[Kartenn nevez] Ne zigresk ket ar c’hementad a bestisidoù e stêrioù Breizh
Sylvain Ernault - 05/10/2024
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…


Graet e vez ekotoxik eus an efedoù fall war an endro a zeu eus ar produioù pistrius. Gant ar steuñv « Ecophyto » ez eus bet lakaet e plas un doare da vuzuliañ ar saotradur hag ar c’hementad a bestisidoù a zo en dour. Setu penaos eo bet labouret gant Vicent Berionni, skiantour war ar fizik ha krouer an embregerezh Akwari Coop, evit dielfennañ sifroù Bro-Frañs. Muzuliet eo bet ar c’hementad eus 161 pestisid e 7.100 lec’h disheñvel e-tre 2011 ha 2021. 463 a oa war bemp departamant Breizh.

« Pa weler ar sifroù e seblant stabil a-walc’h an traoù. Met pa vez sellet a dostoc’h, e c’haller gwelet e vez pestisidoù nevez oc’h erlec’hiañ ar re gozh », eme Vincent Berrioni. Goulennet eo bet dezhañ labourat resisoc’h war Breizh evit Splann !. Abalamour d’al lezennoù a cheñch e vez kavet muioc’h pe nebeutoc’h a bestisid-mañ-pestisid. Da skouer, an Isoproturon, danvez pistrius da lazhañ ar geot, a zo bet tennet eus ar marc’had gall e 2016. An Nicosulfuron e 2022. Hag an Epoxiconazole, un danvez da lazhañ tokoù-touseg, anavezet mat evit bezañ dañjerus evit ar yec’hed, zo bet difennet e 2019. Kementad an tri festisid-se a zo digresket da vat e stêrioù Breizh.
Met, e memes koulz, kresket eo kementad un danvez all, ar Métolachlore. Ha padal eo bet divizet gant ar Stad paouez da werzhañ ar pestisid-mañ nevez zo. « Evit bezañ sur ne cheñcho ket netra, emañ al labourvaoù o klask erlec’hiañ anezhañ gant an Diméthénamide-P pe ar Pendiméthaline », eme c’hoazh Vincent Berionni.
Ne vez ket kavet ar memes kementadoù a saotradur en dour e pep lec’h e Breizh. E lec’hioù zo eo bet kresket ar c’hementad a bestisidoù eus 10 da 20 % war 10 vloaz (eus Beg Bloskon betek an Trev). Hag e lec’hioù all eo bet digresket muioc’h evit 20 % (eus an Trev betek ar Renk). Mat da c’houzout : ne vez ket dre ret ar sterioù lec’h ma kresk ar muiañ ar saotradur e-touez al lec’hioù saotret ar muiañ.
Meur a dra zo da vezañ kemeret e kont, evel an amzer. Pa vez glav e red ar pestisidoù gant an dour betek ar stêrioù. Pa vez kalz a c’hlav e c’hall ivez kreskiñ ar c’hementad a louzeier « fall » er parkeier. Ha neuze e vez implijet muioc’h a zanvez da lazhañ anezho. Hervez ar pezh a vez hadet er maezioù ne vez ket implijet memes pestisidoù. Evit Vincent Verionni, « muioc’h-mui a dachennoù labour-douar a zo bio. N’eo ket kalz c’hoazh met gall a reomp gwelet un diforc’h dija a-fed saotradur en dour ». Arabat disoñjal e teu 77 % eus dour ar c’hog e Breizh eus hon stêrioù.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.