An Horn, ur stêr en arvar gant an agro-industriezh
Faustine Sternberg - 09/28/2024
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Aboe hanter miz gwengolo (pdf) zo moien tennañ dour en dro, ba 19 parrezioù d’ar Sindikad-mesk an Horn(produiñ ha treuzdoigen dour). E-pad an hañv oa ket kavet dour ‘walc’h e stêr Caotoulzac’h ha « ‘oa ket moien ken d’ar sindikadoù all reiñ sikour ». Giz-se ‘neus displeget an traoù d’ar mediaoù rannvro ar Sindikad-mesk ‘distribu dour.
Koulskoude, saotridigezh vras gant nitratoù zo ba’n Horn. Se zo kaoz eo diaes tre kavet dour er vro-se, etre Roscoff ha Plouvorn, Plouescat ha Carantec. Gaoz d’ar soatridigezh-mañ eo bet serret ar penn-sav-dour 17 bloaz zo. Larêt zo bet dija war hon enklask diwar benn Plouvorn zo bet embannet e 2023 : ar Sindikad gemer dour neus afer er Caotoulzac’h abaoe 2007, met ‘neus ket dour walc’h e barzh ar stêr-mañ, hag ar Sindikad oar mat un dra-se. « Bep bloaz, strishaet eo an dour » eme Philippe Bras, prezidant ar gevredigezh « agréée de pêche et de protection aquatique de Morlaix (AAPMA) ».
Alies awalc’h e vez lavaret gant Sindikad-mesk an Horn pe gant ar gomision lec’hel evit an dour (CLE), e c’hallo bout digoret en dro sav-dour an Horn a-benn prestik. Met ar stêr a chom unan deus ar re saotretañ gant ar nitratoù e Breizh. N’eus ket nemet teurel ur sell ouzh ar gartenn diwehañ diwar-benn kalite ar stêrioù e Breizh, bet embanned e miz Even gant Arsella an endro Breizh.
Prezidant ar CLE Sage Léon Tregor, Guy Pennec, ‘neus spi e vefe digoret en-dro an sav-dour a-benn 2028, « tost warc’hoazh », hervezañ.
« Ul labour kalet zo bet graet gant ar disavourien ha tud an tiez-gwer » evit digreskiñ an diskargoù nitrat. Evit tennañ dour en dro, e vo ret liveoù an nitratoù chom dindan 50 mg/l, e-pad pemp bloavezh. Met er bloaz-mañ, hervez un teknikour lec’hel, zo bet kavet feurioù ouzhpenn 50 mg/l gant daou savadenn graet e miz Gouere hag e miz Eost.
Disoursi a semblant bezañ merourien an tiriad, met ur bern labour zo d’ober c’hoazh. Sur awalc’h, a-benn an hañv 2025, e vo adskrivet kasi ar memes pennadoù gant kazetennoù ar vro hag ar re oa bet embannet ar bloaz a-raok diwar-benn strishadurioù implij an dour. Chom a ra ivez afer saotradur ar pestisidoù. Rak ouzhpenn bout unan deus ar vro e lec’h ‘vez kavet ar muiañ a bennoù-moc’h, e vez gounezet legumaj a-greñv ba diazadoù doureier (bassin-versant) an Horn.

Jennifer Laurent a zo ijinourez studioù en Institud skol-veur europa ar mor e Brest. Studiet he deus elfennoù war yec’hed ur pesk sentinel, ar flet, en aberoù disheñvel. En he zezenn, bet embanned e 2023, he deus keñveriet unnek diziad doureier e Breizh. An Horn eo an hini soatretañ gant ar pestisidoù. Kostez Kastell-paol, eo 6,93 ug/l ar c’hementad hollek a bestisidoù. Diskouez a ra he studiadenn ur respont molekulel kreñv gant ar flet (pdf), ur pesk plat a vev en aber. (Diverrad an tezenn e kapsul video amañ.)
E-mesk ar stasionoù e Penn-ar-Bed, an Horn eo an hini nemetañ o vezañ er rouedad a heul live ar produioù fitoyec’hedel an dour (Corpep), bet savet gant DREAL Roazhon. Pa vez lennet an titouroù roet gant ar rouedad, e ta gwall sklaer pegen saotret eo an Horn. « Unan deus ar sistem soatret a muiañ gant ar pestisidoù e rannvro Breizh. » […] Gant kod ar yec’hed foran e vez termenet an treuz en dour ingalet da 0,1 μg/l evit bep danvez. E 2023, e oa unnek danvezenn a yae pelloc’h.
Jennifer Laurent he deus graet an enklask evit kompren efedoù ar pestisidoù a vez kavet en Horn. Roet he deus d’ar peske (flet) yaouank ur c’hoktel pestisidoù graet gant AMPA, Métazachlore ESA, Métolachlore ESA ha Glyphosate. An dizoc’hoù a vo kinniget war lec’h da Ajañs Dour Liger-Breizh. Ne deus ket c’hoant an Ajañs treuskas anezhe deomp.
Dastumet oa bet an traoù e traoñ ar stêr, met kement-se a ziskouez pegen bras eo ar saotradur a-orin eus al labour-douar war lec’h-se : gant an nitratoù pe gant ar pestisidoù, eo gwall-gaset stêr an Horn gant labour an agro-industriezh.
« Faot a ra deomp sellet ouzh ar gwirionez », eme Philippe Bras. Ankeniet eo ar besketaer : ma vo saotret ar pesked hag ar c’hrestneg, e vo efedoù war yech’ed an tud.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.