Votadegoù-kêr : goulennit keleier boull ha splann
Splann ! - 12/13/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Ha lammet o dije kuit an holl stankelloù ? Peadra zo d’en em c’houlenn pa weler ur penn bras eus ar politikerezh e Breizh oc’h ober stourmer penn-pellañ gant ur media enklask dizalc’h.
Kregiñ a ra an afer d’an 3 a viz Kerzu e stal-labouradeg Armor-Lux e Kemper. Pedet oa bet 200 penn-embregerezh gant prezidant kuzul departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, foug ennañ o kinnig dezho e bolitikerezh sokial. Pedet oa bet kelaouennerien eus Ouest-France hag an Telegramme. Padal e voe miret ouzh reoù Splann ! da vont e-barzh ar sal da selaou ar brezegenn. War ar parkva en deus klasket un ajant surentez kemer hor c’hamera zoken.
E lec’h kondaoniñ ar fed e vije bet miret ouzh kelaouennerien d’ober o labour, e ya prezidant an departamant betek embann goude-se war d /Tebeo ha war Ici Breizh Izel ez eo Splann ! « ur media stourmer » ha « deus an tu-kleiz pellañ ». Daoust ha liammet eo gant ar reuz a zo o kreskiñ goude m’hon dije diskuliet ar c’hudennoù o deus ar beizanted vihan e-keñver an RSA.
Estreget an afer-se a zo. E-kerzh hon enklaskoù diwezhañ eo bet start deomp kaout keleier digant an dud a c’halloud. Direnkañ a ra Splann ! Ne vez ket respontet d’hor goulennoù, ne vez ket roet emgavioù deomp, hag hor posteloù a chom direspont.
N’omp ket souezhet gant kement-se : skrabañ ha disklenkañ n’eo ket ar mod gwellañ da gaout meuleudi. Koulskoude ne reomp forzh ebet rak, ma z’eo eus ar penn-pellañ tout hor skipailh, ez eo er mod rik-ha-rik ma reomp hol labour kelaouiñ. Fedoù ha fedoù tra ken. Ha tampir ma vez direnket ar galloudoù.
A-benn tri miz e vo ar votadegoù-kêr. Ur bloaz war-lerc’h hini prezidant ar Republik. Ur riskl bras a zo e vefe ur gouarnamant eus an tu-dehou pellañ o ren ar vro. D’ar poent-se e vefe gwall gaset ar minorelezhioù, moustret war enebourien ar galloud, hag al lobioù en o bog, kreñvoc’h eget biskoazh.
Da vare ar votadeg diwezhañ evit dilenn ar gannaded e oa bet lakaet war wel pegen efedus e c’hell bezañ an enebiezh ouzh an drasterezh diouganet pa vez war un dro un emsavadeg keodedourien hag enklaskoù kelaouennerezh o tiskuliañ piv eo en gwirionez an dud lakaet war ar renk gant strolladoù zo.
A-hed ar prantad-kabaliñ o tont e stago Splann ! gant al labour gwiriekaat, evit ma vo doujet da reolennoù an demokratelezh, evit ma vo efedus an oberiantiz publik ha gwirion an ingalded etre ar geodedourien.
A-gevret e vezer kreñvoc’h : neuze e kenlabourimp gant kelaouennerien Streetpress, Vert ha Bon Pote hag e kendalc’ho France 3 Bretagne, Mediapart ha da skignañ hor pennadoù.
Fellout a ra deomp lakaat ur c’helaouenner da labourat leun-amzer war ar prantad-kabaliñ ha war ar votadegoù da zont. Setu m’hon eus ezhomm da gaout 50.000 euro a brofoù d’an nebeutañ a-raok fin ar bloaz. D’ur c’houlz ma vez gwall-gaset ar c’helaouennerezh, ez eo an arc’hantaouiñ keodedel ur mod da warantiñ ar fed omp hag e chomimp dizalc’h. Kontañ a reomp warnoc’h.
Skipailh Splann !
Tresadennoù : Denoël André
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel