An atantoù bet perc’hennet gant ar C’hooperl

11/21/2023
Kristen Falc'hon, Ivan Logvenoff
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 10 mn lenn
Diwar an teuliadoù hag a oa bet fiziet ennomp ez eo sklaer eo ar C’hooperl perc’henn war seizh atant, penn-da-benn pe evit ul lodenn diouto  :  un atant arnodiñ, daou atant sevel saout ha pevar atant sevel moc’h gouestlet d’ar genetek moc’h Nucleus.
  • Gant ar C’hooperl ez eus lodennoù e seizh atant. Prenadennoù a chom kuzh p’emaint kontrol diouzh mont en-dro ur gevelouri.
  • E-barzh lod eus an atantoù sevel moc’h askoridik emañ ar strollad o tiorren an enklaskoù genetek war e ouenn moc’h a vez graet « Nucleus ».
  • Dre ar prenadennoù emañ ar gevelouri o tapout krog er sevel leueoù ivez, war batrom ar sevel moc’h.

Ha krog da vat e vefe ar C’hooperl gant prenadennoù atantoù sevel moc’h ? Dinac’han a ra renerien ar C’hooperl, p’int bet goulennet gant Agra Presse e miz Gwengolo 2023 : « [Adprenañ atantoù] n’emañ ket e-barzh l’ADN ar gevelouri. Ma vefemp lodennerien en atantoù e lakfemp hollad an izili da gemer riskloù», a gadarna Patrice Drillet, prezidant ar gevelouri etre 2013 ha 2023. Evit dileuridi zo eus bed al labour-douar ez eo ul linenn n’heller ket treuziñ zoken. « A-enep emaomp. Klevet hon eus kaoz eus kemer lodennoù e atantoù bet lakaet diaes, tri pe pevar bloaz zo, met ne oa ket evit padout », eme c’hoazh François Valy, prezidant Kevredad broadel ar saverien moc’h. Sklaeroc’h c’hoazh eo Charlotte Kerglonou, mouezh aotreet ar Gengevredad Peizanted en Il-ha-Gwilen : « Digor omp war veur a zoare staliañ peizanted, met ret eo d’an atantoù chom etre daouarn ar saverien loened, ha n’eo ket etre re ar gevelouri. »

Etre daouarn ar C’hooperl koulskoude, lodennoù zo eus seizh atant, evel m’eo lakaet sklaer war teuliadoù kontouriezh bet studiet ganeomp. Kuzh e chom ar prenadennoù-se, dianav zoken d’an arbennigourien war an dachenn.  « Din da c’houzout n’eo ket bet adprenet atant ebet penn-da-benn gant kevelouri ebet. Prederiet eo an holl gant ar reneveziñ rummadoù. E-sell emaint da ginnig amprestoù feur mann pe da gemer lodennoù met en ur chom ar bihan-niver memestra », a zispleg Olivier Frey, ekonomour ispisializet war ar c’hevelourioù.

Ma c’heller fiziañ en teuliadoù melestradurel a c’heller diskoachañ, er bloavezhioù 1990 e oa krog gant ar postadurioù arc’hant kentañ. Met aet eo an traoù war-raok abaoe 2019. E-barzh pemp eus an atantoù-se n’eo bet kroget gant ar postadurioù arc’hant a-boan pemp bloaz zo zoken. Heñvel eo bewech ar mont en-dro : pa oant tapet en ur blegenn, tost da vont war o leve, pe gant diaesterioù arc’hant, e oa krog ar C’hooperl da bostañ arc’hant evit ul lodennig hepken da gentañ a-drugarez d’an is-embregerezh Gufa Beausoleil, a-raok adprenañ hollad al lodennoù. A-drugarez d’ar postadurioù-se deuet tamm-ha-tamm eo erru ar C’hooperl da vezañ perc’henn nemetañ pevar atant sevel loened, keveler muiañ-niver da 85 % en un atant, ha kevelet bihan-niver eus etre 20 % ha 49 % eus al lodennoù evit daou atant all.

Daou atant dindan aotre

E Henant-Bihan eo bet prenet ti-feurm kentañ ar C'hooperl. La Ville-Poissin a servij hiziv evit enklaskiñ war ar genetek.

Un dachenn arnodiñ eo bremañ La Ville-Poissin, e Henant-Bihan, hini kentañ eus an atantoù bet prenet gant ar C’hooperl. War e lec’hienn internet e tispleg ar strollad gounez-vouederezh e talvez da « arnodva evit an obererezhioù enklask ha diorren war dachenn ar boued a-raok ma vefe kroget da lakaat war ar marc’had disoc’hoù amprouet an enklaskoù », e-touez traoù all. « Ar fed ma vefe un atant arnodiñ ne cheñch netra en holl d’an holl : un enframmañ eo bepred, ha kaset betek ar penn pellañ zoken. Produiñ moc’h a reer, mont da reont da lardañ hag echuiñ a reont evel kig-moc’h », eme Charlotte Kerglonou eus Kengevread ar Beizanted, disfiz en he mouezh.

