Lidet e vo hor bloavezh kentañ leun a enklaskoù d’an 21 a viz Mae 2022 !
Ar skipailh embann - 05/18/2022
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Roet e vo emgav deoc’h disadorn, d’an 21 a viz Mae, e Roazhon evit lakaat ar gaoz war ar c’hazetenniñ enklask. Deuit d’ar Basse Cour a zo un davarn geodedel lec’hiet e ti kozh kastell La Prévalaye. Ul lec’h leun a gejadennoù, tabutoù hag e-lec’h ma vez debret produioù eus ar vro ha produet gant ul labour-douar doujus ouzh an endro eo.


Komzerezh – tabuterezh (Evit mann)
3e30- 17e : An enklaskoù embannet gant Splann !
« Iberdrola, pa vez louz ar jjeu gant an energiezh “naet” », kinniget gant ar gazetennerez Itzel Marie Diaz.
« Breizh : c’hwezh an amoniak er maez » kinniget gant ar gazetennerez Caroline Trouillet.
5e30-7h : Enklaskoù-lec’h, pezh zo dleet, pezh zo dies ?
Gant Nicolas de la Casinière, deus La Lettre à Lulu, Julien Collinet deus La Topette, Nolwenn Weiler deus Basta!.
Sonadeg da 7e30 – impro funk
Gant ar strollad Les Entités, deus Roazon.
Priz : Evit mann gant ar gartenn sortir / 3€ a-raok : 5 € war al lec’h
War al lec’h vo pezh ‘foata da evañ ha debriñ !
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel. Existe aussi en breton.