- Article précédent: Kleuzioù ha girzhier en arvar : hon enklask nevez
- Article suivant: Kondaonet eo bet an Timac Agro evit bezañ bet saotret aer Sant-Maloù
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Ur gevredigezh mod lezenn 1901 eo an arsellva, gant kazetennerien, keodedourien ha kevredigezhioù enni. Meur a gazetenner eus Splann ! o deus kemeret perzh evit krouiñ anezhañ. An diell gentañ a zo gortozet e penn-kentañ 2025. « Ar pep diaesañ a chom d’ober c’hoazh , eme Olivier Scaglia, unan eus ar pemp ken-brezidant. Met a-benn nebeut e vo titouroù resis da reiñ. »
Ganet e oa bet ar raktres bloaz zo tamm-pe-damm, ijinet gant un ugent kazetenner bennak (eus Frañs a-bezh, o labourat evit mediaoù disheñvel) a oa memes santimant ganto : war wasaat e ya ar gourdrouzoù war ar gazetennerien, hag emañ en arvar frankiz ar c’helaouiñ. 50 den bennak a gemer perzh en arsellva hiriv an deiz.
« Labourat a reomp evit ma vefe eus un ostilh gouest da gontañ pet gourdrouz a zo, met ivez da renkañ anezho : renablet hon eus 17 doare gourdrouz. Pep hini a vo gwiriekaet gant strolladoù labour evit ma vefe sur an holl titouroù embannet. Kroget e vo al labour e miz Ebrel 2024 war an holl gourdrouzoù a zo bet adalek miz Genver », eme Cécile Dolman, kenbrezidantez. Bep bloaz e vo skrivet un diell digor d’an holl, ha kaset da Guzul Europa.
« Ar pal eo ivez e vefe sklaeroc’h micher ar gazetennerien, evit ma c’hallfe ar geodedourien kompren penaos eo ar jeu er vicher, ha perak e c’hall bezañ diaes labourat. Pouezus-kenañ eo e vefe tud ha n’int ket kazetennerien a gemerfe perzh en arsellva », eme Virgile Miletto, kenbrezidantez.