Hag ezhomm a oa kaout un atant ken bras ? Hervez an teulioù ofisiel e veze graet « staliadur rummet evit gwarez an endro » (ICPE) eus atant La Ville-Poisson, ha dindan reolenn an aotreoù. Gant ar reolenn-se, an hini strizhañ evit pezh a sell ouzh an atantoù rummet, ez eo rediet sevel un enklask foran a-raok digeriñ un obererezh sevel chatal, zo bet dalc’het gant Greenpeace evel dave termeniñ an atantoù-uzinoù. Hervez an nomenkladur ofisiel e vez lakaet da dalvezout adalek 750 plas gwiz. Da lâret eo tro peder gwech keidenn ment un atant sevel moc’h.

En holl e ra daou atant sevel chatal ar C’hooperl a zo dindan reolenn an aotreoù. An atant all, war gumun Maoron (56), zo bet gouestlet d’al lieskementiñ an Nucleus, ar ouenn moc’h bet savet gant ar C’hooperl dre an diuzouennañ genetek.  Obererezh ar genetek, diorroet dindan stumm ur gevelouri tro ar bloavezhioù 1970, zo deuet da vout un isgevredad penn-da-benn eus ar C’hooperl er bloaz 1994 (sellit ouzh al lodenn 1 eus hon enklask). Gant 5 M€ a zisoc’hoù e 2022 evit ar gevredigezh staliet e Sina, ha 300.000 € evit an obererezhioù er Frañs, e c’heller lâret ez eo hiriv an deiz unan eus ar rannoù a zegas ar muiañ a c’hounid d’ar strollad.

« Nucleus », ur ouenn e servij an enframmañ

Pevar atant a zo gouestlet d'an enklask war ar genetek evit krouiñ ar pemoc'h Nucleus.

Ar pevar atant a oa da labourerien-douar o vont war o leve, adprenet int bet gant ar C’hooperl evit bezañ gouestlet da ziorren ar genetek Nucleus, o tispakañ evel-se kement ostilh e servij an enframmañ (lennit ar pennad kentañ). « Ur ouenn sperius-kenañ eo Nucleus, hag uhel-mat eo hec’h askorad kig, padal n’eo ket troet ar vamm ouzh he moc’h bihan kement-se. E servij an tiez lazhañ eo, ket e hini an desaverien moc’h », evel ma rank anzav Ronan*, bet teknikour er C’hooperl. P’emañ o voc’hañ, ur wiz a c’han tro pemzek porc’hell dre vras. Met dre ma n’eo ket troet ar wiz d’ober war-dro he moc’h bihan emañ ar perc’hell en arvar da vout gloazet pe flastret gant ar wiz. « An holl a oar ez eo ur ouenn diaes ober ganti, ha n’eus disoc’h all ebet eget hini ar c’haouedoù pouezerez », eme Ronan c’hoazh.

Ur sistem nevez evit desevel moc’h bihan zo bet diorroet gant ar C’hooperl gant ar spi gwareziñ ar perc’hell diouzh o mammoù ha ne warezont ket anezho a-walc’h. Gronnet e vez ar gwizi gant barrennoù hag uhelaet un disterañ war un doare savenn heloc’h a ro plas d’ar perc’hell da gaout bronnoù ar wiz hep bezañ en arvar da vout flastret. Un doare saveteiñ ar moc’h bihan a goust tro 2.000 € an tamm, gant ar c’haouedoù pouezerez-se ez eo kraouiet un tamm muioc’h ar saverien moc’h a felle dezho magañ moc’h yaouank, pa ‘z int bet rediet da gaout ar ouenn Nucleus en atantoù dindan ar gevelouri. Evel m’eo bet kadarnaet deomp gant Ronan* : « N’heller ket bezañ er C’hooperl ha chom hep ober gant ar ouenn Nucleus ».

Setu ar gaoued a vez implijet evit ma ne vefent ket flastret ar porc'helligoù bihan gant ho mamm. Muioc'h a gig a zo en doare pemoc'h-se sañset, met kudennoù all a zo.

Karget eo atantoù ar C’hooperl d’ober war-dro diuzouennañ (seleksioniñ) ar pared. Da lâret eo da zastum had an tourc’hed. Goude-se e vez implijet an had-se war al lec’h, pe kaset da atantoù all lec’h ma kaver saverien moc’h «liesaerien» a zo o vont da broduiñ gwizi yaouank a implijer evit reneveziñ an tropelladoù. Strizh-tre eo an doareoù desevel moc’h evit ober war-dro ar gwizi-se, dre ma vo kaset al loened da atantoù all er Frañs, d’an Europa pe zoken da Sina : silet e vez an aer, kaouedoù pouezerez ha produiñ hep bevastaler (antibiotik) : « Ar pal eo gwarantiñ d’ar bratikoù ul live yec’hedouriezh gant pared ha parezed, hag evel-se dispakañ ar muiañ posupl barregezhioù genetek al loened, en ur izelaat ar muiañ an dispignoù yec’hed », a zispleg deomp un implijad eus ar gevelouri bet goulennetaet gant ar gelaouenn Réussir Porc, ur gelaouen a servij da vrudañ an nevezentioù war dachenn an desevel loened stank-ha-stank, pe askoridik.

Hervez Bruno Hamon, merour er C’hooperl, moaien zo displegañ an dibab adprenañ atantoù gant ar gevelouri dre ma ’z eus ur riskl ma yafe an desaverien moc’h kuit eus un devezh d’egile. «Ezhomm hon eus mirout an dorn war an diuzouennañ moc’h. Pouezus-tre eo an tiez-feurm-se evidomp.» Dreist-holl pa weler eo gant an is-gevredadoù genetik e vez graet ar muiañ a arc’hant. Gant Nucleus France eo bet embannet un disoc’h eus 250.000 € e 2021. Gant embregerezh e Sina Cooperl genetics eo bet graet 4,7 M€.

Pa grog ar C’hooperl gant ar desevel leueoù

Daou eus an ti-feurm bet prenet gant ar C'hooperl a zo techet da c'houlenn an aotre da vezañ savet rak ez eus ouzhpenn 750 loen.

Feuket eo bet Michel*, desaver loened e korn-bro Gwipri-Mezek (35) p’eo bet diskoachet e oa bet adprenet un atant desevel moc’h gant ar C’hooperl en e gêr e 2019. « N’eo ket pal ur gevelouri prenañ atantoù. N’eo ket gant an dra-se e c’hellimp staliañ tud yaouank. Gant ar C’hooperl e vez meret ar prizioù dija, lakaet da redi prenañ boued chatal diganto hag implijout o genetek ! Ma teu da vezañ perc’henn war an atantoù ouzhpenn-se, ne chomo met un den e penn an traoù, hini rener ar gevelouri », eme an desaver hegaset; 

A-drugarez d’an daou is-embregerezh, ar c’hevredadoù Azur hag Avenir, eo erru ar strollad Cooperl da vezañ perc’henn an atant sevel moc’h kozh e 2010. Adheñchet eo bet obererezhioù an atant evit mont war-zu an desevel leueoù da vezañ lardet, war batrom an desevel moc’h, lec’h m’eo dispartiet kolenourien ha larderien. Un dibab justifiet gant Bruno Hamon abalamour d’ar redi ampletiñ ti lazhañ loened ar C’hooperl e Saint-Maixent (79) « a ra un nebeud leueoù dija » met ivez gant an ezhomm da « enebiñ ouzh Bigard » keveler pennañ ar gevelouri war an dachenn

Efedus eo bet an atant gant 200 plas evit al leueoù betek 2019, pa ‘z eo bet aotreet ar Chooperl gant ar prefeti da vrasaat an atant betek 800 plas.  Brasaat evel-se en deus roet tro da anavezout anvioù ar berc’henned gwirion, hag alese eo bet savet a-enep un toullad tud ha lod eus ar sindikadoù. Evel ma lâr ar Gengevredad Peizanted en ul lizher bet skrivet d’ar 7 a viz Mae 2019 : « N’eo ket renet an atant-se gant labourerien-douar, met gant ur strollad industriel bras », hag arouezius eo eus « an diouer a gontroll gant al labourerien-douar war o hentennoù produiñ hag war o ostilhoù labour ».

E-tal an tabutoù-se e tiviz Thierry Beaujouan, maer Gwipri Mezek en em deurel en ur prosezadur.  Dalc’het eo bet ur breud kentañ d’an 19 a viz Here 2023 dirak lez-varn melestradurel Roazhon evit nullañ diferadenn ar prefeti a roe aotre da astenn an atant. War a seblant n’eo ket bet lakaet e kaoz raktresoù hentenn desevel leueoù ar C’hooperl gant ar proseziñ-se, rak abaoe eo bet prenet ganto un eil atant e Skrigneg (29), e kalon Park Naturel Rannvroel an Arvorig. Mantret eo Ariane Malleret, e-karg eus rann al labour-douar gant Greenpeace France : « Al lañs nevez-se, e kroaz-hent ar stankañ hag ar produiñ, a zo un harz d’an dae a chom, hini ar reneveziñ ar rummadoù labourerien-douar, hag a zo koulskoude ur redi evit diorren an doareoù desevel loened padus ar beizanted ».

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →