Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Daoust hag-eñ e vo tikedennoù endroel war produioù boued e 2024 ?
Catherine Prigent - 12/21/2023
En ur skrivañ war ar produioù boued peseurt efedoù o deus war an endro e c’hallfe an dud bezañ emskiantoc’h eus ar pezh a vez prenet ganto. Met evit kregiñ e rankfe ar Stad dibab un doare poellek da vuzuliañ seurt efedoù.
Bezañ emskiant eus peseurt efedoù war an endro zo gant hon boued : setu ur mennozh mat. Gant div lezenn eo aet an afer war-raok : al lezenn Agec (a-enep ar foraniñ boued hag evit un ekonomiezh-kelc’h e 2020), hag al lezenn evit an hin e 2021. Met evit ma yafe en-dro da vat e vefe ret d’ar galloudoù publik kavout un doare da vuzuliañ an efedoù-se, ha krouiñ ur c’hod liv war ar pakadoù. Pezh n’eo ket ken aes.
Tost da bevar bloaz goude ma oa bet votet al lezenn Agec, n’eo ket aet an traoù kalz war-raok. Gant ministrerezh an Treuzkemm ekologel e vez respontet eo « d’ar broduerien ha d’ar werzherien d’ober al labour, en ur zoujañ ouzh ar reolennoù a vo embannet e penn kentañ 2024 ». Da lâret eo, ne vo rediet netra er bloavezhioù da zont. Pep embregerezh a raio evel ma faoto dezhañ.
Perak n’ez a ket war-raok buanoc’h lakaat un dikedenn war ar produioù ? Rak sañset e oa da vezañ implijet un ostilh bet krouet gant Ajañs an endro hag an energiezh (Ademe). Met evit lod eus ar c’hevredigezhioù a stourm evit an endro, n’eo ket poellek an ostilh-se e-keñver al labour-douar. Jedet e vez an traoù hervez Dielfennadur kelc’hiad ar vuhez (DKV). « Evel ma vefe ar c’helc’hiad-mañ un diell ekonomikel a gemer e kont an energiezh, ar c’hasoù hag an danvez », eme ur c’homite skiantourien bet krouet evit reiñ e ali diwar-benn an tikedennoù da zont. Gant an DKV ne vez ket kemeret e kont efedoù an doareoù da broduiñ a zo war an endro, da skouer. « Sklaer eo n’eo ket ken pouezus evit an dud produiñ ur c’hilo soda evit ur c’hilo avaloù-douar da skouer », eme c’hoazh ar c’homite. Gant an doare-se da soñjal e c’hallfe al labour-douar industriel evit ar bio kaout un notenn uheloc’h, abalamour ma vez produet muioc’h dre hektar.
Meur a zoare jediñ
Emskiant eus ar gudenn-se eo ministrerezh an Treuzkemm ekologel, hag o klask un diskoulm emañ. Da skouer, lakaat un notenn hervez an doare da broduiñ (bio pe pas). An doare-se d’ober, an ecobalyse, a vo kinniget d’ar galloudoù publik e penn-kentañ 2024.
Met n’eo ket mat a-walc’h evit ar c’hevredigezhioù a stourm evit an endro. Ha douetañs zo gant ar Stad zoken, rak goulennet en deus digant embregerezhioù prevez ma vefe labouret war an afer. Setu perak ez eus bet krouet doareoù all da lakaat un notenn d’ar boued : e-touez reoù all e kaver ar Planet-score (a zo soutenet gant UFC Que Choisir, WWF ha France Nature Environnement) hag an Eco-score bet ijinet gant Yuka. Peadra d’en em goll !
Domaj eo ne vefe ket gouest Bro-Frañs ijinañ un ostilh, eme ar c’homite skiantourien hag Ensavadur an diorren padus. Ret e vo gortoz ma vefe lakaet reolennoù gant Europa evit ma teufe da vezañ ur redi. D’ar gwellañ tout e vo lakaet e plas un dra bennak e 2026.
4
Setu an niver a vloavezhioù tremenet a-raok ma vefe bet votet al lezennoù evit ma vefe jedet efedoù ar boued war an endro.
« Sklaer eo n’eo ket ken pouezus evit an dud produiñ ur c’hilo soda evit ur c’hilo avaloù-douar da skouer. »