📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Artifisielaat
Pont-Skorf (56). Etre ar 14 a viz Mae hag ar 17 a viz Even e vo an enklask foran diwar-benn ledanaat park-loened Pont-Skorf (Terres de Nataé). Lakaet e oa bet ar gaoz gant Splann ! war an afer-se en ur pennad miz zo.
Argol (29). Ur raktres evit cheñch steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU) a zo. Respont d’an ezhommoù font evit an tiez, an takadoù ekonomikel hag an aveadurioù en ur zigeriñ ar c’hêriekaat d’an takadoù 2AU, er-maez eus an takadoù labour-douar (A2020) ha naturel (N). Enklask foran betek an 20 a viz Even.
Kumuniezh-kumunioù Brest (29). Cheñchet e vo steuñv lec’hel kêraozañ etre kumunioù evit cheñch an takadoù hag an heñchañ war gempenn programmiñ kumunioù Brest, Gouenoù ha Gwipavaz. Enklask foran betek an 13 a viz Even.
Karaez (29). Ur sanailh stokañ, 2.5961 m2 a c’horre an dachenn, a vo krouet gant FP Carhaix e straed Tanguy Prigent. Betek an 10 a viz Even eo an enklask foran.
Sevel loened
Skrigneg (29). Gant SCEA Lizicoat Bian e vez goulennet an aotre a-fet endro evit sevel un atalier dizon leue el lec’h anvet Lizicoat Bian. Embannet ez eus bet gant MRAE un ali hag en em c’houlenn a ra « ar saotradur strewek » graet gant an implij a brodu evit louzaouiñ ar plant. Etre an 13 hag ar 17 e vo an enklask foran.
Pludunoù (22). Skrivet eo bet gant SARL Laurent Coupe ez eus ur sevel moc’h evit 1,890 pemoc’h kevatal ha nevesaet e vez merañ kaoc’h el lec’h anvet Le Pré Broutin e Val-d’Arguenon. Enklask foran etre an 2 hag an 30 a viz Even.
Mousterel-an-Il (35). Goulenn gant EARL an Domani kreskiñ e atalier leue-kig eus 399 plas da 800 war an atant staliet el lec’h anvet La Haute Chevrue. Enklask foran betek ar 27 a viz Even.
Arzhal (56). Fellout a ra da SCEA Dubois sevel 3 272 moc’h kevatal el lec’h anvet Bilaire. Enklask foran betek ar 26 a viz Even.
Tressigne (22). Goulenn kinniget gant EARL du Plan d’Eau evit ma vefe kresket gant ouzhpenn 450 moc’h kevatal el lec’h anvet Kerdaniel ha tizhout an niver a 2 475 loen. Enklask foran etre an 3 a viz Even hag an 1 a viz Gouere.
Industriezh
Brest (29). Raktres douget gant an embregerezh BresPort evit sevel un takad bihan leur dresañ bagoù e norzh ar 5ved lenn-borzh hag aveadurioù kevelet. Etre an 28 a viz Mae hag an 30 a viz Even e vez aozet ur c’hendiviz foran gant tud youlek da gemer perzh ennañ.
Traoñ-Kouenon (35). Goulennet e vez un aotre a-fet endro gant ar gevredigezh Diana Food hag a dreuzfurm legumaj ha frouezh evit ma vefe cheñchet koñdisionoù e uzin : sevel ur purlec’h biologel, cheñch ar steuñv skuilhañ ha ratreañ dastum dour-glav. Enklask foran etre an 3 a viz Even hag an 3 a viz Gouere.
Benion (56). E-keñver ur raktres sevel un uzin hag a ra prenestroù gant an embregerezh Fenétréa e vez goulennet an aotre a-fet endro evit disderc’hel diouzh loened gwarezet hag an aotre da zifraostañ. Enklask foran betek an 20 a viz Eost.
Eztennañ
Bovel (35). Goulenn un aotre a-fet endro kinniget gant ar SAS Carrières Pigeon evit goulenn en-dro an aotre da diekaat, ledanaat ha kreskiñ produiñ ar mengleuz el lec’h navet La Harlais. Enklask foran betek an 30 a viz Even.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Ur penn bras eus lobi ar moc’h a gas « Splann ! » d’al lez-varn : harpit ac’hanomp !
- Article suivant: Aet ar maout ganeomp ! Nullet eo bet gant ar justis klemm-minellañ Philippe Bizien a-enep da « Splann ! »






