Abaoe 2022 emañ skipailh Splann ! o ren un enklask war ar sevel moc’h e Breizh, eus atant sevel moc’h Avel vor e Landunvez (Bro-Leon), perc’hennet gant penn arouez al lobioù. 80.000 pemoc’h ennañ, o kas saotradur d’an aer, d’an dour ha d’an demokratelezh lec’hel e Plouvorn zoken, en ur dremen dre ar C’hooperl, embregerezh liesvroadel ar sevel moc’h.
E 2024 e oa bet savet ur c’henlabour etre, Splann ! hag ar gelaouenn La Revue Dessinée evit sevel ur vandenn dreset diouzh an enklask diwar-benn Avel vor. Embannet eo bet nevez zo, en niverenn 43. Amañ ec’h embannomp hag e tisplegomp ar pevar aozlun (organigramme) diwar ar vandenn dreset-se, kement ha reiñ deoc’h da welet sklaer piv zo piv e bed lobi ar sevel moc’h.
En diwar-benn astenn an atant sevel moc’h Avel vor e Landunvez (Bro-Leon) e oa bet lakaet war-wel pouez e verour war ar filierenn a-bezh. Perc’henn eo Philippe Bizien war unan eus brasañ atantoù sevel moc’h ar Frañs. Rener eo war veur a embreenklask : prezidant eo an embregerezh Evel’Up (an eil evit ar sevel moc’h er Frañs) met ivez e penn meur a lobi sevel moc’h hag ar metanaat e Breizh.
E 2023 e oa bet roet dezhañ ur garg vroadel ouzhpenn : deuet e oa da vezañ prezidant rann saverien moc’h Kevread al Labour-douar (bet gwechall Coop ar Frañs), ar sindikad galloudus-tre a zifenne gwirioù hag interestoù kevreadoù Frañs diouzh ar galloudoù publik er Frañs hag en ensavadurioù europat.
Evel-se e voe gantañ pemp karg – ha neuze pemp gopr – hag e c’helle tizhout aes a-walc’h dileuridi ar Stad. E miz Genver 2024 e oa aet un dileuriadur savet diwar ar c’hannaded « Renaissance » Didier ar Gac hag Antoine Armand da weladenniñ atant Philippe Bizien da geñver ur « gefridi fiziet enno gant Marc Fesneau evit gwriziennañ don ar sevel moc’h er Frañs ».
Chom didrouz e oar ober lobi ar sevel moc’h, met aozet-kaer eo kulskoude. E-touez e zileuridi e kaver ar c’hannad Les Républicains (LR) eus tolead Lambaol-Loudieg (22), kuzulier rannvro ha bez-prezidant ar Vodadeg Vroadel betek 2022, Marc ar Fur.
Sikouret eo bet gant Jacques Crolais, a oa bet e skoazeller kannadel, ha rener Unvaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh (UGPVB) betek miz Ebrel 2024, ur post en deus dilezet evit mont evit kemer penn… Evel’Up.
N’eo ket echu tamm ebet an aozlun (organigramme). Kit war splann.org evit dizoleiñ ar peurrest.
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Rannvro Breizh o skoazell stummadur lobbying pennoù bras da zont al labour-douar
- Article suivant: [Kartenn nevez] Ne zigresk ket ar c’hementad a bestisidoù e stêrioù Breizh






