E Mengleuz Imerys e Breizh e vez soubet ar vicherourien er ploutrennoù pistrius

09/10/2026
Célia Izoard
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 13 mn lenn
Dielloù ha videoioù n’int ket bet embannet biskoazh deus al lec’h eztennañ andalouzit Imerys e Breizh a ziskouez e vez lakaet ar c’hopridi da analiñ poultrennoù pistrius hag a gas ar c’hrign-bev. Un toullad labourerien zo tapet gant kleñvedoù skevent : silikoz, krign-bev, amfizem.

« Na pet gwech em eus ranket mont da zisac’hañ ar mekanikoù stanket gant ar poultr… ! Ret e veze din digeriñ un drapenn ha tremen un eurvezh pe ziv en ur goumoulenn partikulennoù moan. Gwenn e vezen penn-kil-ha-troad hag a-boan ma oan kât da alaniñ. Garmet em eus bet a-wechoù ! » Michel*, aet war e leve un nebeut bloavezhioù ‘zo, ez eo didro e vousc’hoarzh ha berr e alan. Ur medisin en deus kavet dezhañ ur silikoz, ur c’hleñved n’emeur ket o c’hortoz kavout ken panevet etre linennoù Germinal ha neket e Breizh er bloaz 2026. Ar c’hleñved diremed-se a zeu diwar poultr silis berniet er skevent.

Michel ne fell ket dezhañ krediñ kement-mañ hag emañ o vont d’ober dielfenadennoù nevez. Ar micherour-se en deus bet labouret e vuhez-pad evit an embregerezh liesbroad Imerys e mengleuzioù Groñvel e kreiz Breizh. Daoust hag ec’h anaveze ar riskloù liammet gant ar poultr-se ? « Gouzout a ouzemp dreist-holl e oa chalus evit an embregerezh, rak ken tagus e oa ma veze skuizh an dafar a-raok ma na veze poent dezho da vezañ. »

« Poultrennoù dañjerus kenañ »


An andalouzit a vez analet bemdez gant micherourien Groñvel zo ur mineral « gant un talvoud uhel e silis strinkennaouek » ha hemañ zo ur « graer kimiek dañjerus » hervez Kod al labour. Gallout a ra al labourioù e darempred gant ar silis kas ar silikoz, ur c’hrign-bev er skevent hag un heuliad kleñvedoù emwared. « Poultrennoù dañjerus kenañ ez int », eme an doktor Alain Carré da zielfennañ, mezeg al labour anezhañ, hag ergonomour e Kef kentañ an asurañs yec’hed hag arbennigour eo war riskloù ar mengleuzioù.

Ar vengleuz-mañ da Imerys en Aodoù-an-Arvor ez eus e-tro kant den o labourat enni da eztennañ andalouzit, ur mineral a servij da broduiñ danvez refrakltel evit ar fornioù industriel. Ez-ofisiel ez eo rummet evel ur vengleuz, hag al lec’h-se en deus doareoù ur vengleuz bras : eztennañ e fozelloù bras, mein malet ha strollet war al lec’h en un heuliad uzinoù. Imerys a werzh un hollad produioù diwar andalouzit, anavezet kerfalit (diwar anv ar gêriadenn e lec’h m’emañ ar vengleuz), poultrenn eo ha dek gwech bihanoc’h eget ur c’hreunenn bleud ez int.

Ma vez deus ar riskloù liammet gant ar silis strinkennaouek e kement mengleuz a zo, ar fed da valañ moan-moan an hini a lak poultrennoù Groñvel da vezañ ken noazus. « Seul nevesoc’h e vez malet ar silis seul pistriusoc’h e vez, rak finoc’h ha nijusoc’h e vez c’hoazh, a zispleg Patrick Brochard da Splann !, kelenner emerit e skol-veur Bourdel eo, hag arbennig war ar c’hleñvedoù micherel e liammet gant ar partikulennoù analet. Mont a ra e-barzh ar skevent ha galloud a ra ober gloazioù n’oufer ket dont war-giz anezho ha kenderc’hel a reont da ziorren bloavezhioù goude ma ne vije ket eus an danvez-se ken. »

Al labourerien a-frapadoù « a zebr ar poultrennoù »

« E-barzh ma atalier e vez dalc’hmat ur goumoulenn poultrennoù, a zeskriv Nicolas*, labouret en deus nevez ‘zo a-frapad e ti Imerys e Groñvel. Ar produ a vez malet ur wech diwezhañ a-raok bezañ lakaet e-barzh seier da vezañ kaset. Dre ma vez kaset aer gant ar mekanik da leuniañ ar seier e vez flistret tro-dro e pep lec’h. Pa vez cheñchet produ, kuit da gaout meskajoù neuze, e vez ret naetaat ar mekanik : ar baotred a lak ar penn e-barzh ha c’hwezhañ a reont ar poultr gant ur c’hwezherez, sevel a ra neuze ur c’helc’h tro-dro dezho ha dont a reont ‘maez gwenn tout. Ar gwashañ a vez pa vez ar mekanik o tirollañ ha c’hwitout a ra beg ar sac’h. D’ar poent-se e c’hwezh poultr e pep lec’h en aer e pad-meur a vunutenn. »

