Sell-tro war gouel pemp bloaz « Splann ! », d’an 28 a viz Even e Kastellin
Ar skipailh embann - 07/21/2025
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Ul lec’h sioul ha brav war ar maez, tud a youl-vat laouen, sonerezh plijus da glevet, a-bep-seurt da derriñ ar sec’hed… Peadra da gregiñ an hañv gant plijadur ha da zerc’hel soñj eus ar gouel-se e-pad pell.
Gant maeronezed Splann! oc’h bet dedennet kerkent ha penn-kentañ an endervezh met e gwir ez eo bet leun chouk an holl kendivizoù, pe vije an hini war ar merc’hed enklaskourezed, pe an hini war an hiniennelouriezh kerkoulz hag an hini a denne ouzh an enklask diwar-benn an tu-dehou pellañ hag ar c’helaouiñ skogus.
Farsus, ha fromus zoken, eo bet 27vet enrolladenn an abadenn radio « Du pain et des parpaings» dirak ur bern tud. Dindan skritell he film istorel «Des pierres contre des fusils» he deus Nicole Le Garrec graet al liamm gant tri ezel eus skipailh Splann! prederiet anezho kement hag hi gant ar fed reiñ ar gaoz d’ar re ne vezont ket klevet.
Echuet eo bet an abadenn gant ar ganaouenn e okitaneg « Ai mamà » skrivet e koun Rémi Fraisse ha kanet gant al laz-kanañ « ar Boc’hruziged » bodet tro-dro da Inès Léraud. Ar stourmer ekolojist yaouank a oa bet lazhet gant ur grenadenn tennet gant un archer da vare ur vanifestadeg a-enep d’ur stankell evit al labour-douar greantel e Sivens, e bro an Tarn, e 2014.
Startijenn forzh pegement gant al laz-kanañ ha kement all da heul gant ar strolladoù deuet da gas ar fest-noz en dro. Hor c’hamaladez Morgan large o sevel war al leurenn un eil gwech, ket evit komz eus he micher met kentoc’h evit kanañ ha diskanañ gant he c’homper Yannick Dabo an taol-mañ.
Ar strolladoù TAN, Baliskis, Large-Dabo ha LevedTanañ o deus lakaet ac’hanomp da zañsal er porzh betek abadenn folk-hip-hop-elektro paotred Ducasse war leurenn ar Run ar Puñs. Div eur vintin, kalz re abred da vont da gousket evit laboused-noz Splann! Ha flapi-flapañ ganto en davarn, o soñjal er c’hentañ tro.
Trugarez d’an holl lennerien ha lennerezed a zo deuet da gemer perzh er gouel-se asambles ganeomp.
Trugarez d’an holl dud a-youl-vat, ar re a oa war ar parkva pe en degemer, ar re o deus fardet boued, hag an holl re a oa o terc’hel standoù.
Trugarez d’ar barmen ha barmaid, d’ar farderien krampouezh, da skipailhoù ar Run ar Puñs hag an ti-levrioù «La maison qui pousse», ha d’hor mignoned eus ar mediaoù ha stalioù-levrioù dizalc’h.
Trugarez d’ar flemm-tresour Alain Goutal, hag a zo Pzt Splann! da vezañ bet o tediañ an div skritell treset gantañ da geñver hon deiz ha bloaz.
Trugarez d’an holl ganerezed ha kanerien, sonerien ha sonerezed, o deus lakaet ac’hanomp da zañsal betek 2 eur vintin.
Trugarez d’an holl dud o deus kemeret perzh er c’hendivizoù, da vuhezourien an abadenn radio «Du pain et des parpaings». Ha trugarez vras da Nicole Le Garrec da vezañ bet aze ganeomp!
Trugarez d’an holl re hon eus disoñjet trugarekaat.
Enrollet eo bet ar c’hendivizoù gant Violette Voldoire ha lakaet e vint en linenn war hol lec’hienn podkastoù e-kerzh an hañv.
Prometiñ a reomp deoc’h gellout degemer muioc’h a dud kentañ tro ha ne vo ket gortozet pemp bloaz all!

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel. Existe aussi en breton.