📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Atantoù XXL
- Ghè (35). Gall a reoc’h reiñ hoc’h ali da geñver un atant desevel moc’h en deus c’hoant kreskiñ : an SCEA La Chesnaie Giffard. D’ar 15 betek an 29 a viz Gouere. N’eo ket dav d’an ti-feurm ober ur studiadenn endroel.
- Ar Chapel-Nevez (56). An atant desevel moc’h SCEA de Bel Air en deus c’hoant mont war vrasaat ivez betek 2.434 loen. Tu zo reiñ o ali betek an 22 a viz Gouere.
- Larruen (22). Krouet e vo un atant desevel yer gant 30.000 loen e Guerlosquet. An enklask foran a zo digor eus ar 1añ betek an 29 a viz Gouere.
Industriezhioù nevez
- Sevigna (22). Un enklask foran a zo digor betek an 19 a viz Gouere evit ma kendalc’hfe da vont en-dro mengleuz Guitternel ha memes brasaet (500 tonen bep bloaz). Ret e vefe heuliañ gwelloc’h ar gwallzarvoudoù a zo tro-dro d’an dour, eme Aotrouniez an endro en hec’h ali.
- Loudia (22). Un enklask foran a vo eus ar 1añ betek an 31 a viz Gouere diwar-benn un uzin da vreviñ koad e Les Garennes.
Kêriekaat
- Pyelo/Peurloc’h (22). Un enklask publik zo da gaout diwar-benn raktres takad labour Pyelo-su etre ar 1añ hag an 31 a viz Gouere.
- Brest (29). Gallout a ra an annezidi reiñ o ali betek an 10 a viz Gwengolo a-zivout raktres adnevesaat takadoù « Tarente » ha « Kergoat-Desbordes » e karter Bellevue-ribloù ar Pennfeld.
- Sant-Thuriav (56). Ur raktres kreskin takad-labour Lann Velin Su a zo ha gallout a reer reiñ e ali diwar-se betek ar 24 a viz Gouere. War lec’hienn ar gumun e c’heller kavout an doser.
Puraat an dour
- Meless (35). Kreskiñ ar stasion da buraat an dourioù lous war un takad naturel a vez raktreset hag e ali a c’heller reiñ diwar-benn an dra-se betek ar 4 a viz Gwengolo.
- Kerniliz ha Plouvien (29). Dalc’het e vo un enklask publik betek ar 25 a viz Gouere diwar-benn ar raktres skarzhañ div stankad dour mat da evañ, ha karzhañ 22.300m3 a lec’hid.
Steuñv dizarbenn an trouz
- Emañ departamant Aodoù-an-Arvor ha Kêr Gwened (56) o c’houlenn ali an annezidi diwar-benn o steuñvennoù dizarbenn an trouz en endro : peseurt takadoù ha peseurt savadurioù a zo durc’haet da drouzioù an hentoù. Betek an 19 a viz Eost e Aodoù-an-Arvor, ha betek an 23 viz Eost e Gwened.
Deuit da vezan komiser-enklaskour
- Klask a zo war komiserien-enklaskourien evel bep bloaz. Gallout a rit lakaat hoc’h anv e prefeti ho tepartamant betek ar 1an a viz Gwengolo. Titouroù war lec’hienn an CNCE.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Cheñchamant an hin : diaesoc'h-diaesañ e vo asuriñ an tiez en Aodoù-an-Arvor
- Article suivant: Saotradur an aer gant amoniak : kit da welet penaos eo ar jeu en ho kumun