260901 Imerys Glomel Poussières Engin Entrepôt Crédit Splann !

Kuit da vezañ dindan ar silis strikennaouek e vez erbedet gant Ensavadur broadel an enklaskerezh hag ar surentez (pe INRS e galleg), aozadur dave ar yec’hed el labour, « ober an obererezhioù en ur sistem kloz lakaet dindan diwaskerezh hag ar peurglosañ a c’hall bezañ ». Pa n’haller ket e vez dav neuze « pourvez ar postoù-labour gant ur stignad pakañ ar poultrennoù eus al lec’h ma teuont ». Ar gwarezioù hiniennel evel ar maskloù n’int erbedet nemet ma n’eus doare all ebet ken. Dielloù diabarzh da Imerys bet gant Splann ! a ziskouez e « kemer an embregerezh e kont ar riskloù liammet da vezañ dindan ar silis strikennaouek logigel » ha lakaat a ra neuze ar redi « da lakaat maskloù FFP3 » evit obererezhioù’zo. « Met lakaat a ra al labour da vezañ poanius hag ar vicherourien ne lakont ket anezho», en deus stadet Nicolas.

« Rediañ lakaat ur maskl zo un doare da gas an atebegezh bezañ e darempred gant an danvez pistrius war an implijidi, eme an doksikologourez Jessie Aldana. Met arabat ankouaeout en deus an implijer ur redi disoc’hoù evit ar pezh a sell ar yec’hed el labour. »

Pa oa bet enfredet e Groñvel e oa bet « souezhet » al labourer a-frapadoù gant ar c’houmoul poultrennoù, met ne oa ket nec’het ouzhpenn evit-se : ne oa ket bet roet an disterañ titour dezhañ diwar-benn pegen pistrius e oant. « Er penn kentañ e vez roet kuzulioù deomp da geñver ar gwallzarvoudoù liammet gant ar mekanikoù. Met ar poultr. Kement a zo ma n’eus diskoulm ebet, neuze ne vez ket kaoz eus se e gwirionez. Ar chefoù al lavar deomp-mat ez eo ret sunañ kentoc’h evit skubañ, met ar poultrsunerezoù n’eont ket en-dro. »

Nicolas en deus « debret poultr » un nebeut a-raok echuiñ e gevrat labour a-frapad ha eñ yac’h, met disperediñ a ra : « Dileuridi an implijidi ac’h azgoulenn dizehan kempenn ha lakaat en normoù ha ne vez ket graet james. An toennoù en amiant en em zispenn o-unan. Ar santimant hon eus o deus c’hoant aktionerien Imerys da implij ar benveg labour betek-penn hep dispign an disterañ gwenneg. »

Nammet da 44 bloaz

260901 Cédric Gouagout Maison Bzhg Crédit Climate Whistleblowers

Cédric Gouagout n’eus ket bet kement a chañs ha eñ. E 2021 e oa erruet hemañ, tad tri a vugale, 44 bloaz, sportour ha korfek anezhañ, da labourat evel labourer a-frapad en uzin Groñvel evel « gedour » : mont a rae eus an eil atalier d’egile a-benn ober war-dro ar c’hempenn hag an naetaat. « A-wechoù e oa 1 cm poultr war al leur. Ha dre ma n’ae ket en-dro ar boultrsunerez, e veze implijet ar vazh ganin da lakaat anezho da gouezhañ eus an eil estaj d’egile, a-hed an endervezh. Ne welen ket ur metr dirazon. » Ne oa maskl FFP3 ebet gantañ, ha poultr a zeue d’en em silañ en e varv.

Pevar miz diwezhatoc’h e oa krog Cédric da santout e oa devet e skevent ha poan en deveze bemdez « evel taolioù kontilli ». N’eo ket deut en-dro deus-se. Pemp bloaz diwezhatoc’h, chom a ra er gêr a-hed an deiz, ne vez ket gwall bell eus an arrebeuri plastik e lec’h ma vez e louzeier. « Berr e vez warnon ordin, pa vezan o komz memes. Esaeet em eus gwalc’hiñ karr ma mab, dibosubl », emezañ da guzhutikaat, ha dour en e zaoulagad. Ar greizenn kleñvedoù micherel en ospital Brest en deus kavet dezhañ « ur syndrom Brooks [dreist-reaktadenn ar c’horzennoù-skevent] e liamm gant bezañ bet e darempred gant poultrennoù raz hag andalouzit. » Cédric Gouagout zo bet anavezet evel ul labourer nammet, met e yalc’had n’eo ket trawalc’h evit bevañs e familh ha sammañ a reont dleoù abaoe ar gwallzarvoud.

« Ijinañ a reer alies ne vez ken nemet bezañ lakaet dindan an danvez e-pad pell amzer a c’hallfe kas kleñvedoù, a zispleg Jessie Aldana, toksikologourez a oa bet Splann ! e darempred ganti. Met gouzout a ouzer hirie an deiz e c’hall kementadoù uhel silis strikennaouek kas gloaziadennoù prim ha tanijennus ha doareoù silikoz a emdro primoc’h. » An arbennigourez war ar yec’hed el labour a bouez war ar fed ez eo al labourerien a-frapadoù, a vez lakaet alies d’ober al labourioù start, ar re a zo « klañvus ha bresk dreist-holl da vezañ bet e darempred gant kalz a zanvez ».

Muzulioù a-us d’ar vevenn

Un notenn servij gant Imerys Groñvel en deus bet tro Splann ! da gaout ha kadarnaat a ra ez eo hollvezant ar poultrennoù pistrius. Disoc’hoù an enselladenn a oa bet etre 2021 ha 2023 gant an Apave, un aozadur paeet gant Imerys, a skriv fraezh an traoù : « Diwar c’hwec’h post, n’eus nemet daou a zo reizh diouzh ar reolennadur ». Hervez Kod al labour, « ma ‘z aer a-us d’ar vevenn daremprediñ er vicher diwar redi, e paouez an implijer al labour war ar postoù-labour betek ma vo lakaet e pleustr diarbenn sur da gretaat gwareziñ al labourerien. »

« Ar maskl FFP3 na warez ket a-enep ar poultrennoù ar moanañ ha n’hell ket bezañ lakaet a-hed an amzer », eme an doktor Alain Carré, mezeg al labour, ergonomour e Kef kentañ an asurañs yec’hed hag arbennigour war ar riskloù diwar ar mengleuzioù.
Michel en deus soñj-mat bepred, « un deiz, a-raok un enselladenn gant an Apave en doa goulennet ar chef [diganin] digreskiñ ar produadur dre an hanter da virout ouzh ar poultrennoù da vont e-maez ».

260908 - Imerys Glomel Poussières tableau rapport Apave Bzhg Crédit Splann !

« An dalc’h, a zispleg Renaud*, hemañ en deus bet labouret e-pad pell en uzinoù Groñvel, eo e vez stouvet ar sistem sunerezh dalc’hmat abalamour ma vez ken tanav ar poultr ha neuze n’a ket en-dro da vat. Ret e vefe cheñch ar siloù ingal met an embregerezh ne fell ket dezhañ sammañ ar c’houst-se. »

Ar micherour-mañ erru e-tro hanterkant vloaz a c’houzañv diwar un amfizem, ur c’hleñved e lec’h ma vez distrujet logigoù ar skevent. Renta-kont an ospital e lec’h ma oa bet a zispleg kement-mañ gant « ma oa bet lakaet e darempred gant silis mikrostrinkennaouek a gaver e poultr an andalouzit ».

« Labourat a raen e-kichen ur bulluc’herez, ur pezh tuellenn a servij da dommañ ar c’hailh da 700° C, a gont Renaud. Disteurel a ra poultr berv ha moan-kenañ dizehan. Pa analez se ez peus ar santimant emaout o vont da vougañ. » Kontrollerien renerezh-rannvro an endro (pe Dreal e galleg) o deus int-i o-unan stadet meur a wech e oa eztaoladennoù ar bulluc’herez-se a-us d’an normoù : e dibenn miz Genver 2026, ha roet o deus tri miz da Imerys da lakat anezho da zigreskiñ. E miz Mae en doa lakaet an embregerezh ober muzulioù nevez, kaset int bet d’ar prefeti gant Splann ! : an Apave a ro talvoudoù reizh diouzh ar vevenn, met « an disoc’hoù zo roet hep bezañ kadarnaet » evit al lodenn « pulluc’herez ».

En ur lenn an danevell ez eo sklaer evit Renaud ne glot ket ar muzulioù gant an doareoù gwirion da labourat : « Diouzh an temperadur roet, ez eo gant ar mineral a ra an nebeutañ a boultr ez eo bet graet ar muzulioù ha n’eus nemet 10 % ar produadur gant-se, emezañ da zielfennañ. Ha graet eo bet just goude bezañ bet kempennet penn-da-benn ! » Al lodenn a skuilh ar muiañ gant ar bulluc’herez ne seblant ket bezañ en danevell-se.

