[Keloù « Splann ! »] Posubl e vo lakaat al labourerien rannvloaziat da zastum legumaj 13 devezh da heul hervez al lezenn
Sylvain Ernault - 07/31/2024
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

D’an 10 a viz Gouere 2024 zo bet embannet un dekred nevez diwar-benn « an taolioù-labour ne c’hallont ket bezañ ampellet ». Da skouer : « dastum legumaj pe frouezh gant an dorn, hervez ar reolennoù AOC pe IGP » (Appellation d’origine contrôlée ha Indication géographique protégée e galleg). Hervez an dekred e vo moien tennañ kuit un devezh diskuizh bep 30 devezh digant al labourerien-se.
Goulennet eo bet e vefe eus an dekred-mañ gant dilennidi Horizons, LR hag RN, diwar c’hoantaoù gwiniennerien zo a fell dezho aozañ al lusk-labour hervez azvded ar rezin. Sinet eo bet an destenn gant ar ministr kentañ daou zevezh goude disoc’hoù an dilennadegoù diwezhañ. Nebeutoc’h a wirioù sokial a vo evit labourerien all da heul, en o zouez ar re a zastum pimant eus Ezpeleta, ognon dous eus Cevenas… pe c’hoazh koko Pempoull amañ e Breizh.
Kadarnaet eo bet ar c’helou-mañ deomp gant pennadurezh Aodoù-an-Arvor e-karg eus al labour hag ar c’hengred. Dastumet e vez ar fav sec’h-se e 85 kumun eus Bro-Dreger.
« Ur wech adarre e vez roet muioc’h a-bouez d’an ekonomiezh eget da yec’hed al labourerien », eme ar sindikad Solidaires, o tegas da soñj e oa marvet 6 den war pa oant o vendemiñ warlene.
« Riskloù bras zo evit ar yec’hed pa ranker labourat dindan an heol kraz », eme CGT Aodoù-an-Arvor eus he zu. Aon gant ar sindikad ivez e y’afe da get an emglev bet sinet goude un hir a stourm ouzh an FDSEA.
Abaoe 2017 e vez jedet ar gopr kriz hervez devezhioù labour 7 eurvezh, gant ma vez dastumet 120 kg a fav bemdez. Arabat d’ar c’hopridi bezañ paeet izeloc’h eget ma vefent gopret dre an eurvezhioù labouret.
« Ne vez ket kemeret e kont an eurvezhioù graet ouzhpenn gant an emglev bet sinet e 2017. Padal ma vez tennet kuit devezh diskuizh ar Sul e vo eurvezhioù ouzhpenn dre ret », eme ar CGT. Gant ar sindikad e vez goulennet e vefent kemeret e kont, d’an nebeutañ. Hervez ar pezh a ouezomp, n’eus bet lavaret netra diwar-benn an afer evit poent, na gant an FDSEA 22, na gant Les Maraîchers d’Armor (Union des coopératives de Paimpol et Tréguier a-raok).
Peurliesañ e vez dastumet ar c’hoko Pempoull gant labourerien-douar a orin eus an estren-vro, eus Kornog Afrika dreist-holl. A-wechoù ne vez ket a baperioù ganto. Ar pezh a dalv e vez diaes dezho stourm evit o gwirioù, evel m’eo bet diskouezet gant an abadenn Envoyé spécial e miz Kerzu 2023.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.