Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Betoñs
- Lesneven – Bro Bagan (29). Lakaet e vo betoñs war dost da 280 devezh-arat (140 ha). 90 devezh-arat (95ha) gouestlet da diez nevez en o-zouez, ar pezh re galz hervez Aotrouniezh an Endro (Mrae). Savet e vo PLU-iH tolpad kêrioù Lesneven- Aodoù ar mojennoù. A-bouez-penn eo an doser- mañ, peogwir e lako sklaer peseurt dazont vo gant tachenn-mañ-dachenn, da skwer ma vo savet tiez pe stalioù warne pe ma chomint meret gant labourerien-douar. Gall a ra ivez lakaat da warezet tammoù eus ar glad lec’hel, kirzhier, kleuzioù, gwez kozh… Betek ar 1añ a viz C’hwevrer e pado an enklask foran.
Energiezh
- Vèr (35). Total Energies a fell dezhi staliañ panelloù-heol war un dachen fraost. An enklask foran a bado betek an 9 a viz C’hwevrer.
- Liffrë (Liverieg, 35). Brasaet e vo metanizer SAS Galesnais Énergie, tri bloaz goude bezañ bet lañset. An enklask foran a bado betek an 23 a viz C’hwevrer.
- Roazhon Meurgêr, Bru (35). Savet e vo ul lec’h da buraat an dour hag ur metanizer kostez Bruz. Pad a raio an enklask foran betek ar 26 a viz C’hwevrer.
Hentoù-treuz
- Lakaet e vo da brevez hentoù perc’hennet gant ar c’humunioù e lec’hioù disheñvel : e Crughë (56), e Mohon (56), e Kerrien (29), e Le Mené (Ar Menez, 22), en Blaen (Bllain, 44).
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: E Brest eo lamet yalc’had ur skinwel kevredigezhel gant ar prefed, war zigarez lezenn an dizrannouriezh
- Article suivant: Nitratoù : pa vez laosket da redek gant ar Stad