Michel en deus bet bevet un enselladenn bet graet e doareoù n’haller ket fiziout enno : « Un deiz, a-raok un enselladenn gant an Apave, en deus ar chef [hini an uzin] lakaet ac’hanomp da zigreskiñ ar produiñ dre an hanter kuit da skuilhañ kement a boultrennoù. »

Savet zo bet ar goulenn ouzh an embregerezh Imerys gant Splann !, ha n’o deus ket roet resisadurioù war an doareoù da seveniñ ar muzulioù. « Evel korvoer industriel atebek, en deus respontet dre bostel, mirout a ra Imerys an dielloù diabarzh, danevelloù, roadennoù teknikel ha paperioù-testeni d’an aotrouniezhioù reoliañ ha d‘ar pennadurezhioù war ar gwir hepken. »

An embregerezh liesbroad en deus adlavaret en e respont « yec’hed ha surentez hon c’henlabourerien ha labourerien berrbad, ha gwareziñ an endro zo priorelezhioù evit Imerys. »

« Darn vrasañ ma c’heneiled zo marv »

Renaud a lavar e oa aet kuit eus al labouradeg evel ma vez tapet ur « pesk ». « Kroget on da gaout aon goude ma oa marvet un c’heneil all adarre gant ur c’hleñved eus ar skevent. An darn vrasañ anezho zo marv e-korf an daou vloaz goude bezañ aet war o leve. Ar butun e-unan ne ra ket kement a reuzidi ! »

Diouzh Kod al labour, pa vez kuitaet an embregerezh ganto, e vez ret d’an implijidi bet lakaet e darempred gant un danvezenn a gas ar c’hrign-bev, mutagenek pistrius evit ar gouennañ evel ar silis strinkennaouek kaout un « heuliañ hiniennel kreñvaet » lakaet e pleustr gant medisinerezh al labour « e liamm gant ar mezeg boas ha mezeg kuzul an aozadurioù surentez sokial ».

Ar vicherourien bet savet ar goulenn outo gant Splann ! n’o doa ket bet keleier diwar-benn bezañ bet e darempred gant silis nag an efedoù a c’hell bezañ alese ha n’o doa ket bet kinnigoù bet heuliet goude al labour.

Ur c’hlemm a-enep Imerys Groñvel

260901 Cédric Gouagout Médicaments Bzhg Crédit Climate Whistleblowers

Cédric Gouagout a zo eñ souezhet ne vez graet seurt ebet gant Kef asurañs leve ha yec’hed el labour (pe Carsat e galleg), an aozadur a vez o verañ diarbenn ar c’hleñvedoù micherel evit ar surentez sokial. Just goude bezañ gwelet anezhañ en ospital Brest e 2022, en doa sachet ar c’helenner Dewitte, penn-servij ar Greizenn kleñvedoù micherel evezh ijinourien ar c’hCarsat war an aozioù labour en uzin. Cédric Gouagout en doa savet ar goulenn outo meur a wech, gant harp Muriel Lepvraud, kannadez Aodoù-an- Arvor. Renerezh ar riskloù micherel er c’hCarsat en deus respontet dezhañ a-benn ar fin e miz Meurzh 2026 : « N’eus ket bet graet enklask ebet ganeomp da heul ho kwallzarvoud labour ha n’eus roadenn ebet ganeomp a c’hallfe bezañ liammet gant-se.. »

« Ret eo strourm evit ar vicherourien zo e ti Imerys c’hoazh, eme Cédric da eilgeriañ. Labourat a reomp evit magañ hon bugale, n’eo ket evit dont da vezañ nammet. » Al labourer a-frapadoù bet a lavar emañ o vevañ en « un ifern korfel » pemp bloaz’zo ha hemañ a zo ivez ar micherour kentañ eus mengleuz Groñvel da gas un ober foran a-enep Imerys. Skoazellet eo gant ar gevredigezh sikour d’ar sacherien evezh Climate Whistleblowers ha gant annezidi ar vengleuz, savet en deus klemm a-enep d’an ajañs labour a-frapadoù Manpower hag an embregerezh liesbroad ha boulc’het zo bet gantañ un argerzh abalamour da « fazi n’haller ket digareziñ a-berzh an implijer ». Un dalc’h kentañ a vo an 8 a viz Here 2026 e pol sokial lez-varn Sant-Brieg.

Geriaoueg

a-frapad.où : intérim

Kleñvedoù emwared : maadies auto-immunes

Logigel : alvéolaire

Pulluc’herez : Calcinateur

Strinkennaouek : Cristallin.e

Splann !, ur media hep NA/IA ennañ

Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →