Abalamour da betra ho peus divizet kas ho enklaskoù war an tem-se ?
En hor sistem boued e kaver eus un tu ar broduerien, diaes d’al lod vrasañ anezho gounit o buhez, ha start an traoù evito. Ha deus an tu all kalzig a dud ha ne deuont ket a-benn da gaout boued, padal e vez taolet tonnennoù a voued bep bloaz…
Petra ‘zo kaoz ha peseurt mod ez a en-dro an traoù e-giz-se abaoe bloavezhioù ? Petra zo kaoz ez eus c’hoazh en deiz a hiziv eus ur gevredigezh evel Les Restos du coeur, bet krouet evit padout ur mare-bloaz? Ar skoazell a-fet boued a rankfe sikour an dud hag a zo en ur stad fall poent pe boent, ha n’eo ket pourvezañ boued da viliadoù a dud en ur mod reoliek. Se zo kaoz eo mallus e vije soñjet hor sistem boued en-dro ha treuzfeurmet anezhañ.
Petra zo kaoz, d’ho soñj, eo deuet ar skoazell a-fet boued da vezañ ur benveg evit reoliata ur mod da broduiñ boued ?
Gant an agro-industriezh e vez produet a-ratozh kaer evit ar skoazell a-fet boued. Da lavaret eo ez eus produioù graet evit ar re baour ha ne vezont ket kavet en hon armelioù deomp-ni ma ne c’houlennomp ket ur skoazell a-fet boued. Ur marc’had eo deuet da vezañ evit lod eus embregerezhioù an agro-industriezh, kement hag evit ar stalioù bras, dre ma ne vez ket tailhoù da baeañ war an danvez roet ganto. Evit labourerien-douar’zo ivez.
Ha neuze, dre ma ‘z eo ar skoazell a-fet boued ur marc’had, e vez kaset ur politikerezh e-lec’h ma ‘z eus ezhomm da gaout tud paour. Ar pezh a dalv eo deuet korfoù an dud bresk a-fet boued da vezañ ur varienn gempouezañ evit an ekonomiezh. Ar boued n’eo ket ur mad boutin ken : merkañ a ra en ur mod start-tre an dizingalded frammadurel etre an dud. Direnkus-kenañ eo a-fet mod-kevredigezh ha doare da verañ ar mad boutin a rankfe bezañ ar boued.
Un dalc’h politikel a vije d’ho mennozh neuze ?
En ur «Stad e peoc’h» a gred deomp bevañ. Padal e vevomp en ur «Stad peoc’haet» kentoc’h. N’eo ket bet divizet reolennoù an traoù -ar re a vezomp gouarnet ganto- gant an holl, met gant ar vestroniourien. Peoc’haet e vez an traoù dre berzh ar skoazell a-fet boued.
Ur peoc’h sokial a vez dalc’het drezañ, kuit deomp da gaout taolioù-dispac’h ablam d’an naon, laeroñsi ha pilhadennoù. Gant an dud gopret hag ar re a-youl vat a labour er c’hevredigezhioù-se, evel Les Restos du coeur, e vez miret ouzh ar feulster da darzhañ. Ur feulster liammet gant ar fed n’ez eomp ket betek penn ur bromesa : bevañ en ur Stad e peoc’h e-lec’h ma vije renket afer ar pourvezañ boued evit an holl.
War ar meizad kreñv «feulster a-fet boued» emaoc’h o labourat ivez. Petra eo ‘se ?
Pa soñjer er “boued” e vez soñjet er blijadur. Ne fell ket deomp prederiañ war ar “feulster”. Da gentañ dre m’hon eus droed da gaout boued. Ur gwir eo. Feulster a vez gouzañvet gant an den ne c’hounez ket e voued koulskoude.
A-fet korf dija rak kalite ar boued roet d’an dud-se n’eo ket brav. Hag a-fet psikologiezh ivez : diwar labour Marie-Hélène Hirigoyen (2) em eus termenet ‘se. Pa rank an dud goulenn skoazell a-fet boued e vez atav aon ganto rak ar vank : «marteze ne vo ket tra-walc’h», peotramant e vez soñjet ganto «ar maraodiñ ne dremeno ket fenoz»…
Ouzhpenn-se e em sant an dud-se mezhus ha kiriek. Eilpennet e vez ar faot e gwirionez. Lakaet e vez gwask war an dud ablam dezho da gaout ezhomm eus ar skoazell pe ablam ma implijont ar boued-se a-dreuz…
War hir dermen e vez gwall skoet an dud gant kement-se. Pa vez kollet droed ar boued e vez kollet droedoù all da heul. Drastus kenañ eo rak bemdez e ranker debriñ. Anez da se ne c’heller ket bevañ, bout, bouetañ hor c’horf, gant traoù all, gant justis da skouer.

Ur sistem nevez heñvel ouzh ur « surentez sokial a-fet boued » a vez pledet ganeoc’h. Petra eo ar prinsipoù ?
Politikel eo ar c’hinnig-mañ hag a dalv «lakaat surentez sokial er sistem boued». Tennañ ar boued er-maez eus ar marc’had a zo un doare brav d’ober. Lakaat e plas ur sistem evit an holl, ar re binvidik koulz hag ar re baour. Roet e vije ur gartenn da bep hini, 150 € warni bep miz, evit ar boued. Met ne vije ket forzh peseurt hini ! Ur boued dibabet a-stroll e vije.
An eil tra a vije lakaat stalioù ha produerien da sinañ ur gevrat. Ha da c’houde e vije paeet ur seurt skodenn hervez prinsip ar justis : ma ‘meus moneiz e vin kengred gant ar re all er sistem-mañ, ha ma c’hoarvez din kaout nebeutoc’h e-pad ur mare em bije droed da gaout kement all.
Adperc’hennañ an demokratelezh dre an asiedenn a vije graet dre ar sistem-se. Kavout en-dro ur perzh er gevredigezh ouzhpenn-se, ha bezañ kap da lavaret «n’eo ket un den all hag a zibab evidon ar pezh a zebran met me an hini a choaz.
Da lavaret eo e vez treuzfeurmet ar politikerezh boued, hag a vez renet dre ar c’hinnig en deiz a hiziv, en ur sistem boued renet gant ar goulenn kentoc’h. Cheñch a ra pep tra. Ma vez goulennet «ha mat eo deoc’h debriñ pestisidoù ?», ne vo den ebet o sevel e zorn .
Arnodet e vez ar c’hinnig-mañ e meur a lec’h. Pas dre ret ar sistem a-bezh evit poent. Rak keit ma n’eus lezenn ebet evit tremen d’ur skeul hollek, ne vo ket posupl lakaat er jeu an holl dud. O klask rapariñ un demokratelezh hag a zo bet gwallgaset da vat emañ ar raktres-se.
Petra eo ar skoilh pennañ, just a-walc’h, a vir ma vefe lakaet ar surentez sokial a-fet boued e-plas ?
N’eo ket kalonek a-walc’h ar bolitikerien. Kalon a ranker kaout evit derc’hel penn ouzh ar re a zo mestr war an arc’hant, evit herzel lakaat anezho da grediñ e c’heller prenañ pep tra. Se an hini eo a vank ar muiañ. Ar peurrest, ar fed aozañ an traoù n’eo ket ur gwall afer… Gouest omp bet d’ober traoù dic’hortoz da vat! Gouest omp bet da chom bac’het er gêr ha da sinañ deomp-ni hon-unan aotreoù evit mont er-maez !
Neuze omp ken barrek all d’ober un dra bennak joaius ha dishualus. Met kalonek da vat e rank bezañ hor folitikourien. Hag ezhomm a ‘vo souten anezho, harpañ anezho evit dont a-benn da lakaat pep hini en e stern. Dispartiet ‘oa bet an Iliz eus ar Stad. Bremañ e ranker dispartiañ ar Stad eus ar sistem ekonomikel kapitalour, setu an dalc’h.
Bibliografiezh
(1) Bonzi Bénédicte, La France qui a faim. Le don à l’épreuve des violences alimentaires. Editions du Seuil, collection « Anthropocène », 2023, 448 p.
(2) Marie-Hélène Hirigoyen, Femmes sous emprise – Les ressorts de la violence dans le couple, Oh Editions, 2005, 299 p.
Geriaoueg
Skoazell a-fet boued : aide alimentaire
Bresk a-fet boued : en insécurité alimentaire
Meizad : concept
Dizingalded : inégalité
Frammadurel : structurel
Dishualus : émancipateur
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.






