📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Labour-douar
- Baez (35). Atant « clos des Noes » a fell dezhañ kreskiñ an niver a yer da 40.000. Kuzuliadenn foran betek ar 6 a viz Du.
- Ghignin (35). Goulenn kinniget gant an EARL D’hueppe evit kaout un aotre a-fet endro da vagañ yer pounner (betek 69.008 plas) ha yar standard (betek 76.272 plas) war daou lec’h. Enklask publik betek ar 17 a viz Here.
- Sant-Yuvad (22). Goulenn a ra an atant staliet e La Landelle gellout kreskiñ ha tizhout an niver a 36.000 penn-yar dozverez, hep sevel savadurioù nevez. Kuzuliadenn foran betek an 20 a viz Here.
- Gwezin (35). Goulenn EARL ar Pré Vert evit kreskiñ an niver a voc’h eus 522 betek 852 a benn-moc’h kevatal. Kuzuliadenn foran betek ar 27 a viz Here.
- Pederneg (22). Goulenn gant ar SCEA Armen Bre kreskiñ an niver a saout-laezh da 200 en atant. Kuzuliadenn foran betek an 20 a viz Here.
- Ar Gozh-Korle (22). Goulenn a ra ar Gaec Le Milbeau kreskiñ an niver a saout-laezh da 210 en atant staliet e Kerbre. Kuzuliadenn foran betek an 29 a viz Here.
Kêr-aozañ
- Ferel (35). Freuzidigezh a-zarn eus Steuñv lec’hel ar c’hêr-aozañ (PLU) asantet d’an 8 a viz Gouere 2020 evit rummañ 26 pennkêr en un tachad labour-douar. Kuzuliadenn foran betek ar 6 a viz C’hwevrer.
- Ploermel (56). Goulenn aozañ, e reter tachenn obererezhioù Le Bois Vert, eizh logell a c’hell bezañ rannet pep hini anezho, evit diazezañ obererezhioù war 6,7 ha Kuzuliadenn foran betek an 3 a viz Here.
- Montroulez (29). Cheñchamant e steuñv lec’hel kêr-aozañ ar gumuniezh kumunioù, renet gantañ Program lec’hel an annez (PLUI-H), evit krouiñ tachadoù gwareziñ nevez tro-dro da vonumantoù istorel. Enklask publik betek an 22 a viz Here.
Energiezh
- Kornog. Raktres GOCO2 evit digarbonañ industriezh ar C’hornog, dre añchañ ar CO2 tennet eus tri lec’h industriel. Lakaet vo ar gaoz war ar mod d’e gas dre ganolioù, d’e liñvennañ ha d’e gargañ war listri e Mouster al Loc’h (porzh Naoned-Sant-Nazer) evit ma vo miret dindan zouar da viken. An embregerezhioù Heidelberg Materials France Ciments, Lafarge Ciments, Lhoist, NaTran (GRTgaz bet), Elengy hag RTE a zo er jeu. Kendivizoù en diaraog aozet betek an 19 a viz Kerzu.
- Felgerieg-Veur (35). Goulenn a ra an embregerezh Grand Fougeray PV an aotre da sevel ur greizenn fotovoltaek. Enklask foran etre ar 16 a viz Here hag an 20 a viz Du.
- Marc’helleg-Roperzh (35). Gant an embregerezh Photosol Développement e vez goulennet an aotre da sevel ur greizenn agrovoltaek. Enklask foran etre an 13 a viz Here hag ar 14 a viz Du.
- Ploufragan (22). Goulenn un aotre sevel a ra an embregerezh IEL ENR 127 evit ur greizenn fotovoltaek rez an douar. Enklask foran betek an 30 a viz Here.
- Loudia (22). Goulenn kinniget gant ar SARL LG Biogaz diwar-benn an uzin metanizañ el lec’h anvet Le Diffaut, e Loudia. Kuzuliadenn betek an 29 a viz Here.
- Plouvagor (22). Goulenn a ra an embregerezh AFR 50 an aotre da sevel ur greizenn fotovoltaek rez an douar. Enklask foran betek an 3 a viz Here.
Gwarezvaoù naturel
- Sulial (35). Betek ar 15 a viz Kerzu e vez aozet ur guzuliadenn e-keñver ar fed rummañ a-nevez gwern Sulial evel gwarezva natur rannvroel.
- Kumuniezh kumunioù Bro-Vigouden ar su (29). Betek ar 15 a viz Kerzu e vez aozet ur guzuliadenn da geñver krouidigezh ur gwarezva natur rannvroel war devennoù ha paludoù Bro-Vigouden.
- Konk-Leon (29). Ur guzuliadenn foran a vez aozet evit adwelet Steuñv merañ Park naturel mor an Hirwazh evit ar 15 vloaz o tont (2025-2040). Betek ar 15 a viz Here.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

« Splann ! » a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.
Neuze ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ’vez tu tennañ eus an tailhoù eus 66 %.
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù ‘peus da lâret ganeomp ?
Skrivet deomp : redaction [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur. Doareoù all da vont e darempred ganeomp.
- Article précédent: Skolaj Sant-Pêr er Releg : ar rener bet, Yves Lae, tamallet dezhañ feulsterioù liesseurt ha torroù-lezenn arc’hant
- Article suivant: Er rouestl politikel e talc’h penn un enep-galloud, skoazellit anezhañ !






