Dre zindan pajenn Wikipedia war ar metanaat ‘zo traoù kuzh
La Rédaction - 23/11/2022
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol, pa ne oa de gentañ penn ken met ur…
C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit…
Tost an hanter eus ar pemoc’h disavet ezdouar e Bro-Frañs zo e Penn-ar-Bed. Bet eo bet da enklaskiñ « Splann ! » diwar-benn rouaned an…
Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure.
Splann ! a ginnig deoc’h ul lodenn nevez a-benn dizoleiñ ar pezh ‘zo a-dreñv eus pajennoù Wikipedia ‘zo…
N’eo ket kozh pennad Wikipedia « Metanaat e Bro-Frañs » : krouet eo bet e 2018. Hag e miz Mae 2019, setu ouzhpennet er bajenn-mañ ul listennad embregerezhoù gall a ra gant ar Biogaz, gant un den anvet Klub Biogaz. Met petra, piv, eo Klub Biogaz ? Gantañ e ‘vez lâret e labour a-berzh Kevredigezh teknikel an energiezh hag an endro (ATEE), hag a zo liammet gant lobby Europa ar metanaat (European Biogas Association).
E miz Even, d’ar memes Klub Biogaz da ouzhpennañ ur vammenn hag a zispleg eo mat-re ar metanaat evit an ekonomiezh. Gant un den all eo bet skrivet « e koust nebeutoc’h a arc’hant an temz a zeu eus ar metanaat eget temzoù kimiek evit al labourerien-douar ». Hep menegiñ eo rik ar pezh a vez embannet gant Prefeti Auvergne-Rhône-Alpes.
N’eo nemet e miz Meurzh 2020 eo bet ouzhpennet war Wikipedia titouroù a ro ur sell all war ar metanaat, da skouer ar fet ma vefe implijet douaroù da broduiñ energiezh e plas magañ an dud.
E miz Even 2021 eo bet graet bruderezh tro d’al label Qualimétha gant Klub Biogaz. Ul label a ‘zo lakaet war wel gant… Klub Biogaz an ATEE.
En holl, 55 % eus pennad diwar-benn ar metanaat e Wikipédia ‘zo bet skrivet gant un den en-e-unan, hag a ‘neus interestoù e business ar metanaat. N’eo ket difennet en ober met n’eo ket kuzuliet tamm ebet gant kumuniezh Wikipedia ! Gant an den-se (« Klub Biogaz ») ‘zo bet graet ouzhpenn 57 % eus ar cheñchamantoù war ar pennad. Kavet ‘vez darn vrasañ eus e vammennoù e lec’hiennoù strollad Cogiterra, hag a labour gant sindikadoù penn-renerien ha lobbioù an tredan. Met ivez gant kazetennoù Les Echos ha… Paysan-breton.fr. Ul labour kehentiñ brav a-walc’h : pennad Wikipedia ‘vez lennet dre vras 10 gwech bemdez abaoe 2019.
Lennit hon enklask war ar metanaat
Lennit hon enklask war ar metanaat
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge