Tachennoù labour-douar : setu reolennoù nevez ar jeu
Juliette Cabaço Roger - 12/21/2023
An Annelies Ilena a zo anezhañ al lestr-pesketa ar muiañ dekriet er bed. Abaoe 2024 e vez korvoet gant Compagnie des pêches Sant-Maloù. Skoet e voe ar filierenn…
Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…

Hir eo bet skrivañ an SDREA nevez, met setu ar prefed oc’h embann an diell d’an 29 a viz Du 2023. Soñj ho peus ? Reolennoù evit gouzout penaos e vez rannet an tachennoù labour-douar eo an diell-se. Kaoz e oa dioutañ en hon enklask « Brezel ar parkeier » bet embannet e miz Gwengolo 2023. Da skouer, sañset e vo roet ar plas d’unan bennak en deus c’hoant en em staliañ, e-lec’h brasaat un atant, pe d’unan a ra gant ar bio e plas unan a ne ra ket. Gant servijoù ar Stad, Rannvro Breizh ha labourerien-douar e vez adskrivet an dokumant-se bep 5 bloaz.
Petra zo bet cheñchet neuze ? Staliañ labourerien-douar nevez da gentañ, setu ar pep pouezusañ. A-raok e oa e pevare plas. Roet e vo ivez muioc’h a blas d’ar bio ha d’ar geot evit magañ al loened a-benn ma ne zeufe ket da vezañ re vras atantoù pe menajoù Breizh. Hag aesoc’h da dreuzkas neuze. N’eo ket laouen tamm ebet an FNSEA gant an diell-se, pa lâr eo « lakaet en arvar labour-douar ar Vro ». En tu all, evit Konfederasion ar beizanted, an dokumant a zo « un trec’h evit ar beizanted hag a re o deus c’hoant en em staliañ. Un nebeud eus ar reolennoù nevez a vo mat da implijout evit chom a-sav gant sevel atantoù bras divent ».
Sklaer a-walc’h eo reolennoù skrivet en SDREA. Padal hon eus diskouezet gant hon enklask ne vez ket atav c’hoariet hervezo siwazh. Evit bezañ resisoc’h, an diell-se a servij evit un drederenn eus an degouezhioù hepken. A-drugarez d’ur bern testoù hon eus gellet kompren petra a c’hoarvez er maez eus al lezenn. Pellgomzadennoù ingal, gourdrouzoù, ober aon, dispriziañ, abafaat, pep tra zo aotreet evit lakaat a-gostez unan all zo war ar renk. Gant lod eus al labourerien-douar a glask en em staliañ eo diaes ar jeu, ha ne vezont ket soutenet a-walc’h.
Ha zoken evit ar re a ra hervez ar reolennoù atav e c’hell bezañ diaes-kenañ tapout tachennoù labour-douar. E Breizh eo deuet da vezañ brudet skouer Karim Arab. E 2018 en doa tapet an aotre d’en em staliañ ha sevel deñved bio. Met ul labourer-douar all en doa tapet an aotre ivez. Ha hennezh all a vo an hini kentañ da gaout ar parkoù.
War baper ez a ar maout gant Karim Arab ; war an dachenn ez eo Gaec ar Ruais an hini zo e-barzh ar park. Ar saver deñved az a dirak al lezioù-barn, hag e miz Genver 2022 e vo roet rezon dezhañ gant lez-varn galv melestradurel Naoned. Gaec ar Ruais a ya a-benn ha sezisañ a ra ar C’huzul Stad. D’an 12 a viz Kerzu 2023 eo bet nullet dibab lez-varn Naoned a roe ar gwir gant Karim. N’eo ket echu an afer c’hoazh…
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Ne ratez aucune de nos enquêtes, recevez-les par courriel.