📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Kêr-aozañ
- Talieg (35). Cheñchet e vo doareoù mont en-dro uzin an embregerezh Transeli, staliet e takad labourerezh Pont-Izel rak fellout a ra dezhañ lañsañ un eil labourva tretamant biologel ha sevel un atalier nevez evit gwalc’hiñ ar sabl, sevel ul lec’h evit puraat an dourioù saotret ha sevel pemp tracker fotovoltaek. Betek ar 24 a viz Du e vo digor an enklask publik.
- Sant-Divi (29). Un takad industriezh ha lec’haveiñ, 42 hektar dindanañ, a zo raktreset gant tri diazezadur publik eus Brest Meurgêr, kumuniezh tolpad-kêrioù Landerne-Daoulaz ha kumuniezh-kumunioù Bro an Aberioù e Lanvihan. Pedet eo an dud da votiñ enlinenn diwar-benn ar raktres-mañ betek ar 17 a viz Du.
- Sant-Brieg (22). Kinniget ez eus un enklask publik gant kumuniezh tolpad-kêrioù Sant-Brieg betek an 20 a viz Du diwar-benn sistem chaoseriañ an Aodoù a zo e kumun Langaeg.
Merañ an dourioù
- Plouenan (29). O soñjal ledanaat unan eus an div loc’h a stok an dourioù n’int ket puraet emañ sindikad kemmesk produiñ dour an Horn. Klask kreskiñ kementad a zour stoket eo ar pal pa vez a-walc’h a zour kaset gant ar stêr Koatoullsac’h kuit da bompañ pa vez red an dour en e izelañ ha suraat ar produiñ dour mat da evañ e ken kas e vefe ur sac’hadenn bennak peotramant saotret ar stêr. Betek ar 5 a viz Du e c’heller reiñ e soñj d’an enklask publik-mañ.
- Kornôg. Betek ar 14 a viz Du e c’hell poblañs ar c’hwec’h departamant Breizh ha Liger-Atlantel kemer perzh enlinenn er guzuliadenn-mañ diwar-benn cheñchamant brastres terkañ ha merañ dourioù diazad stêr ar Wilen.
Labour-douar
- Chapel-ar-Galc’hed (35). Astenn un atalier moc’h, nevesaat ar steuñv skuilhadeg. Enklask digor d’an dud diwar-benn raktresoù an embregerezh Pig Breizh betek an 13 a viz Du.
- Bezeg (35). Ret eo d’an EARL Garel Renier goulenn ali an dud betek an 13 a viz Du a-benn tapout enrollañ kreskiñ an niver a chas er c’hondi a zo e kêriadenn La Chevalleraye.
- Argol (29). Betek an 8 a viz Du e vo un enklask publik a-benn astenn ha kreskiñ ar produiñ a vagerezh pesked e atantoù dour-mor Breizh.
Greanterezh
- Plañvour (56). A-benn nebeud e vo degemeret gant bon aervorel Lann Bihoue ur framm evit degemer kirri-nij Falcon 2000 LXS Albatros e Plañvour. Pep hini a c’hell kemer perzh er guzuliadenn-mañ enlinenn betek an 10 a viz Du.
- Plelann-Veur (35). Ar strollad Fleury-Michon a fell dezhañ azasaat e lec’hiad produiñ ouzh an takad labourerezh La Pointe dre an embregerezh “Charcuteries cuisinées de Plélan” evit produiñ sac’hadigoù riz e-plas ar gigerezh-voc’h. Betek an 2 a viz Du e c’heller kemer perzh enlinenn.
- Gwitreg (35). Modernaat e uzin, staliet er Guichardières, evit ma vefe produet muioc’h. Setu pal an embregerezh Société laitière de Vitré. Astenn an atalier aozañ, modernaat aveadurioù greantel ha gremek. Hag azasaat ar c’hementad a zour distaolet. Posupl eo reiñ e ali betek ar 14 a viz Du.
- Loudieg (22). Betek an 29 a viz Here eo digor ar guzuliadenn d’an dud diwar-benn ul labourva metanaat)en anv-lec’h le Diffaut gant ar SARL LG Biogaz.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: [Enklask nevez] « Ne reont ket van eus an dud », tu kuzhet The Land, kampus Jean-Marc Esnault gouestlet d’ar vuhez war ar maez
- Article suivant: [Enklask nevez] E Breizh emañ an agro-industriezh hag ar Rannvro o reiñ al lañs d'al liseoù labour-douar prevez






