Kudennoù gant ar film « Bezhin glas » eus Pierre Jolivet
Splann ! - 09/01/2022
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Sañset n’eo ket diaes kaout an aotre da filmañ war lec’hioù publik e Bro Frañs. Ne oa ket evit krediñ skipailh o sevel an teulfilm « Ar Bezhin glas » e vefe ken diaes ar jeu e Aodoù-an-Arvor (22)…
Reuz bras zo bet e tiez-ker war aod Bro-Dreger e miz Eost. Setu amañ kontet gant an Télégramme. Ne blij ket da vaer Lokmikael-an-traezh e vefe ken tost film Pierre Jolivet eus bandenn treset Inès Léraud (padal eo bet lâret gantañ n’eus ket bet lennet anezhi). E 1989 »oa bet marvet un den d’un doare droch war e gumun, ha douetañs ‘oa ma vije bet ‘blam d’ar bezhin glas.
Displijet eo ivez gant ar film-se Joël Le Jeune, prezidant LREM Kumuniezh Lannuon-Treger. Lâr a ra eo un doare da « dagañ » ar vro. Ha goulennet ‘deus digant skipailh ar film mont war-zu Lokireg pe Saint-Vrieg, ‘maez ar gumuniezh. Gant ar maeron eo bet goulennet digant prefed stankañ ar filmañ, met n’eo ket bet asantet.
Nac’het eo bet ivez filmañ e usin Lantik gant sindikad lastez Bro Sant-Vrieg. Aet oa d’an anaon Thierry Morfoisse eno, paotr a vleine kirri-samm leun a vezhin glas. ‘Ba ul lizher hon eus bet tro da lenn, e ‘vez roet gant maer PCF Ploufragan ha prezidant Kerval, Rémy Moulin, un abeg politikel : « Ar c’hiz da dagañ al labourerien-douar gant reizhveizadourien [komañtourien] gall ».
Setu an niver a filmoù sinema bet filmet e Breizh (pemp departamant) e 2021. Da lâret eo 548 devezh filmañ. (Sifroù : Bretagne sinema)
« Sindikad al lastez ‘zo un dra bublik. Kompren a rit hon defe c’hoant chom neptu en afer-se, dreist-holl peogwir e vez produet temz organek ganeomp hag e vez eskemmet gant al labourerien-douar bemdez. »
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.