War-var en o dazont e chom Brestiz war an oad bet « adprenet » gant o annez
Bulteau Pierre-Yves - 07/07/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

War uhel Brest emañ an ti gwenn, kludet war beulioù louet o liv, e-kreiz un dar beton ledan. En traoñ anezhañ eo diaes da Jeanne Botton, oadet a 85 bloaz hag ur vazh-penn-kamm ganti evit bale, kuzhat pegen nec’het eo.
Padal eo leun a youl ar vaouez-se, « engouestlet evit stourm ouzh direizhded ar vuhez », eme he mignonez Annie Touchemoulin, en he fevar-ugent vloaz ivez.
« Dav deoc’h kompren ac’hanomp, eme an div vamm-gozh. Divizet hon doa dont amañ da chom peogwir e vezemp sikouret da vat. » Pa resevent lizhiri gant ar CPAM, da skouer, a bede anezho da vont da vezañ vaksinet enep d’ar grip ha d’ar C’hovid :
« A-raok, n’hon doa nemet mont da gaout ar c’henurzhier yec’hed hag eñ a rae war-dro tout an aferioù melestradurel. Bremañ e chomomp hon-unan en hon digenvez, eme Jeanne hag Annie. »
Ret eo distreiñ d’ar bloavezh 2013 evit kompren ar «santimant a goll» o deus. D’ar bloavezh-se en doa graet an embregerezh Heurus e bazennoù kentañ e gennad ampletus-tre an annezioù gant servijoù evit ar re gozh. Evel ma c’heller lenn war e lec’hienn internet, e veze lakaet a-wel-kaer d’ar re gozh ha d’o familhoù ar fed gallout bevañ e « lec’hioù a vode tud eus meur a remziad », ma vefe « harpet pep hini hervez e ezhommoù yec’hed » enno.
« Eürus », ouzhpenn un anv, ger-stur ar rann-mañ eus ar penngaser tiez naonedat Réalités, bet gwall skoet anezhañ gant enkadennoù ar sevel-tiez c’hoarvezet e 2023 ha 2024. Dilezel meur a hini eus e embregerezhioù a voe rediet d’ober neuze, ha d’ar 25 a viz Gwengolo 2024 e voe kaset un argerzh hanterouriñ dirak lez-varn kenwerzh Naoned.
D’an 8 a viz Genver 2025 e voe lakaet e isembregerezh Heurus en adreizhadur barnerezhel. « N’eo ket eus korvoiñ an annezioù e teu ar gudenn, met eus an diorren anezho », a lavare Catherine Labardant da gazetennoù ar vro evit en em zidamall.
Ouzhpenn dilezel ar savadurioù war sevel e sinas un emglev gant ar strollad Aquarelia, a adkemeras tri eus annezioù Heurus e Breizh, hini Brest en o zouez.
C’hwec’h miz goude an adframmañ « eo stabilaet an traoù », eme c’hoazh prezidantez Heurus. D’an 18 a viz Mezheven paseet eo bet astennet ar prantad evezhiañ, neuze, gant lez-varn kenwerzh Naoned.
Met en adframmañ-se, n’eus ket anv eus ar pezh a c’hoarvez war ar pemdez d’an annezidi.
Er savadur-mañ, ennañ 96 ranndi, e vev 35 den war an oad evel Jeanne hag he gwaz. « E penn-kentañ e oan disoursi », eme ar vaouez a zo o chom en ur ranndi T3 e ti « Avel », abaoe an hañv 2022. Asuret he doa ar renerez dezhi e oa peadra er stal evit ambroug an dud « betek penn o buhez, e surentez ».
Setu penaos he doa divizet Jeanne, bet kelennerez war ar matematikoù, « tennañ [he] gwaz maez eus un EHPAD ma yae fall an traoù », evit lojañ anezhañ en ur ranndi vihan, e 2023.
« Brav e oa ar jeu deomp diouzhtu p’hon doa sinet hor c’hevratoù », emezi. N’eo ket diaes kompren perak : ur c’henurzhier yec’hed ha peder skoazellerez-buhez a oa bet gopret.
« P’hon doa kroget gant hol labour, e oa lañs ganeomp rak oc’h esaeañ un dra nevez e oamp, a gont lod eus ar c’hopridi gozh-se, m’eo bet Splann ! e darempred ganto. Ne oa ket anat deomp mont d’ar gennad prevez da labourat, met sur e oamp memes tra e vefe talvoudus. »
Gwaz Jeanne n’eo ket gouest da vont ha dont e-unan ken rak strafuilhoù a-spered grevus en deus. Heuliet e oa a-dost gant gopridi an annez, neuze.
« Gant e gleñved e oa kollet an den-se en amzer ivez, o deus soñj labourerien gozh ti « Avel ». Setu perak ez aemp da gerc’hat anezhañ da vare ar predoù evit sikour anezhañ gouzout ped eur e oa. »
Pa veze graet war e dro e c’helle e wreg « profitañ eus aergelc’h ar Gabusined, disammañ [he] spered. Ouzhpenn kempouez ‘m boa kavet em buhez, emezi, ur geodedourez a oa ac’hanon ».
Met gant kudennoù arc’hant Heurus e voe lakaet ar c’hempouez-se en arvar.
Ouzhpenn d’he « formulenn eürus » – enni ar feurm, ar c’henurzhiañ, ar predoù hag ar buheziñ evit 2000 € bep miz – Jeanne he doa choazet kaout ur « pak servijoù ». Met « e 2024 eo bet cheñchet deomp, hep ma vefemp bet kelaouet », emezi o c’hrozmolat.
Resisaat a ra ar c’hopridi gozh : « Skritellet e oa bet ar cheñchamantoù evit gwir, met re vihan e oa skrivet war ar skritelloù evit al lodenn vrasañ eus an annezidi. »
Un diouer a gehentiñ a zo bet gwelet ivez p’o deus skrivet Jeanne hag he familh evit « goulenn ur restaol » e-keñver abadennoù buhezañ « bet fakturennet pa ne oant ket bet graet morse ».
C’hwec’h postel a zo bet eskemmet etre tout, gant meur a hini e ti Avel hag en embregerezh Heurus. Ha « betek bremañ » n’o deus ket respontet dezhi : « Gortoz a ran c’hoazh kaout ur respont war an dra-se ».
An ajañs kehentiñ a zo mouezh Heurus n’he deus ket respontet da c’houlennoù Splann ! war ar poent resis-mañ.
Un dra bennak all, ouzhpenn al lizhiri direspont, en deus lakaet an annezerezed hag o familhoù da gomz a vouezh uhel, avat : d’ar 1añ a viz Ebrel 2025 e voe klozet ar servij emrenerezh er gêr (SAD) pa voe adprenet an annez « Avel » gant Aquarelia. Ha diouzhtu war-lerc’h e voe difredet ar c’henurzhier yec’hed ha teir implijadez all da nebeutañ kazi diouzhtu war-lerc’h, gant abegoù ekonomikel.
Un dek annezer bennak a veze sikouret gant ar servij emrenerezh e miz Meurzh 2025 c’hoazh, hervez hon titouroù. Goulennet hon eus gant Aquarelia perak e oa bet klozet ar servij ken « trumm ». Respontet o deus : « enlakaat pourchasoù servijoù er gêr a sav meur a c’houlenn evel kaout gratadurioù ne c’hellont ket bezañ treuzkaset pa vez adprenet ur stal-goñvers ».
Ouzhpennañ a reont : « An annezerien a fell dezho kaout prederioù mezegel a c’hell dibab o fourchaserien ha tud arbennik […] engwiriet evit ober prederioù, evel ma vefent er gêr. »
Setu dres ar pezh he deus graet Jeanne, dre ma n’he doa ket tro d’ober mod all.
« Daou viz a zo e rankan gwiriañ e vez kemeret e zijuniñ gant ma gwaz bep mintin en e gambr, hag e teu unan bennak da gerc’hat anezhañ bemnoz evit kas anezhañ d’ar sal-debriñ da goaniañ, emezi. Ankeniet on, ken em eus ranket goulenn servijoù ur c’hlañvdiour hag ur skoazellerez er gêr. »
Hervez jedadennoù Jeanne, a oa kelennerez war ar matematikoù, « ar servijoù sikour er gêr a goust 600 € deomp bep miz evit un hanter-eurvezh bemdez, daoust d’an digoll hon eus war hon tailhoù ha da sikour ar skorenn bersonelaet evit an emrenerezh (APA) a vez roet d’am gwaz ».
Mizoù da baeañ ouzhpenn d’ar « formulenn eürus » bet dibabet gant he gwaz, hag a goust 2 700 € bep miz dezhañ, gant « ar feurm, ar predoù hag ar servijoù er gêr ».
Embann a ra ar strollad ez eus bet « degemeret an holl annezerien ha/pe familhoù o deus goulennet kaout un emgav gant renerezh an ti evit ober anv eus ar sujedoù-se ». Met Annie a respont : « daou viz a zo ne ran nemet adc’houlenn un dra simpl : gouzout hag e vo dalc’het ma c’hevrat hag ar servijoù a ya gantañ pe get, ha peseurt doare dezho ».
Aquarelia a lavar en deus respontet da c’houlenn Annie e-pad un emvod a oa bet aozet en annez d’ar 15 a viz Ebrel paseet. Er rentañ-kont e lenner « e c’hello an annezerien a fell dezho mirout ar c’hinnig o deus bremañ hep cheñchamant ebet en divizoù », daoust ma voe serret ar servij emrenerezh er gêr.
Ar re all « a c’hello emezelañ d’ar c’hinnig « Aquarelia » adalek ar 1añ a viz Gwengolo 2025 ». Er c’hinnig-se e kaver « ar feurm hag ar c’hargoù ; ur « pak lipous », gant lein ha koan ; servijoù hag abadennoù buhezañ ouzhpenn surentez al lec’h, 24eur/24 ».
Er c’hontrol, « patrom Aquarelia n’eus ket a servij sikourioù er gêr ennañ, met kinnig a ra servijoù d’an dud, da zibab ouzhpenn (gant 50 % a gred war o zailhoù) ».
En he fosteloù diwezhañ, bet kaset da renerezh nevez ti « Avel » d’an 18 ha d’an 19 a viz Mezheven, Annie he doa « esperañs e respontoc’h d’am goulennoù ken pouezus. An titouroù-se hon eus afer outo da vat evit dibab hag e chomimp en annez-mañ pe get ».
Ha p’he doa divizet klask dilojañ « d’un annez all » en em gavas ur postel en he boest d’ar 26 a viz Mezheven. Ar renerez a responte d’he fosteloù niverus « e c’hellfe chom [e ti « Avel »] betek penn he buhez » hag he c’helaouiñ a rae : « addivizoù d’ho kevratoù a vo kinniget deoc’h, hag un distaol kenwerzhel war mizoù ar mizvezhioù tremenet a vo roet deoc’h e-kerzh an hañv ».
Er postel-se e lenner « e vo gopret daou genurzhier a raio war-dro an degemer hag ar buheziñ en annez », met n’eus ket anv eus digeriñ an SAD en-dro.
« Ne c’hellent ket ober mod all eget ober ur restaol d’an dud, eme ar c’hopridi gozh hon eus kejet outo. Gouzout a ouzomp holl ez eus kalz moneiz da gaout e gennad an annezioù evit ar re gozh, ne vefe ket brav dezho leuskel an dud da vont kuit. Hag eus hon tu, n’omp ket a-enep d’an dud a grou embregerezhioù, met ar wech-mañ o deus graet forzh petra pa ‘z int tremenet eus un embregerezh d’egile. »
Da heul ar postel-se « n'[eo] ket frealzet gantañ da vat », Annie he deus spi e teufe an traoù en o reizh en-dro. « Ma gwaz n’eo ket ken fall e stad hag hini Jeanne, met ne fell ket din dilojañ, mod ebet. »
N’eo ket souezhus. « Uhel a-walc’h [eo] gwask ar c’hevezerezh » e Brest hag he meurgêr, met koshaat a ra poblañs ar vro buan, ha n’eo ket en 850 lojeiz prevez hep medisined evit an dud war an oad a zo bet savet dija, pe a vo savet ac’hann da fin ar bloaz 2025, e vint lojet holl.
War-dro 2050, hervez ar studioù war emdroadur an niver a dud dalc’het bet graet gant Ajañs Brest ar c’hêraozañ (ADEUPa), « an niver a dud oadet e Penn-ar-Bed o do kollet o emrenerezh a dizho 55.000, en o zouez 13.000 den a vo dalc’het da vat ».
« Emañ an ti o koshaat, ha distreiñ a reomp hor selloù », eme Vathilde Maillard war skouer tro-lavar brudet ur prezidant kozh. Ezel eo hi eus ar strollad komunour, ha dilennet e ti-kêr Brest, lec’h m’eo karget eus politikerezh ar « c’hozhañ mat », ha medisinez hollegour war he micher. « Gouezet [he deus] ar pezh a c’hoarvez e ti « Avel », met titouroù resis n’he deus ket bet », emezi da resisaat.
Pa gontomp dezhi pegen diasur eo bet miziadoù diwezhañ ar re Botton ha Touchemoulin, hec’h embann « e c’hell an ti-kêr ambroug anezho gant servijoù ar greizenn lec’hel titouriñ ha kenurzhiañ evit ar gozhidi (CLIC) ».
Tud kar da Jeanne o doa soñjet en se dija, avat, rak ken abred hag an 23 a viz Ebrel e oant bet e darempred gant ar C’hLIC. D’an 20 a viz Mezheven o doa bet ur respont.
« Gwir eo ez eo re hir gortoz daou viz evit kaout ur respont kentañ », eme Vathilde Maillard, a soñj en holl dud a gustum skuizhañ dre forzh sikour kerent ha tud kar dezho.
« Afer an dud dalc’het, emezi c’hoazh, a zo hini ar plasoù da gaout e tiez ar re gozh ivez. Sañset eo al lec’hioù-se bezañ ampletus, ha padal emañ al lodenn vrasañ eus ar gen-arc’hantaouerien o kuitaat ar gennad-mañ. »
Ur skouer eus an emdroadur-mañ : fellout a rae da di-kêr Brest adkempenn an EHPAD Louise-Le-Roux, met an ARS hag an departamant o deus nac’het o raktres a annez emrenerezh kêr evit meur a remziad, hervez an dilennadez.
Dre fazi « divizoù broadel hag arc’hantaouiñ luziet, a harz ac’hanomp pa glaskomp mont war-raok », emezi. Reiñ a ra deomp da gompren emañ o komz eus al lezenn kozhañ mat, bet embannet d’an 8 a viz Ebrel 2024.
« Er gevredigezh-mañ ma klasker goullonderiñ an ospitalioù, lec’h m’eo kazi dibosupl kavout servijoù yec’hed e kêr », eme daou c’hoprad kozh eus ti « Avel », evel un heklev. En ur gevredigezh m’eo pouezusoc’h enni an askorusted eget ar c’hengred, a-wechoù e kav deomp emeur o sevel ur bed evit ar re yac’h nemetken, na vefe plas ennañ nemet evit ar re yac’h ha pinvidik e-touez ar re gozh. »
Skrivit deomp contact [@] splann.org hag displeget e vo deoc’h peseurt mod e c’hallit kas teulioù en un doare sur.
L'IA générative ne produit pas d'enquête. Nos articles, vidéos et podcasts sont réalisés par des journalistes en chair et en os. Consultez notre charte.
En savoir plus