Amoniak forzh pegement b’an aer
Ar skipailh embann - 04/21/2022
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Splann ! a chom war evezh diwar-benn tout ar pezh ‘zo nevez tro-dro d’e enklask « Breizh : c’hwezh an amoniak er maez ».
Kresket eo bet an amoniak ‘barzh aer Bro-Frañs eus 24 % e kerzh an 11 bloavezh tremenet, hervez skiantourien Laboratoire atmosphères, milieux, observations spatiales (Latmos) ha Skol-Veur dizalc’h eus Brusel. Embannet eo bet ganto ar bloaz paset disoc’hoù a ziskouez emaint o pellaat broioù Europa eus palioù digreskiñ an amoniak ‘b’an aer.
Traoù a-dreuz o ‘deus kavet ar skiantourien gant ar sifroù. Ret e vefe hervezo kemer e kont liv an amzer. Seul vuioc’h a dommder, seul vuioc’h a amoniak. Ha tomm eo an amzer ‘pad ma vez skuilhet dour-hañvouez e-pad an nevezamzer.
Titouroù diwezhañ : muzuliet ‘vo an aer ar miz o tont e Breizh a-benn testiñ benvegoù diheñvel ha doareoù d’ober evit ma vefe gwelloc’h sifroù an dilaoskañ.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel. Existe aussi en breton.