Iberdrola. Pa vez louz ar jeu gant an energiezh « naet »

by | 29 03 2022

62 rod-avel a vo plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh, war un takad braz a 75km². Embregerezh spagnol Iberdrola an hini eo a zo e penn ar chanter-se, dre e is embregerezh breizhad Ailes Marines. War ar renk emañ ivez er galv da ginnigoù un eil parkad tourioù-avel er mor, nepell eus Enez Groe. Pal Iberdrola, eme-eñ, eo « sevel ur raktres kiriekha padus ». An embregerezh spagnol eo an hini pouezusañ er bed da geñver energiezh an avel, hag e embann splann eo « kizidig ouzh gwareziñ an endro ».

Met peta ‘zo kuzhet a-drek d’ar c’homzoù-se ? Sed aze ar pezh eo bet o klask kazetennerezed Splann !, dre un enklask dokumantel braz e 4 yezh disheñvel. Bet lakaet o frioù e raktresoù all «energiezh c’hlas» Iberdrola, e kevandirioù all. Kar pell a-raok dont da sevel peulioù e Breizh e oa bet Iberdrola o staliañ bern reoù all e Amerika. Ha kalz traoù a zo da ziskoachañ : lazhet kementadoù braz a laboused, marvet tonennoù a besked, gwallet gwirioù Bugel-Den memes hervez kalzig a vammennoù, ha zoken, nepell eus tourioù-avel an embregerezh, drouklazhet stourmerien amerindian…

Tro-war-dro raktresoù Iberdrola, poanioù ‘zo n’int ket prest da vout pareet.

Tehuantepec : tro-war-dro an tourioù-avel, ar mafia

La Venta II y III : miliadoù a laboused lazhet

Telez Pires : brezelourien Amerindian oc’h aloubiñ ar chanter

Belo Monte : Reuz e-kreiz Amazonia

Baixo Iguaçu : Kantadoù a familhoù en argoll

Petra eo hon youl ?

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Gant Itzel Marie Diaz, kazetennerez gall ha mexican ‘neus labouret eus Pariz, ha gant Lena Lopes, ‘neus labouret eus Brazil, eo bet graet an enklask-mañ. Bet skoazellet gant ar c’huzul embann a-youl vat : Juliette Cabaço-Roger, Faustine Sternberg, Caroline Trouillet, Gwenvaël Delanoë, Sylvain Ernault ha Pierre-Yves Bulteau. Troet eo bet pep tra gant Tudual Karluer. Gant Yann Lesacher (Yal) eo bet graet an tresadennoù. Pierre Corbin ‘neus sikouret evit ar gartenn. An enklask-mañ zo bet embannet digoust a-drugarez d’ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Pobl Vreizh ha rouedad Radio Breizh.

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien HelloAsso. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ an arc’hant roet diwar an talioù.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Koumanantit d'hon c'heleier

Chomit kelaouet eus 'pezh 'ra Splann !.