📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Dour
- Sant-Vaeg ha Kaorel (22). Goulenn a ra an div gumun adwelet perimetr gwareziñ sav-dour Montplaisir gant lemel ar pestisidoù war an holl lec’hioù. Digor eo an enklask foran betek ar 27 a viz Kerzu.
- Grace hag la Mote (22). Goulenn a ra an div gumun ma vo lamet ar pestisidoù war holl tachennad e lerc’h vez tapet douar Patautivy. Enklask foran betek ar 27 a viz Kerzu.
- Foûjere (35). Raktres evit reoliañ an dour kaset da benn dre dizourerioù ar ch’oad Felger ha krouidigezh ur poull-dour nevez evit kemer plas hini Bretonnière e kumunioù Kernoanig ha Landean. Enklask foran betek ar Gwener 27 a viz Kerzu.
Energiezh nevezadus
- Plouzévédé (29). Raktres sevel un dachenn evit buanaat ar produiñ energiezh nevezadus (ZAENR). Hervez al lezenn 10 a viz Meurzh 2023 (APER) diwar-benn ar produiñ energiezhioù nevezus, a ginnig raktresañ an takadoù emplantañ en teroueroù. Enklask foran betek an 9 a viz Kerzu.
Artifisielaet an douar
- Servon (35). Ar gumun he deus ur raktres takad kempenn kuzuliet (ZAC) lieslec’hienn Champ Marqué. 15,7 ha a dachennoù labour-douar, ha 13,2 ha anezho, e c’hallo bezhañ urbanizet. Enklask foran dre mail deus an 10 a viz Kerzu 2024 d’an 11 a viz Genver 2025.
- Ploezal (22). Raktres sevel ur stal Intermarché, gant efedoù war 19 030 m². Enklask foran dre mail deus an 22 a viz Du d’ar 24 a viz Kerzu 2024.
Endro
Gwiseni (29). Fellout a ra d’ar gumun sevel ur mirva naturel rannvroel war lec’h naturel paludoù, tevennoù ha baeoù Gwiseni. Enklask foran betek ar 25 a viz C’hwevrer 2025.
Atantoù
- Kergloff (29). Goulenn da astenn atant moc’h EARL Cloarec e bilajenn Le Hartz.
- Plouzévédé (29). An SCEA La Vallée he deus goulennet en em enskrivañ avit adkempenn ha ledanaat he atant moc’h en bilajenn Kérinec e Plouzévédé. Ar pal eo mont eus 1 658 loen kevatal da 2 368 loen kevatal.
- Andouillë (35). Raktres evit kreskiñ niver ar moc’h ha neveziñ ar raktres skuilhañ evit ar feurm lec’hiet en ul lec’h anvet Patience.
- La Gherche (35). Raktres kreskiñ an niver a saout-laezh er GAEC du grand Corbelet, e Moutiers, deus 140 da 250 buoc’h-laezh. Enklask foran betek ar 24 a viz Kerzu.
- Nouya (56). Raktres kreskiñ an niver a loened gant ar GAEC Bormarais ha nevesaat ar raktres skuilhañ evit kavout 210 buoc’h laezh. Enklask foran betek an 12 a viz Kerzu.
Industriezh
- Pluguffan (29). Kemper Breizh Ouest ‘deus reoliekaat ur greizenn evit stokañ dilerc’hoù inertek (atredoù) e Kerhoaler evit kenderc’hel e afer ha merañ dour diouzh ar reolennoù. Enklask foran al Lun 2 a viz Kerzu 2024 betek al Lun 30 a viz Kerzu.
- Landivizio (29). Raktres evit sevel un uzin teillage lin e straed Landivizio e Lampaul-Guimiliau gant an embregerezh Bretagne Lin el lazhdi GAD kozh. Enklask foran betek ar 16 a viz Kerzu.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Inès Léraud : « Spontus pegen don eo ar c’hleizennoù a chom c’hoazh hiriv an deiz e memor an dud a gaoz d’an adlodennañ.»
- Article suivant: A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ






