Koll-boued ar metanaat

09/13/2022
Raphael Baldos
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 14 mn lenn

E plas boueta an dud hag al loened e vez pourvezet metanerezioù gant boued hag edaj. N’eo ket diaes d’al labourerien-douar mont e-biou d’al lezenn a-benn gounit «maiz enerjetek» forzh pegement. Truchañ a ro an tu da c’hounit muioc’h a arc’hant, peogwir eo gopret gwelloc’h ar produiñ energiezh eget an desevel saout.

  • Boued a vez implijet da broduiñ gaz.
  • A-benn gounit muioc’h mui a vaiz gouestlet d’ar metanerezioù ‘zo eus un oberenn simpl da vont e-bioù d’al lezenn.
  • Aon ‘zo ma yafe Breizh da heul Bro-Alamagn, lec’h ma vez kevezerez braz etre an trevadoù enerjetek hag ar re ‘zo gouestlet da voueta an dud

Abalamour d’ar brezel en Ukraina ez eo stennoc’h stennañ ar surentez bouedel er bed. Stenn ar jeu ivez gant an deseverien loened er vro, a zo berr ar boued-chatal gante, ablamour d’ar sec’hor. Koulskoude, d’ar memes koulz, e Breizh ha Bro-C’hall, e vez produet boued… ha na voueto den ebet, ha tamm loen ebet. Laezh, avaloù-douar, ed pe maiz… Kement-tra ‘zo hag a vez implijet muioc’h mui da broduiñ energiezh, lonket gant ar metanerezioù. Gante ‘vez produet metan, ‘zo treuzfurmet da c’houde en tredan peotramant implijet dindan e stumm gaz.

Sed aze da skwer ar pezh a vez graet gant embregerezh Tinerzh, bet krouet gant pemp labourer-douar eus ar Chapel-Nevez (Bro Gwened, 56). ‘Barzh he zeuliad, a lenner en enklask-foran, e tisplegont e vo « lakaet ‘barzh [ar vetanerez] hepken hañvouez ha teil, is-produioù loened evel al laezh pe produioù savet diwar laezh ha boued graet diwar loened o tont eus industriezhoù gounez-vouedel [agro-bouedel, NGAS] hepken (…)»

Met perak ‘ta digalzañ boued da broduiñ energiezh, padal e vez lakaet war-wel alies ar fed e vefe ar metanaat an diskoulm peurvat da adimplij hañvouez an disaverezhioù, ez eus ur bern dioñte e bro Vreizh ? Anat eo : rak ed ha produioù-boued ‘zo kalz efedusoc’h da broduiñ metan eget an hañvouez.

Evit-se e vez, da skwer, gwerzhet avaloù-douar d’ar metanerezioù gant embregerezh Margaron SAS, e Roybon (Isère, Bro-C’hall). Bremañ, ar patatez, evel boued-all, a vez priziet diwar e varregezh da broduiñ metan, ha n’eo ket hepken diwar e berzhioù bouedel ha yec’hedel. Memes tra gant ar maiz, ‘zo digouezhet e Breizh pa oa bet diorroet an desaverezh askoridik (ar sevel-loened iñtañsif).

Sañset n’eo ket maez-lezenn an doare-se d’ober, memes ma vez krouet kevezerezh etre ar bouetatud hag ar produiñ metan. Gwerzhet e vez ar boued-se evel ma vefe «lastez», setu perak n’a ket enep d’al lezenn. Met memes tra, kement-mañ a ya d’an tu kontrol eus pennaenn (reolenn etik) ar metanaat, evel ma vez dipleget gant Ministrerezh an treuzkemm ekologel: «metanerezioù labour-douar, da lâret eo metanerezioù «er menaj», na reont ket ‘met gant an distaol sevel loened (teil, hañvouez…)».

Anavezet eo ar riskl m’a yafe a-dreuz mod-se. Difennet-groñs gant Kod an endro ma vefe skoet er metanerezioù re a blantennoù o tont eus «trevadoù-pennañ» (gounidegezhioù-pennañ) : n’eus ket droed mont dreist da 15% eus ar pezh a vez lakaet e-barzh ar veolbep bloaz. Pezh ‘zo ‘neus afer ar metanerezioù da vezañ pourvezet a-hed an dervezh, dibaouez. Da zerc’hel gant al lusk, al labourerien-douar a lak e-barzh trevadoùha hañvouez eus o menajoù hag eus reoù all, ha bez-produioù an agro-industriezh. Mez kreñv e c’hell bezañ an temptadur da implijout gounidoù-pennañ er metanerezioù gounidoù-pennañ, sañset da vezañ gouestlet d’ an dud pe d’ al loened, peogwir e vezont barrekoc’h o produiñ metan. Neuze ‘zo bet kavet un doare da vont e-biou d’al lezenn…

Mont e-bioù d’ar reolenn, buan hag aes

Setu aï an diskar-amzer e Breizh. Kroget eost maiz da ensiloañ. War-e-lec’h e vo hadet ur blantenn all evel an heiz hag ar segal gwinizh, hag a vo dastumet e-pad an hañv. A-bouez-penn eo an treiñ trevadoù-se evit a-sell strujusted (pinvidigezh viologel) an douar, hag evit a-sell ar stourm enep klañvuzennoù (elfennoù dañjerus evit ar yec’hed)… hag evel-just evit a-sell ar gounidoù. Lod eus ar plantennoù-se a vez implijet e boued an dud hag al loened, mez ivez da c’holeiñ ha gwareziñ an douaroù labour-douar. Met, da heul al lezenn war an treuzkemm energetek e 2015, setu degouezhet ur stumm trevad all er parkeier : an drevad etre da broduiñ energiezh (Cive, e galleg « culture intermédiaire à vocation énergétique»)

Plantet ha dastumet etre daou drevad-pennañ, implijet e vez ar Cive e-barzh ar metanerez labour-douar, ur wech bet graet ganti he labour gwareziñ an douaroù. Gall ‘ra an nen lak ar c’hementad a Cive ‘n eus c’hoant da lakaat er metanerez : ‘n eus bevenn ebet, ‘pezh a n’eo ket gwir gant an trevadoù-pennañ (maiz, kaol, heiz), a vez rediet da chom dindan 15% eus an danvez hollek a vez lakaet ba’r veol.

Aze emañ an dalc’h. Gant un darn eus ar metanerezioù e tremener e-bioù d’ar reolenn-se. Diaes da lâret pet int resis, seul ziaesoc’h eo gouzout gant an nebeud a gontroloù ‘zo ( da lenn : « Metanaat kousto pe gousto»). Met anavezet eo an dalc’h-mañ gant ar galloudoù publik, hag aes an touell d’ober.

N’eus ket droed gant an nen da lakaat re a edaj en e vetanizer peogwir eo un « trevad-pennañ» … Ma ! N’eus ket ‘met disklêriañ an edaj er renabl « Cive» , a vez graet anezhi ivez «culture dérobée». Penaos ’ta ? Hadet an edaj a-raok ar 15 a viz Mae, evel ar sorgo pe ar segal, ha renablet er rummad «trevadoù-pennañ» war lec’hienn internet TelePAC ( a zo un oberenn ret d’ober ma fell d’an nen tapout yalc’hadoù an Europa a vez roet ma vez doujet ouzh liesseurted an trevadoù). Ha da c’houde, adalek d’ar 15 a viz Mae, da lâret eo deiziad diwzehañan disklêriadennoù war dTelePAC, setu hadet maiz, hag a vo lakaet er renabl «Cive», pe «eil trevad». Ne vo ket kemeret e kont ar maiz-se gant ar PAC… Met gall a raio tapout yalc’hadoù digant an Ademe (Ajañs an endro ha mestroni an energiezh) a skoazell ar metanaat (40€/Mwe, beket 600 000 €).

Eosted tro-dro d’ar 15 a viz Gwengolo, ar maiz-se a c’hello bezañ chetet forz pegement er metanerez, hep riskl bezañ gourdrouzet ablamour ma ‘ya dreist d’ar vevenn a 15%. 4.600 tonnenad a vaiz a vez eosted dre zervezh arat, peadra da bourveziñ aes ar metanerez (jedet gant siffroù a lâr ‘vez eosted 20 tonnenad a vaiz dre zervezh arat).

« Paeañ a ra gwelloc’h ar produiñ energiezh eget ar produiñ boued »

«War ar memes tachenn, e-kerzh ar memes bloavezh, e c’heller lakaet daou drevad gouestlet d’ar metanerez, eme Rene Louail, bet desaver moc’h ha mouezh-aotreet-kozh Confederation Paysanne. Neuze e c’heller tapout yalc’hadoù ar PAC evit an trevad-pennañ, ha war an dro ar skoaziadoù publik evit ar Cive da geñver ar produiñ energiezh». Ha kemend-all vefe graet emenajoù’zoeus e barrez, St Vaeg, nepell Mur (22), eme ar sindikalour eus an tu-kleiz.

Da zDenis Cohan, desaver saout-laezh, moc’h ha yer bio e St-Jili (35), da gadarnaat : «Gwelet ‘vez muioc’h mui an doare-se d’ober e menajoù gant metanerezioù. (…) E penn-kentañ oa kaoz eus pourveziñ ar metanizerioù gant lastez-kêr : gevier eo, n’eus mann eus-se a vez lakaet e-barzh !»

«Diheñchet eo bet ar Cive a-benn magañ ar metanaat», bet lâret gant Agnès Henry, e-kerzh un emvod gant Ministrerezh al Labour-Douar, aozet gant strollad labour war ar metanaat labour-douar ha gounez-vouedel, d’ar 6 a viz Gouere 2021. Hervez Agnès Henry, ‘zo ivez an ‘ni e penn sindikad Coordianation Rurale Seine-ha-Marne (tu-dehoù), «an oberenn treiñ-trevad ha gwareziñ an douaroù ‘zo bet touellet gant politikerez energetek zero karbon». Kadarnaet an traoù gant Charlotte Quénard, kargadeza gefridi e Kambr labour-douar Breizh : «Paeañ a ra gwelloc’h ar produiñ energiezh eget ar produiñ boued. Aze emañ ar gudenn pennañ. Gounezet e vez muioc’h a arc’hant o produiñ energiezh eget o produiñ boued».

Eus tu Ministrerezh al Labour-douar, Lea Molinie, kargadez a gefridi metanaat hag energiezhoù padus, he deus lâret splann, e-pad un emvod e miz Gouere 2021 (teuliad er voest du) : «n’eo ket al lezenn a-vremañ kap da vevenniñimplij ar Cive ha restachoù trevadoù er metanaat». Dezhi d’ober anv ivez d’an dud o deus muioc’h mui «aon muioc’h muiañ e vefe diheñchet an douaroù labour-douar eus o fal-kentañ produiñ boued», hag «ankeniet gant ar c’hevezerezh da geñver implij ar boued-chatal etre ar metanerezioù hag ar magañ loened da vare ur sec’hor». E penn-kentañ miz Eost 2022, setu aï tro ar FDSEA Il-ha-Gwilen da lak ar gaoz war dalc’hoù« kevezerezh da geñver implijoù ar maiz etre desaverien loened ha darn eus ar metanerezioù ».


Klasket eo bet gant un dekred (d’ar 4 a viz Eost 2022) skoilhañ ouzh an doare-se da vont e-bioù da reolenn ar 15%. Bremañ e vez graet « trevad-pennañ » eus n’eus forz peseurt trevad,  gant ma ‘zo dioutiwar an dachenn d’an 1aña viz Even. Met n’eo ket strizh ar reolenn-se, hag e c’hallfe zoken lak da falloc’h traoù’zo. «Ur maiz bet hadet d’an 2 a viz Even, sikouret gant enkasoù[produioù labour-douar, evel an tems ha pestisidoù, NGAS] ha dour, a c’hallfe neuze pourveziñ ur metanerez hep tamm bevenn bet. Peadra ‘vo d’en em c’houlenn ma vo mat da asantiñ», embannet gant kazetenn La France Agricole, d’ar 5 a viz Eost.

Miliadoù a devezh-arad evit ar metanaat

Aze emañ an dalc’h, ur wech c’hoazh : produiñ maiz gouestlet d’ar metanerezioù a dalv «gounid muioc’h a arc’hant eget produiñ laezh pe ed gouestlet d’ar marc’had bouedel», eme Kuzul armerzhel, sokial hag endro ar rannvro, e-barz e rentañ-kont e miz Even 2021 diwar-benn ar boued e Breizh a-benn 2050.

Kresk a ra an niver a drevadoù gouestlet d’ar metanaat. Peadra ‘oa bet diskoachet gant Kuzul Rannvro Breizh : « hervez rak-steuñv ar pourveziñ [trevadoù-pennañ gouestlet d’an energiezh, NGAS], tost d’un hanter eus ar metanerezioù er menaj o doa raksoñjet talvoudekaat an danvez-se gant ur sammad hollek a 6 000 tonen danvez sec’h, da lâret eo 800 dervezh-arat, ha 3% pouez hollek ar pourveziñ. Met gant lieskementad ar metanerezioù ha kresk ar c’hevezerezh war an danvez etre ar metanerezioù, e c’hallomp raksoñjal eo re-vihan ar sifroù-se». Setu ar pezh ‘zo bet skrivet gant dilennidi ar Rannvro, en un diviz d’ar 7 ha 8 a viz C’hwevrer 2019 war Steuñv Rannvroel Bevdolz (« schéma régional biomasse », SRB).

« Ma vez kontet dre niver a tiez-feurm a zo e Breizh e miz Gwengolo 2021 (da lâret eo 164 a implij dañvez labour-douar), e ‘vez implijet 5 470 dervezh-arat a-benn produiñ maiz da vagañ ar metanezerioù. Evit ar CIVE e vefe 12 170 dervezh-arat », setu ar pezh ‘vez lâret gant an Dreal e miz Genver 2022.

Fell a rae da Rannvro Breizh mont pelloc’h eget reolenn ar 15% en hec’h-unan, e-barz ar SRB. C’hoant he doa bevenniñ an trevadoù gouestlet d’ar metanaat da 10% eus ar gorread labour-douar talvoudus (SAU, en galleg). Pezh ‘zo, ne oa ket a-du Kambr al Labour-douar, ha setu goulennet groñs ganti e vefe lemmet kuit an dra-mañ eus ar SRB, ‘blam ma vefe re strizh… Ha, marteze, peogwir e c’hallfe lak en arvar ar raktresoù : «Gwelet a reomp eo a-bouez kenañ, evit an tiez-bank, e vefe skriveter raktresoù [metanaat er menaj] e vo implijet trevadoù da bourveziñ ar metanerezioù. Mod all, ‘zo ar riskl e vefe nac’het gant an tiez-bank reiñ un amprest d’al labourerien-douar», eme Kambr al Labour-douar en un ali d’ar 14 a viz Eost 2019. Lâret en ur mod all : a-benn tapout un amprest, dav eo diskouez e vo gounezet plantennoù da broduiñ energiezh.

Arabat adober ar fazioù ‘zo bet graet e Alamagn

Hervez Andre Sergent, prezidant Kambr rannvroel al Labour-Douar, e vefe doujet ouzh reolennoù an trevadoù-pennañ. «Renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz (DREAL) a ziskwel e vez, dre vras, implijet kalz nebeutoc’h evit ar 15% a drevadoù gouestlet d’ar metanaat e Breizh». Memes tra, en deus anzavet dilennad ar FDSEA eo bet sachet evezh a-wechoù war diskredoù touelloù kod an endro, dre implij «Cive faos».

Soñjet ‘vez gant Kambr al Labour-douar eo efedus a-walac’h al lezenn evel m’emañ da skoilhañ ouzh ar c’hudennoù kevezerezh evel m’eo c’hoarvezet e Bro-Alamagn, lec’h m’eo bet kresket spontus ar gounid maiz da bourveziñ ar metanerezioù. «Labourerien-douar ‘zo a soñj dezhe emaint o vont da werzhañ o saout ha pennoù-moc’h da zont da vezañ metanerezioù, evel ma vez graet e Alamagn, eme Andre Sergent. Me soñj din eo un hent fall da geñver ar sistem metanaat a fell din kaat».

