Gant live an doureier o sevel e c’hellfe koustañ ker-ruz « priz an distriv » e Breizh
Bulteau Pierre-Yves - 07/31/2025
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Ken kizidik eo ar sujed-mañ hag eo bresk ar 2 600 kilometrad aodoù Breizh, pa ouezer mat bremañ a-drugarez d’ar skiantourien e vo 4 derez ouzhpenn hag ez aio Breizh war « Greizdouarelaat ».
Ken arvarus eo stad an traoù m’eo en em vodet e kuzul Rannvro Breizh, tud eus Ajañs an endro ha mestroni an energiezh (Ademe), Météo France peotramant c’hoazh Renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz (Dreal).
Dre ar munud e oa bet kinniget en emvod-mañ, d’an 22 a viz Mae e Roazhon, sifroù 2025 cheñchamant an hin e Breizh. Dirak un dornad kazetennerien e oa bet anzavet gant Aurélie Mestres, eilrenerez Renerezh rannvroel an endro, an annezadur hag al lojeiz anezhi, e « vezer a boan o kregiñ da vuzuliañ efedoù krignerezh an aod ». « Koust a raio war-dro 50 miliard a euroioù bep bloaz ar redi azasaat ouzh kemm an hin » hervezi.
« Uhel-tre eo koust an distriv dija » hervez Kuzul uhel Breizh evit an hin.
« Splann e vo ma respont d’ar goulenn-mañ », eme Ronan Pichon, kenbrezidant Rannvro Breizh e-karg eus ar vevliesseurted hag ar steuñv ekologel. « Ne ouezomp ket c’hoazh pegement e kousto resis met divizoù start vo da gemer e-keñver lec’hioù ha tiriadoù zo lec’h ma rankimp lezel ar mor d’ober e jeu. Hag e lec’hioù all e rankimp postañ arc’hant a-benn gwareziñ obererezhioù ekonomikel zo, evel er porzhvaoù. »
116 kumun eus Breizh a zo paket gant krignerezh an aod dija. En o zouez emañ Kumuniezh kumunioù Lannuon-Treger (LTC) abaoe ar 14 a viz Meurzh 2023 ha kumun Perroz-Gireg abaoe ar 15 a viz C’hwevrer 2024. En ur gartennouriezh, savet e 2021 da heul al lezenn Hin ha dalc’husted, e vez renablet ar c’humunioù hag a rank kas da benn « obererezhioù en o c’hêraozan hag en o folitikerezh terkañ evit en em azasaat ouzh pennkaozioù krignadenn an aod ».
Ur « stourm ha n’eo ket a-enep met gant an natur » a zo bet boulc’het gant LTC tri bloaz zo. He Steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU), bet votet evit 15 vloaz, a zo e bal mirout na vo “diverket” 1 200 ti ha monument istorel a-benn 2100.
Da lâret eo « e vo aotret sevel tiez nevez er vro gant ma vo lakaet arc’hant a-gostez gant ar perc’henn evit distrujañ e lojeiz ma teu hemañ da vezañ en arvar », eme Paul Le Bihan, maer Lannuon anezhañ, e emvod ar gumuniezh-kumunioù d’an 22 a viz Ebrel 2025.
« Dasparzhet e vez ar riskloù » etre ar strollegezhioù lec’hel hag an dud hiniennel. Padal en em denn maez ar jeu an asurañsoù tamm-ha-tamm. E 2022 hepken ez eus bet diyalc’het 10 miliard a euroioù gant ar re-mañ evit kemer e-karg ar gwallzarvoudoù naturel. Biskoazh n’eo bet ken uhel ar c’houst-mañ abaoe an daou varrad-amzer Lothar ha Martin e 1999.
Klasket e vez diskoulmoù gant an dilennidi evit ma vo arc’hantaouet al labourioù da wareziñ ar savadurioù, kuit d’ar strollegezhioù hag d’an annezidi da vezañ lakaet diaes a-fet arc’hant. Evel an taos Gémapi, krouet evit « gwareziñ ar gwernioù ha mirout ouzh an dour-beuz », un dailh lec’hel a c’heller sevel hag a vez 40 € ar bloaz dre annezad d’ar muiañ. « Berr eo evit gwareziñ ar savadurioù, an dud hag an endro », eme an dilennidi aterset gant Splann !.
« Berr eo ivez evit gwareziñ ar savadurioù nevez war vord an aod », eme Jeannick Launay o soñjal raktal e chanter « Les Terrasses de Kerduel », e Perroz-Gireg.
Er savadur cheuc’h-mañ e vo kavet 11 ranndi rummad uhel, en ul lec’h mil-anavezet gant tud Perroz evit « mareoù a dic’hlann ar stêr Kerduel ha pa vez gourlanv », a zispleg ar vaouez war he leve he deus dizoloet ar chanter-mañ en ur vont da bourmen war an aod dre ma ya di bemdez. A-benn an trede trimiziad 2025 e rankfe bezañ echu al labourioù.
« N’on ket chalet na gant ar raktres-mañ e-unan nag gant ar c’hoant o devez tud zo da vezañ o chom war vord an aod, emezi. En em c’houlenn a ran kentoc’h penaos ez eus bet gellet dereiñ un aotre sevel-ti d’ur savadur el lec’h-se. »

Er perimetr steuñvenn dizarbenn riskloù liñvadenn ha dour-beur Peroz-Gireg emañ [steuñvenn degemeret gant un diferad-prefed d’ar 16 a viz Ebrel 2025, NDLR]. En teuliad-mañ savet gant Aozadur an enklaskoù geologel (BRGM) emañ ivez raktres ar savadur-mañ. « Adalek ma savo an dour eus 50 santimetr e weler mat e vo ul lodenn vras eus straed Ernest-Renan ha deus kroashent-tro Pont-Couennec en arvar da vezañ beuzet », eme ar vaouez war he leve en ur skrignal.
Hervez un den barrek eus metoù marc’had ar savadurioù en Aodoù-an-Arvor ne vez nemet ur « riskl etre » el lec’h-se, met dont a ra da vezañ « uhel-tre » hervez teuliadoù asurañsoù hag a zo bet lennet gant Splann !. Da lavaret eo ez eus daou embregerezh bras eus ar sektor-se hag a lavar « ne c’hellont ket ober ur rakpriz evit ranndioù « Les Terrasses de Kerduel» e Pont-Couennec abalamour m’emaint en un takad gant riskloù bras a zour-beuz.»
N’eo ket an dra-se hag a viro ouzh ar betoñs da ziskenn e porzh kêr an hortensia. En e « stignad evit skoilhañ ouzh an dour-beuz hag al liñvadennoù » hag a zo bet lennet gant Splann ! e respont ar penngaser tiez e vo « uhelaet eus 50 santimetr live rez-an-douar, uhelaet ar vogerig hag a zo kostez ar mor ha savet belkadoù reier evit gwareziñ ar straed Ernest-Renan… »
Aet omp e darempred gant ti-kêr Perroz-Gireg met n’eus bet respont ebet d’hor goulennoù. Na da lizher Jeannick Launay e-lec’h ma lavare « e c’hellfe bezañ kaset an afer dirak ar justis gant ar berc’henned da zont ma c’hoarvezfe dour-beuz bras, ar c’houst o kouezhañ war chouk an dud a bae tailhoù ».
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel