Bresk eo deuet da vezañ ar raktres sevel daou glud-yer ramzel 2.200 m2 e Laoulan (56). Ar pal a oa degemer 22 penn loen dre vetrad karrez, da lâret eo tro ur milion a bennoù yar bep bloaz.
An aotre bet sinet gant ar prefed e 2019 a zo bet nullet gant al lez-varn velestradurel d’ar 25 a viz Kalañ-Gouiañ (Du) paset. « Soñj al lez-varn e-keñver framm lezennel an traoù lañset a ziskouez e oa kudennoù bras, e kalon ar raktres », eme alvokad Thomas Dubreuil, a zo bet galvet gant 3 den o chom ne bell deus al lec’h, gant Dour ha Stêrioù Breizh ha Kengevread ar Beizanted ivez.
Hervezh ar varnerien e tiskouez daou dra :
- N’eo ket klok ar studiadenn skogañ (étude d’impact), ker n’eo ket bet renablet mat konsekañsoù ar raktres war liesseurted ar vuhez war al lec’h.
- N’eo ket bet studiet mat ar sammadoù a amoniak a vefe ouzhpenn, nag o c’honsekañsoù war an dud nag ar spesadoù a vev tro war-dro al lec’h. Uhel-mat ar sammad a amoniak enno dija.
Setu un diviz a zo bet degemer mat gant ar reketerien (ar re o deus kaset an traoù d’al lez-varn), ouzhpenn e oa bet kinniget gant an daneveller publik nac’hañ o goulenn da gomañs. Moaien ‘zo d’ar prefeti ober engalv (faire appel) d’an diviz beteg an 10 a viz C’hwevrer.
50.000 €
Setu sammad ar yalc’had roet gant rannvro Breizh d’ar raktres kludoù-yer ramzel e Laoulan, dre ar Plan volailles. Goulennet eo groñs ganti dilezel ar steuñv-se penn-da-benn : en em harpiñ a ra ar c’henstroll nevez Breizh enep ar feurmoù-uzin, war diviz al lez-varn.
« An endro n’eo ket un dra a c’heller azasaat evit e glotfe gant hor raktresoù, emañ ret deomp azasaat hor raktresoù d’he-c’heñver. Setu ar pezh a vez diskouezhet gant nulladenn ar raktres-se. »
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Enklask nevez : Breizh, ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs
- Article suivant: Petra 'zo c'hoarvezet a-houde embann « Breizh : c'hwezh an amoniak er maez » ?