‘Pezh ‘zo e c’hallfe bout kemeret ar memes hent fall e Breizh hag an hini bet kemeret gant Alamagn, hervez ur studiadenn bet kaset da benn gant al labourva Ladyss (CNRS). Ederien (labourerien-douar a c’hounez edaj hepken)a deufe da vezañ ar re nemeto kap da arc’hantiñ metanerezioù bras-tre. Gall a rafe bezañ goulennet gante ivez ma vefe lemet kuit reolenn ar 15%. Skrivet gant ar skiantourien : «Tostaat a rafe ar model gall ouzh model alaman, lec’h m’emañ an trevadoù gouestlet d’ar metanaat e-kreiz ar jeu, ar pezh a zigreskfe an tu d’an desaverien loened da liesaat o gounidoù arc’hant gant ar metanaat.» Dont a rafe an desaverien da vout «simpl pourvezerien danvez d’ar metanerezioù perennet gant reoù all (industrielourien, ederien, ha kement-hini ‘zo…), peadra da zigreskiñ an tu dezhe da dapout ur gopr reizh digant ar metanaat».

Boest du

« Ne vo kroget o raksoñjal e yaio a-dreuz »

Skwer amlez ar strollegezhioù da geñver doareoù fall da vetanaat

Pell eus Breizh ‘zo eus ur skwer interesant, hini Rannvro Grand-Est ‘zo an ‘ni gentañ e Frañs evit a-sell ouzh an niver a vetanizerioù. Pa oa o sevel e steuñv rannvroel bev dolz (schéma régional biomasse, SRB), setu da Aotrouniezh an Endro da c’houlenn digant ar Rannvro da «resisaat ha jediñ efedoù kresk ar volumen a drevadoù «etre» (Cive) ha geot a zo rakwelet gant ar SRB, ha da sevel muzulioù da skoilhañ ouzh implij ar pradoù da broduiñ energiezh».
Respont ar Rannvro : ne vo ket graet mann, ablamour d’un «diouer a raksell ha gouiziegezhioù». Hag ouzhpennet : «Ne vez ket rakwelet gant ar SRB e vo diorret dalc’hoù fall war skeul ar rannvro ». Lâret en ur mod all : ne vez ket soñjet er fed ma ‘hallfe mont a-dreuz. Kuzul Aotrouniezh an Endor n’eo ket bet heuliet gant ar rannvro.

Dregantad a zouaroù labour-douar gouestlet d’ar produiñ gaz

Alies-mat e vez implijet kementadoù bras maiz-ensilañ da bourveziñ ar metanerezioù, e plas magañ ar chatal. Ne oaromp ket an tonennoù resis a vez lonket gant pep metanerez e Breizh, nemet gant un nebeud re anezhe. Gallout a reomp treiñ an tonennoù maiz-ensilañ en gorreadoù douaroù, o kemer un diazez gounid a 26 tonennad / devezh arat (13t / ha), hervez roadennoù Kambr rannvroel al Labour-douar.Padal ‘zo ivez danvezioù boued all a vez implijet da bourveziñ metanerezioù (da skwer : trevadoù Cive, laktoserum, hag-all…), met diaes eo treiñ anezhe en gorreadoù douaroù.Siwazh, ‘n eus ket eus ur renabl spis eus ar pezh a vez koñsumet gant pep metanerez e Breizh. C’hoant hon doa memestra rakjediñ an dregantad a zouaroù labour-douar a vez gouestlet d’ar metanaat. Neuze hon deus jedet ur gorread dre vetanerez en «kevatal maiz ensilañ», hervez roadennoù ofisiel ment pep metanerez. Kemeret e kont ganimp ar fed, hervez al lezenn, e c’hell an trevadoù-pennañ (gounidoù-pennañ) mont betek 15% eus sammad hollek an danvez implijet er metanerez.

Neuze n’eo ket ar gartenn-mañ ur sell ouzh an holl drevadoù plantennoù a vez implijet da bourveziñ ur metanerez, met ur rak-jedadenn eus kevatalded en hektaroù maiz gouestlet d’ar produiñ gaz.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →