vro
Perak ? Rak, e Breizh, ez eus un diouer a ditouroù war sujedoù pouezus-kaer evel :
Ar bezhin glas ; an agro-industriezh ; ar saotradurioù a-bep seurt e-giz soatradur ar stêr-Aon e Kastellin e-kerzh an hañv gant danvez un uzin da vetanaat ; al labouradegoù da broduiñ energiezh ; an tachennoù Seveso ha reoù an arme c’hall ; al liammoù kreñv a zo etre ul lodenn eus ar bolitikerien hag an embregerezhioù bras ; an tachennoù ZAD ; ar stourmoù sokial hag ar bec’h a zo lakaet war ar gevredigezh gant ar polis…
Mod pe vod, er mare-mañ, emañ an nen o klask gouzout penaos, ‘ta, e c’hall mont en dro ar gevredigezh. E Breizh ez eus ur bern sujedoù hag a zo e kreiz an dalc’hoù displeget un tamm araok. Hag ouzhpenn ar Vretoned a zo desachet gant ar sujedoù-se. Ken pouezus int hag o deus un dalvoudegezh a live broadel hag etrevroadel zoken. Se a zo kaoz e ranker krouiñ ur mod digabestr da gazetenniñ evit diskouez splann peseurt interestoù noazus, prevez ha publik, a zo en hor bro.
Evit bout dieub e rankomp bout harpet
Siwazh, n’eo ket aes da gazetennerien ar mediaoù lec’hel labourat war ar sujedoù a zo kizidik tre, daoust dezho bezañ pouezus-kaer evit ma yafe mat en dro ar breud demokratel. En nevez-amzer dremenet, tost 500 kazetenner asambles gant sindikadoù, kevredigezhoù ha strolladoù kazetennerien o deus kensinet ul lizher a oa bet kaset da rannvro Breizh. Ganto e oa bet embannet sklaer ez eus diaezamantoù bras evit titouriñ mat an dud diwar-benn industriezh gounez-vouedel ar vro. Kement se a zo, evel just, chalus-tre evit ar geodedourien.
Met estreget ar c’hudennoù se a zo… Diaesoc’h diaesañ eo d’ar gazetennerien ober o labour diwar-benn al luskadoù sokial e Breizh hag e Bro-C’hall, kement ha ma vezont lakaet dindan gwask galloudoù politikel ‘zo… asambles gant o foliserien hag o archerien.
Pe e vefe war ar sujedoù-se pe war sujedoù all, pal Splann ! a zo embann keloù dieub, digabestr, resis, fetis, sklaer ha digoust… d’an holl gellout bezañ titouret.
Evit brudañ ha skignañ Splann ! hag evit dastum arc’hant da baeañ an enklaskoù embannet gant hor media nevez ez eus ezhomm an holl ac’hanoc’h. Ha peogwir ez eus sujedoù mallus-tre da lakaat war wel hon eus komañset da gas ul labour enklask dija, ul labour hag a zo tost war an echu…
Piv omp ?
Peta eo Splann ! ?
Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezhenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. E Bro Dreger, e Gwengamp, emañ staliet.
Penaos e vez labouret ganeomp ?
Da gentañ e vez divizet gant ar c’huzul-embann ur sujed a zo ezhomm e vefe enklasket diwar-e-benn. Kazetennerien a vez gopret da c’houde evit ober al labour, hag amzer a vez laosket dezhe da beurechuiñ o enklaskoù. Er fin e vez roet, evit mann, ar pennadoù d’ar mediaoù a genlabour : gante e vez embannet pe skignet an enklaskoù evit ma vefe tizet ar muiañ a dud. Kavet e vo ivez, digoust, ar pennadoù war lec’hienn internet Splann !.
Penaos e vez arc’hantet an enklasoù ha mont-endro ar gevredigezh ?
Digant keodedourien ha kevredigezhoù (nemet ar re a zo stag ouzh embregerezhoù pe strolladoù politikel) e vez dastumet an arc’hant. Diganto hepken.
Piv a zo e Splann ! ?
Er gevredigezh e kaver kazetennerien ha kazetennerezed, eus ar Vro evit darn-vrashañ anezho, ha tud all a fell dezho harpañ ur c’hazetenniñ dizalc’h. Holl anezhe a youl-vat.
Ar c’huzul-merañ
Ober war-dro mont-endro Splann ! a vez graet gant ar c’huzul-se. Pep dilennad a zo par d’ar re all a-fed pouezh ha kargoù. Gant bodad-meur ar gevredigezh e vezont dilennet. Emañ er c’huzul-merañ :
- Anne Giroux, studierez
- Raphaël Gitton, kelenner
- Alain Goutal, tresour
Ar c’huzul-embann
Dibab sujedoù an enklaskoù hag ar gazetennerien a vo o labouret warno a vez graet gant ar c’huzul-embann. Skoazell a ra ar gazetennerien en o labour. Mont a ra e darempred gant ar mediaoù a embanno pe skigno ar pennadoù. Kazetennerien a-vicher indi ar re a gemer perzh er c’huzul-embann. Dilennet vezont gant izili ar c’huzul-merañ hag, izili ar c’huzul-surrentez. Emañ er c’huzul-embann :
- Juliette Cabaço Roger, kazetennerez
- Gwenvaël Delanoë, kazetenner
- Sylvain Ernault, kazetenner
- Kristen Falc’hon, sevennour teulfim
- Faustine Sternberg, kazetennerez
Ar c’huzul-surrentez
Ar c’huzul-surrentez a zo e karg eus gwareziñ ma vefe doujet eus statudoù ar gevredigezh, ha eus ar garta-embann. Emañ er c’huzul-se an izili o doa ken-savet Splann !.
Darempredoù
contact [@] splann.org
3, plasenn Champs au Roy, 22200 Gwengamp
Chomit kelaouet eus 'pezh 'ra Splann !.