Lennerez gaezh, lenner kaezh
Peadra zo da vezañ enkrezet pa weler niver an dud klañv gant ar c’hrign-bev o kreskiñ dalc’hmat. Abeg pennañ marv ar gwazed eo deuet da vezañ ar c’hleñved-se hag an eil hini evit ar pezh a sell ouzh ar merc’hed.
Hervez al lec’h m’emaomp o vevañ hon eus muioc’h pe nebeutoc’h a riskloù da vezañ klañv.
Da skouer zo muioc’h a riskloù evit an dud a zo o chom e-kichen labouradeg houarnouriezhel ArcelorMittal e Indr e Liger-Atlantel ablam d’ar saotradur a vez en aer. Hag anavezet ez ofisiel eo al liamm etre lod eus ar produioù pistrius-se ha krign-bev ar sistem analiñ.
Evit ar re a zo o chom war vord an hentoù bras pe e kreiz-kêr, evel e Roazhon da skouer, emañ an dalc’h kentoc’h eus tu ar saotradur dre rannigoù munut. Ar skevent a vez paket peurliesañ, ablam d’an aezhennoù produet gant ar c’hirri-tan pe c’hoazh gant lod eus an tommerezhioù.
Brasaat en un diazad doureier saotret gant al labour-douar stank-ha-stank, evel war vord ar Stêr Wilen pe hini an Argenon, a dalv evañ dour bet tretet ha kemmesket evit izelaat live an astuz-lazherien, an nitratoù pe c’hoazh ar PFAS.
Gwareziñ hor mad boutin
E Breizh e teu 75 % eus an dour pourvezet evel « mat da vezañ evet » eus ar stêrioù. Padal e vez saotret ar re-mañ ingal : roudoù astuz-lazherien a vez kavet en holl usinioù tretiñ. N’eus nemet 3 % anezho a c’hell embann e vez pourvezet ganto dour a galite vat evit pezh a sell ouzh an astuz-lazherien, hervez Arsellva an endro e Breizh.
Un dalc’h a yec’hed publik eo. Ha neuze, petra vez graet gant ar strollegezhioù evit gwareziñ o annezidi ha kenderc’hel da bourvezañ dour a galite ?
Ar mod m’eo tremenet adwel Sage ar stêr Wilhen (brastres merañ doureier an diazad) a ziskouez pegen start e vez gwareziñ ar mad boutin-mañ pa taler ouzh galloud bras interestoù prevez ‘zo. Ne fell ket tamm ebet da lod eus al labourerien-douar stank-ha-stank dilezel an astuz-lazherien.
Goude ouzhpenn pevar bloavezh tabut, ha daoust da votadenn a-du komision lec’hel an dour (CLE), eo bet stanket gant ar gouarnamant ar fed berzañ, war an takadoù puñsañ-dour ar muiañ en arvar, ar produioù kimikel da c’hwennat e-touez ar mais. Setu levezon bras an FNSEA. Ha koulskoude ne oa kaoz nemet eus 1,4 % eus an diazad doureier.
Hon engouestl kazetenniñ
Kazetennerien omp ha kavout a ra deomp ez eo pouezus meurbet kelaouiñ a-zivout ar c’hudennoù yec’hed liammet gant an endro. Pa vez muioc’h mui a roadennoù skiantel e rankomp ni produiñ keleier spis ha mort.
Dre ma tostaer ouzh termenoù pouezus kenañ e fell deomp sevel ur skipailh enklaskerien gouestlet d’an astuz-lazherien e Breizh.
Ur bromesa uhelek hag a ranker kaout arc’hant d’he sevenniñ. Fellout a ra deomp embregiñ kelaouennerien ha bezañ skoazellet gant skiantourien arbennik war dañjer an danvezioù pistrius, kimiourion, pe c’hoazh skiantourien ar roadennoù.
Ur media dizalc’h eo hon hini, ha n’eo ket graet evit gounit arc’hant. Digoust e vez hor pennadoù en linenn a-drugarez da vrokusted al lennerien hag al lennerezed.
Evit kas ar raktres-se da benn e rankomp kreskiñ niver ar brofourien reoliek. A-drugarez deoc’h e c’hellfemp mont en tu all d’ar miliad. Muioc’h eget biskoazh en deus ezhomm Splann ! bezañ skoazellet ganeoc’h evit gellout kenderc’hel da gas enklaskoù da benn a-zivout an dour evet ganeoc’h.
Skipailh Splann !
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.







